Bec’h etre ar Genepi ha melestradurezh ar bac’hoù

D’an 20 a viz Gwengolo 2018 ez eus bet divizet gant renerezh melestradurezh ar bac’hoù (1) lakaat termen d’an emglev broadel etre ar Genepi hag hi. Un darvoud heverk eus diskar an aozioù bevañ en toulloù-bac’h e Frañs eo hag eus an omerta a zo war ar c’hevredigezhioù a ziwall e vefe doujet da wirioù mab-den.

Ar Genepi a zo anezhi ur gevredigezh studierien he deus da bal digeriñ an toulloù-bac’h war ar bed diavaez. Teir c’hefridi a zo d’ar gevredigezh-mañ : aozañ stalioù a-bep seurt gant an dud toullbac’het, kizidikaat an dud war term an toulloù-bac’h hag an dud toullbac’het ha stummañ an dud a-youl-vat. Ur gevredigezh aozet a-live Frañs eo, gant strolladoù lec’hel emren a-walc’h.

An emglev broadel etre ar Stad hag ar gevredigezh a zo ur redi hervez ar Genepi evit gellet stummañ ar youlidi met ivez evit unaniñ ha sterniañ an obererezhioù kaset da benn. Met, d’an 20 a viz Gwengolo 2018 eo bet embannet gant melestradurezh ar bac’hoù e vefe lakaet un termen d’ar gevrat-mañ. Ar pezh a dalvez koll ar yalc’had a 50 000 euro resevet gant ar Genepi.

Kadarnaet eo bet an diviz-mañ gant Nicole Belloubet, Ministrez ar Justis. Diskleriet he deus war France inter d’ar 5 a viz Du e vefe tu d’ar strolladoù lec’hel kenderc’hel gant o obererezhioù dre sinañ emglevioù lec’hel gant an toulloù-bac’h. Hogen, da heul an diviz-mañ eo bet nac’het ouzh strolladoù lec’hel zo, hag en o zouek ouzh holl strolladoù Breizh, mont tre en toulloù-bac’h..

Istor ar Genepi, he diorroadur hag he liamm gant ar Stad

Diwar atiz Lionel Stoléru, kuzulier teknikel prezidant ar republik da-geñver an dornlabourerien e 1974, eo ganet ar gevredigezh diwar ar c’hoant ma vefe roet kentelioù en toulloù-bac’h gant studierien ar skolioù uhel. Ar pal a oa bountañ an danvez implijourien pe an dud e penn embregerezhioù da duta tud bet toullbac’het. Pal sokial ar gevredigezh a oa neuze “aesaat an adkenemprerezh sokial” (2).

Kresket eo ar gevredigezh hag hiziv an deiz ez eus etre 900 ha 1000 ezel ganti. Cheñchet eo bet pal sokial an aozadur e 2011. Bremañ ez eo ar pal “digeriñ an toulloù-bac’h war ar bed diavaez dre treuzkas gouiziegezhioù etre an dud toullbac’het, an dud voutin hag an dud a youl-vat”. Dre ar cheñchamant-se o deus bet c’hoant ar studierien diskouez o dizemglev gant an doare m’en deus ar galloud da welet an adkenemprerezh sokial.

Abaoe un nebeud bloavezhioù emañ fallaet an darempredoù etre ar Stad hag ar gevredigezh. E 2017 he deus bet c’hoant melestradurezh ar bac’hoù da zigreskiñ ar yalc’hadoù gouestlet d’ar Genepi met Jean-Jacques Urvoas, ministr ar Justis d’ar c’houlz-se, a zivizas chom hep cheñch al live arc’hantaouiñ.

Abegoù dizemglev etre renerezh melestradurezh ar bac’hoù hag ar Genepi

Da gentañ-penn, eo bet disklêriet gant ar velestradurezh ne oa ket troet ken ar stalioù kinniget gant ar Genepi war ar c’helenn. Gwir eo eo bet divizet e live Stad an aozadur ne vefe ket ar c’helenn an obererezh nemetañ graet en toulloù-bac’h ken ha meneget e oa bet ar cheñchamant-se en emglev gant ar Stad. Hiziv an deiz e vez graet atalieroù sport ha sokiosevenadurel gante ivez. Strolladoù lec’hel zo a nac’h penn-da-benn kelenn d’an dud toullbac’het en ur zisklêriañ eo ar c’helenn atebegezh melestradurezh ar bac’hoù hag an deskadurezh-Stad ha ne zere ket d’ar studierien kemer plas kelennerien stummet ha gopret.

Da eil, rebechet e vez d’ar Genepi bezañ digresket an niver a atalieroù hag a obererezhioù en toulloù-bac’h. Hogen, hervez ar Genepi, e vez diaesoc’h-diaesañ aozañ atalieroù abalamour d’an diouer a salioù pe da zigasted ar renerezh. Arabat eo disoñjal padal eo bet kondaonet Frañs gant Europa evit an niver re izel a obererezhioù (sport, sokiosevenadurel pe labour) kinniget en he zoulloù-bac’h.

Ar Genepi a embann ivez e vez politikerezhioù surentez startoc’h-startañ en toulloù-bac’h abaoe gwalldaolioù Charlie Hebdo. Evit respont d’ar velestradurezh war an dachenn-se ez eus bet divizet e 2017 gant ar Genepi broadel chom hep kas da benn obererezhioù ma vez kameraioù surentez pe pa vezer evezhiet gant unan bennak er-maez eus an aozadur pe c’hoazh ma vez aozet furchadegoù korf war ar brizonidi goude pep stal. Tabut a sav ivez e diabarzh ar Genepi etre ar re a nac’h penn-da-benn kenderc’hel gant obererezhioù en toulloù-bac’h evit chom hep kemer perzh en ur sistem na asantont ket dezhi hag ar re a fell dezho kenderc’hel mod pe vod.

Evit echuiñ (hag an arguzenn bouezusañ e seblant bezañ), rebechet eo bet d’ar gevredigezh mennozhioù ha burutelladennoù zo war stad vezhus toulloù-bac’h zo, lakaet war-wel gant he strolladoù lec’hel. Nicole Belloubet a zisklêrie war France Inter d’ar 5 a viz Du e oa aet re bell ar Genepi war an dachenn-mañ.Maxime Boyer padal, prezidant ar Genepi, a zegas da soñj er gazetenn Le Monde (30/10/2018), e embanne an emglev etre ministrerezh ar Justis hag ar Genepi ha statudoù ar gevredigezh e oa dieub an izili da lavaret o soñj.

Gwashaat aozioù bevañ ar brizonidi

Linenn-stur ar Genepi a zo cheñchet da-geñver an hini a oa e 1974. Luganioù zo a embann “Ar Stad a lak en toull-bac’h, an toull-bac’h a lazh”. An aozadur a anzav kaout mennozhioù radikaloc’h met ar re-mañ a zo bet diorroet goude bezañ bet en toulloù-bac’h ha bezañ bet test eus ar pezh a welont eno : emlazhioù niverusoc’h, diyac’husted ar savadurioù, an dreistpobladur….Ouzhpenn da se eo bet kondaonet Frañs 37 gwezh evit an abegoù-mañ gant lezioù-barn gall hag europat.

An arguzenn ziwezhañ eo a ziskouez ez eo ur c’hastiz politikel. Ar fed da chom hep reiñ arc’hant a zo un doare evit ar Stad da lakaat ar gevredigezh da devel ha da baouez gant hec’h obererezhioù troet war an deskadurezh pobl. Chom hep adkas an emglev hag ar yalc’hadoù stag outañ a zo ur sin nec’hus kaset d’ar c’hevredigezhioù a gas da benn o c’hefridi en toulloù-bac’h.

Diskouez a ra n’eo ket kevatal ar c’hevredigezhioù en o darempredoù gant ar Stad. Ar riskl a zo ne chomfe neuze nemet kevredigezhioù a gasfe da benn kefridioù fiziet enno gant ar gouarnamant en toulloù-bac’h. 60 kevredigezh o deus kaset ul lizher da vinistrez ar Justis dre al lec’hienn Mediapart d’an 12 a viz Du. Disklêriañ a reont ez eo “ur sin fall bountañ ar re yaouank d’en em ouestlañ e kevredigezhioù” met ivez ur sin enepdemokratel kaset d’ar c’hevredigezhioù all.

Anat eo eo dre an obererezhioù e diabarzh an toulloù-bac’h e vez desachet studierien nevez hag e c’hallont kenderc’hel da vezañ test eus ar bed-se. Ar Genepi a ro an tu da galz a dud da zizoleiñ an toulloù-bac’h ha kemer a ra perzh en tabutoù publik da dermeniñ pal ar c’hastiz.

Goulenn a ra ar Genepi e vefe adskoulmet an emglev hag e vefe tu d’ar gevredigezh mirout un emrenerezh daoust d’ar yalc’hadoù roet gant renerezh melestradurezh ar bac’hoù. Skrivet o deus da Nicole Belloubet, ministrez ar Justis. Gortoz a reont ar respont.

(1) renerezh melestradurezh ar bac’hoù = direction de l’administration pénitentiaire
(2) adkenemprerezh sokial = insertion sociale

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like