Goude bezañ chomet e-pad bloavezhioù bevennet e kornôg pellañ an departamant, emañ ar c’helenn divyezhek o vont war-raok adarre a bep tu d’ar vevenn yezh kozh en Aodoù-an-Arvor.
Betek 2013 e oa bevennet ar c’helenn divyezhek e lodenn gornôg Treger ha Kerne-Uhel dreist-holl, gant div skol e Goueloù ouzhpenn. A norzh da su an departamant, Plouha, Gwengamp/Pabu, Bulad ha Rostrenenn o deus merket betek 2013 bevenn ar c’helenn divyezhek, anezho ar c’humunioù reterañ ma oa posupl d’ar familhoù skoliata o bugale e brezhoneg.
Soñjomp mat penaos, a-hed an hent kreiz, tostik-tost da Garaez, e-pad ouzhpenn 30 vloaz eo chomet Rostrenenn ar gumun ziwezhañ ma oa posupl d’ar vugale deskiñ brezhoneg. Goude Rostrenenn ne oa mui skol ebet a-raok Roazhon ! E norzh, hag e-kreiz an departamant, Sant-Brieg a oa evel un enezenn distag eus al lusk hollek ivez.
Dale bras berniet gant Aodoù-an-Arvor
Evit gwir, kalz dale en deus berniet departamant Aodoù-an-Arvor e-pad bloavezhioù e-keñver departamantoù ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Meur ha meur a vloaz zo aet hebioù hep na vije digoret skolioù en departamant, pe re nebeut. C’hoazh hiziv ne sav an dregantad a vugale divyezhek er c’hentañ derez e departamant Aodoù-an-Arvor nemet da 3,7%, un tamm mat dindan ar Mor-Bihan 5,6% ha pelloc’h c’hoazh eus Penn-ar-Bed (7,7%).
Dregantadoù kalz re izel evit kaout spi da zerc’hel ar yezh en he flom en departamant em amzer-da-zont. Abaoe 2013 en deus poaniet an OPABi asambles gant ar familhoù dedennet hag an Deskadurezh-Stad evit astenn ar c’hinnig en departamant-mañ ivez, kement ha klask adtapout an dale-se tamm-ha-tamm.
Dilennidi rividik pe enep
En Aodoù-an-Arvor n’eo ket ral gwelet dilennidi, maered en o zouez, o stourm diguzh a-enep ma vefe digoret un hentad divyezhek pe ur skol Diwan en o c’humun. En ur ober kement-se e tibabont berzañ ouzh ar familhoù ar gwir da zibab an deskadurezh a fell dezho evit o bugale. Divizout a reont ivez war un dro kondaoniñ ar brezhoneg d’ar marv war o c’humun. Evel-se, kuzul-kêr Plougernevel e-kichen Rostrenenn, en deus divizet e 2017 nac’hañ kinnig an Deskadurezh-Stad da zigeriñ un hentad divyezhek er gumun.
N’o deus ket bet ar gwir ar familhoù da vezañ kelaouet neuze en desped d’ar pezh a lavar lezenn addiazezañ ar skol embannet d’an 9 a viz Gouere 2013 en he mellad 40 ” Les familles sont informées des différentes offres d’apprentissage des langues et cultures régionales“. Kement-se zo c’hoarvezet nevez zo c’hoazh, d’ar 1añ a viz Here e kumun Korle m’en deus divizet ar c’huzul-kêr dre ur vot ofisiel ne vefe ket kelaouet ar familhoù ha ne vefe ket kelennet ar brezhoneg er gumun.
En distro-skol-mañ c’hoazh maer Kawan a embanne er c’hazetennoù “e oa ret difenn ha kreñvaat an hentad unyezhek er gumun” (Télégramme, 7 a viz Gwengolo). En em c’houlenn a ra an den perak ? E-giz pa ne ouife ket galleg mat ar vugale divyezhek.
Bec’h gant Diwan
N’eo ket gwelloc’h ar jeu evit Diwan en departamant. Abaoe bloavezhioù emañ breskaet skol Diwan Louaneg gant emzalc’h ar c’huzul-kêr a glask laou e Diwan evit e di-skol. Paneve labour ar c’huzul-rannvro war an dachenn ha pennegezh an emsaverien e vije bet serret ar skol pell zo. Ar sizhun-mañ, mignoned kar-o-yezh ar skolioù Diwan o deus manifestet e-kerzh kuzul kumuniezh-kumunioù Gwengamp evit sevel a-enep ar c’humunioù a nac’h paeañ an treziad-skol (skoazell arc’hant evit ar vugale a zo skoliataet e Diwan en ur gumun all pa n’eus skol Diwan ebet war o zachenn).
Raktres Diwan Plerin en deus graet kazeg goude bloavezhioù klask ivez, nac’het ma oa bet meur a wech gant ar gumun feurmiñ ul lec’h da Ziwan. Ha kemend-all zo c’hoarvezet evit ar raktres skol er reter da Wengamp. E-pad bloavezhioù eo bet kaset-degaset ar familhoù etre Tregedel, Lannolon ha Goudelin betek lakaat anezho da skuizhañ ha da chom a-sav. Ur raktres skol Diwan all zo ganet bremañ e Landreger. Gwelet e vo dizale hag-eñ e vo digoroc’h dilennidi ar gêr-mañ.
Araokadennoù er bloavezhioù diwezhañ
Daoust pe zaoust, e-korf ar pevar bloaz diwezhañ ez eus bet digoret pemp skol e e Breizh-Izel (Mur, Larruen, Boulvriag, Plouvagor ha Ploueg). E Breizh-Uhel eo e Kintin hag e Plerin ez eus bet digoret hentadoù. Un eil skol bublik divyezhek zo bet digoret e Sant-Brieg ivez. E miz Gwengolo ez eus bet digoret daou hentad nevez c’hoazh (e Lannolon hag e Plouagad). Dont a-benn da dizhout da nebeutañ 5% a vugale divyezhek skoliataet en departamant er c’hentañ derez a c’hallfe bezañ ar pal kentañ da dizhout evit kaout un diazez kentañ a yezherien yaouank evit an dazont. Izeloc’h e vo diaes-bras d’ar yezh gallout padout en amzer.
Labour an OPAB evit astenn ar c’hinnig
Gant an araokadennoù-mañ ez eus bet gallet kinnig da galz muioc’h a familhoù an tu da skoliata o bugale e brezhoneg. Da familhoù a oa betek nevez tre zo o chom re bell eus ur skol divyezhek evit gallout soñjal en dra-se evit o bugale. Ha pa vefe pell ar rouedad skolioù da vezañ stank a-walc’h c’hoazh, dre vras, a norzh da su an departamant, ez eus bet gallet astenn ar c’hinnig etre ugent ha daou-ugent kilometr bennak war-zu ar reter e-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ, diouzh al lec’hioù (s.o. ar gartenn a-us). Takadoù a oa chomet o skolioù unyezhek-rik betek-henn a zo bet graet enno un tamm plas evit hor yezh bremañ neuze.
Raktresoù nevez war ar stern
Fiziañs a ranker magañ e kendalc’ho al lusk-mañ er bloavezhioù da zont met ret e vo dont a-benn da lakaat spered an dilennidi da emdreiñ. A-benn bloaz ez eus raktreset digeriñ div skol bublik all e Lambal ha Pledran er reter hag er su da Sant-Brieg. E Breizh-Izel eo e Ploubêr emeur da labourat evit digeriñ un hentad publik ivez, ma tro mat an traoù atav. E Lannuon eo tremen poent digeriñ hentadoù publik all ivez, ken pell zo n’eo ket aet ar c’hinnig war-raok er gêr-se.
i Ofis publik ar brezhoneg
Piv on-me ?
Fulup Jakez
Un arbennigour war ar politikerezh yezh on, bet e-touez skridaozerien ar geriadur hollvrezhonek kentañ. Rener Ofis Publik ar brezhoneg on.