Abaoe un nebeud bloavezhioù e kresk er bed a-bezh an niver a dud a fell dezho bezañ divadezet ha terriñ o liamm gant an Iliz Katolik. Un doare evit ar feizidi ha feizadezed pe get, skuizh ul lodenn vras anezho gant droukskouerioù ar Vatikan, da embann sklaer o dizemglev gant an Iliz.
Bep bloaz e vez enrollet tost da 250 000 badeziant e Frans. E-kerzh dibenn-sizhun Pask e oa raktreset 4251 anezho, hervez ar gelaouenn gristen La Croix. E Konk-Kerne, e breserezh Tri Martolod, ez eus bet c’hoariet un darvoud all a-hed an dibenn-sizhun : eil gouel Apostazik. War ar programm, chañs ebet da welet ar Werc’hez met peadra d’ar fideled d’ober un arsav kalon.
Programm an oferenn veur :
Taol divadeziñ stroll ha laouen, enepkloerel-arzel-feminist-punk. (…) Minmalañ a raimp ar skeudennoù hag an testennoù sakr, treuzfurmiñ a raimp ar vreserezh e iliz-veur ar punk hag ar sorserezh.
War zigarez fentigellat ha goapaat ez eo ur stourm a-enep da wask ar relijion. “Ar gouel kentañ a oa bet e Tremargad dek vloaz zo” a zispleg Lou, unan eus an aozourezed. “Gant ur strollad mignon·ez·ed hor boa bet c’hoant da aozañ ur gouel punk ha feminist war un dro evit stourm a-enep d’an Iliz, abalamour d’ar pezh a c’hoarveze tro-dro d’ar brezel en Iraq hag ar c’houlzad “Not in my name”. Ur spont eo gwelet pilpouserezh ha skizofreniezh an Iliz a-fet sekselezh.
60 lizher goulenn divadeziñ a oa bet kaset da eskopti Treger e 2009 hag an Eskob en doa embannet nebeut goude e oa chalet gant kresk an niver a c’houlennoù divadeziñ zoken.
Gant an holl droukskouerioù a vez klevet anv anezho er mare-mañ hon eus bet c’hoant da aozañ an darvoud-se en-dro. Ur gouel kengred eo ivez, gant merc’hed Arc’hantina a zo bet nac’het outo ar gwir da ziforc’hañ. N’eo ket ur gouel a-enep d’an dud na d’ar feizidi emezi c’hoazh, met a-enep d’an Iliz e-giz sistem politikel.”
Torfedoù digastiz
E-touez an divadezidi, tud difeiz, bet badezet hep o asant pa oant bugel, pe fideled ha fidelezed skoet gant anjustis an Iliz ha prest da zinac’hañ o feiz.
Film diwezhañ François Ozon, “Grâce à Dieu”, a laka ar gaoz war an anjustis-se just a-walc’h hag an “Afer Barbarin”. E-pad tregont vloaz he deus tavet an Iliz war torfedoù an Tad Preynat e Lyon p’en doa eñ anzavet bezañ abuzet degadoù a vugale. Titl ar film a zo tennet eus prezegenn ar C’hardinal Barbarin e 2016 hag e frazenn deuet da vezañ brudet : “An darn vrasañ eus ar fedoù, gras da Zoue, a zo re gozh evit bezañ barnet“.
Skouerius eo eus emzalc’h an Iliz war an holl aferioù-se, a glever komz diwar o fenn muioc’h-mui. Tamm-ha-tamm e sav an dud a-enep da “lezenn an tav” hag a-enep d’ar pennoù-bras a zo o fal gwareziñ an ensavadur kousto pe gousto. A-drugarez da stourm ar gevredigezh “La parole libérée“, da skouer, a zo bet krouet tro-dro d’an afer Barbarin, o deus kredet reuzidi* an Tad Preynat en em vodañ ha dougen klemm asambles.
Terriñ al liamm gant ar relijion
Gael a zo bet badezet hep e asant e-giz miliadoù a vugale pa oa bihan. E 2005 en deus divizet bezañ divadezet, pa oa tregont vloaz.
“Ne felle ket din bezañ kontet ken e-touez ar gatoliked. A-viskoazh on bet a-enep krenn mennozhioù kilstourm ha lazhfrankiz ar relijionoù dre-vras war sujedoù a-bouez. Steuñvoù ar genel* en arvar, diaesterioù da zoujañ d’ar gwir da ziforc’hañ abalamour da vezeien ha da strolladoù stourmerien gatolik, ar gwir da lakaat fin d’ar vuhez nac’het, an heñvelrevidi moustret, an niver spontus a veleien maboriat*, plas ar relijion en ospitalioù, hor c’hevredigezh revelour gant levezon an Iliz, pe c’hoazh spesadouriezh ar relijionoù… Kement a abegoù a ziskouez eo mallus-bras stourm a-enepto.
Familh ma mamm he deus gouzañvet kalz diwar pouez ar relijion a oa kreñv-tre el lec’h ma veve. An divadeziñ a oa ivez un doare da derriñ ul liamm graet hep ma asant ha diyac’h penn-da-benn. Lik hag enepkloerel on. Doujañs am eus ouzh kredennoù pep hini met a-enep da levezon ha perzh an Iliz er vuhez foran emaon.”
Evit Ewan avat eo disheñvel an traoù :
“Ne’m eus ket graet an divadeziñ, ha n’emaon ket e soñj en ober evit poent. N’eo ket talvoudus evidon. Me eo am boa divizet bezañ badezet pa oan 8 pe 9 vloaz, evit plijout da’m mamm-gozh dreist-holl, evit ar profoù, ha peogwir em boa ranket kuitaat ar skol bublik evit mont d’ar skol brevez (ne oa nemet div skol er vourc’h).
Un istor a zoujañs eo ivez evit ma faeron ha ma maeronez rak terriñ a rafe al liamm a zo etrezomp, ha pa ne gredfen ket e Doue.”
Un arouez hepken hervez tud zo, un arouez kreñv evit lod all
Ma tigresk splann an niver a vadeziantoù bep bloaz (s.o sifroù an Iliz Katolik) eo diaes c’hoazh gouzout pet goulenn divadeziñ a zo rak ar sifroù-se ne vezont ket brudet. En ur pennad e Le Monde e 2008 e oa bet embannet e vefe tro-dro da 1000 den bep bloaz o c’houlenn bezañ diverket eus marilhoù an Iliz. Gant kresk an niver a aferioù maboriat ha droukskouerioù a bep seurt e kresk ivez ar sifroù-se hep mar ebet. Peadra da nec’hiñ ar Vatikan ha da lakaat skoilhoù ouzh ar re o dije c’hoant dinac’hañ o badeziant.
Un arouez kreñv e oa evit Gael, met n’eo ket deuet a-benn aes. “Hervez an deologiezh, ne c’hell ket ar vadeziant bezañ diverket. Diaesterioù o deus bet tud zo, me en o zouez, evit kaout ur brouenn eus o divadeziant, ha nac’hañ a ra an ensavioù relijiel kelaouiñ war ar sujed. Sklaer eo ez eo ouzhpenn un arouez evito.”
War e vlog e tispleg Gael penaos en doa ranket mont betek kas tri lizher d’e berson ha d’e Eskopti hag unan all d’ar CNIL/KBSF (kengor broadel ar stlenneg hag ar frankizoù). Pemp miz evit resev ar baperenn ken gortozet, gant ar meneg “Badeziant dianzavet”. Tud all, da skouer, a zo bet nac’het outo ar gwir da zivadeziñ dre ma ne oa ket bet skrivet o lizher gant an dorn… Ha diaes e vefe lakaet an Iliz gant e fideled o redek kuit ?
Geriaoueg
Reuzidi : victime
Steuñvoù ar genel : planning familial
Maboriat : pédophile
Evit mont pelloc’h ganti :
Krouerien lizhiri enlinenn evit divadeziñ aes : Debaptisator, pe Apostasie pour tous.
- L’apostasie est une fête, VICE
- « Ça me fait plaisir de faire chier l’Église » : ces catholiques se sont fait débaptiser, SLATE
- « Je ne veux plus avoir affaire à eux » : ils se font débaptiser après le scandale Barbarin, L’OBS
- Je me suis fait débaptiser (et c’es bien plus compliqué que prévu), KONBINI
- « Religieuses abusées, l’autre scandale de l’Eglise », sevenet gant Marie-Pierre Raimbault hag Eric Quintin
Piv on-me ?
Mevena Guillouzic-Gouret
A orin eus Bro Naoned on, hag o chom e Brest. Dedennet on gant an dielloù, gwirioù ar merc’hed ha labourioù-dorn liesseurt e-mesk traoù all !