Zimbabwe : Bev eo ar spered trevadenniñ e broioù ar c’hornôg c’hoazh

Aet eo d’an anaon unan eus pennoù arouezel istor modern Afrika, Robert Mugabe, d’ar 6 a viz Gwengolo 2019 e Singapour. E penn Zimbabwe e oa bet e-pad tost 40 vloaz, eus 1980 ma oa bet disklêriet emrenerezh ar vro e betek 2017 ma oa bet skarzhet gant an taol-Stad kaset da benn gant an arme. Evit kompren gwelloc’h pegen pouezus eo bet e berzh e ranker furchal e istor teñval trevadennerezh Afrika.

Ganet e oa bet Mugabe er vro anvet d’ar c’houlz-se Rodezia ar Su e 1924, a oa etre daouarn Impalaeriezh Breizh-Veur abaoe 1923. E 1965 ec’h embannas gouarnamant trevadennel Ian Smith un Disklêriadenn Dizalc’hiezh Untuek ha lakaat a reas e pleustr ur renad heñvel ouzh hini an apartheid e Suafrika ha Namibia.

Diazezet e oa bet ar vro nevez-se, deuet da vezañ anvet Rodezia hepmuiken adal ar poent-se, war pennaenn diforc’hidigezh ar gouennoù, ma rene 225.000 den gwenn war 5 milion a dud du. Nac’het e oa de facto ouzh ar re-se ar gwir da votiñ ha skarzhet e oant diouzh an douaroù gwellañ gant Lezenn Perc’henniezh an Douar.

Mugabe : Haroz ar stourm evit dieubiñ ar vro

E miz Gouere 1964, awenet gant ar Varksouriezh-Leninouriezh-Maoouriezh, sturiet ganti ar stourmoù evit an dieubidigezh vroadel d’ar mare-se koulz en Afrika hag e peurrest ar bed, e stagas Arme Afrikan evit Dieubidigezh Vroadel Zimbabwe (ZANLA) hag Arme Dispac’hel Pobl Zimbabwe (ZIPRA) gant ur brezel guerrilla a-enep d’ar renad gouennelour. Bac’het e oa bet Mugabe e-pad 10 vloaz goude bezañ bet o kemer perzh e manifestadegoù o tifenn ur stad emren gant dileuridi ar muianiver du ouzh he stern ha tamallet dezhañ neuze kabaliñ a-enep d’ar gouarnamant. Nac’het e oa bet outañ an aotre da guitaat an toull-bac’h evit interamant e vab 4 bloaz zoken. Ur wech dieubet e 1974 e tec’has da Vozambik, da neuze dindan renad ar FRELIMO abaoe he dizalc’hidigezh diouzh Portugal e 1975. Eno e savas Unaniezh Vroadel Afrikan Zimbabwe (ZANU. Diwezhatoc’h : ZANU-Talbenn Brogar).

Ur wech diskaret ar renad gouennelour, bet trec’het gant an Eil Chimurenga (‘Stourm Dispac’hel’) ha savet Republik Zimbabwe e lakaas Mugabe e pleustr ur politikerezh adreizh an douaroù, gantañ da bal addasparzhañ an douaroù en un doare reishoc’h etre bihanniver al labourerion-douar wenn ha muianiver ar boblañs du.

Setu perak e voe savet gant ar broioù trevadenngar hag impalaerour ha skignet gant o mediaoù sistemek an danevell a laka Mugabe da ziktatour skoemp hepmuiken : un euzhvil spontus a vefe anezhañ, freuzet gantañ, sañset, ekonomiezh ar vro bet anavezet evel ‘grignol Afrika’ gwechall (d.l.e. pa veze ar re wenn ouzh ar stern…).

Dres evel Winston Churchill, bet lakaet da haroz dinamm, tabou penn-da-benn er Rouantelezh-Unanet en desped d’e dorfedoù a-enep an denelezh, hag a damaller dezhañ, da skouer, da vezañ kiriek da lazhadeg etre 10.000 ha 20.00 a dud e-kerzh ar Gukurahundi (Killander ha Nyathi 2015), ne oa ket direbech Mugabe na pell alese. Disklêriet en doa, da skouer, ez ae an heñvelrevelezh, “degaset gant Europiz”, a-enep d’an talvoudoù afrikan. Hervezañ e oa gwashoc’h an heñvelrevidi·ezed “eget chas pe moc’h” (Mabvurira hag alii 2012). Ha padal, studioù zo a liamm fraezh an homofobiezh ensavadurel a gaver e meur a vro en Afrika hiziv ouzh legad an avielerezh hag an trevadennerezh europat.

Pilpouzerezh an nevez-drevadennourien

Met ne vez ket kalz kaoz eus seurt traoù e mediaoù ar c’hornôg. Gwell e kavont komz diwar-benn gwallerezhioù gwirioù mab-den Mugabe, en o zouez ar fed ma oa bet moustret, ha lazhet zoken, e enebourien bolitikel gantañ, evel, da skouer, al lazhadegoù gukurahundi er bloavezhioù 1980. Gwir eo kement-se. Ur vandennad pilpouzien eo ar galloudoù impalaerour avat : ne vern dezhe na tamm ebet e gwirionez gwirioù mab-den, rak kenderc’hel a ra ar Rouantelezh-Unanet, ar Stadoù-Unanet ha Frañs da werzhañ armoù d’o c’hevredad muiañ-karet, Arabia Saoudat, daoust ma ouzont ervat e vezont implijet evit lazhañ trevourien e Yemen.

Gant an drevadennerien europat e oa bet rediet pobloù an tirioù etre o c’hrabanoù da blegañ da gelennadurezh ar gristeniezh, ha koulskoude ez eo int-i ar re o deus ankounac’haet e rankont tennañ an treust diouzh o lagad o-unan a-raok klask ar blouzenn e lagad ar re all… Rak e-keit ha ma vez saotret laouen gante anvioù tud evel Mugabe e vez ankounac’haet gante war un dro displegañ en o skolioù an torfedoù bet kaset da benn e Rodezia hag e peurrest ar bed gant Impalaeriezh Breizh-Veur. Hag e Belgia pe c’hoazh e Frañs e vez desket d’an dud istor vil-spontus Stad Dieub Kongo pe ar jahinerezh kaset da benn gant an arme c’hall en Aljeria ?

Arabat enebiñ ouzh ar vistri wenn

Bezomp sklaer : ne oa ket Mugabe un ael anezhañ na pell alese. N’eo ket aze emañ an dalc’h. Ret eo en em c’houlenn perak e vez maget kement a gasoni outañ gant an tu-dehoù pellañ ha dreistelour a hunvre en ur Rodezia diwirion ma veved “kalz gwelloc’h gant Smith”. En o zouez Dylann Roof, ar paotr bet lazhet gantañ 9 den afroamerikan en un iliz er Stadoù-Unanet e 2015 hag a blije dezhañ gwiskañ arouezioù renad gouennelour Rodezia. Gantañ e oa bet embannet ur manifesto war ul lec’hienn anvet The Last Rhodesian.

Met n’eo ket dav mont da glask ken pell all. Pa vez saotret anv Mugabe gant ar mediaoù mainstream e ranker kompren e oa gwelloc’h an traoù pa oa ar re wenn ouzh ar stern, da lavaret eo e-pad ar renad bet kaset d’an traoñ gant Mugabe. Rak e gwirionez n’eo ar mediaoù sistemek nemet binvioù a dalvez da wareziñ interestoù ar re a vev c’hoazh diwar preizhadenn an eztrevadennoù, deuet da vezañ kevalaourien c’halloudus ha pinvidik abalamour da laerezh danvezioù naturel Afrika ha da skrapañ ha gwerzhañ sklaved, hep komz eus Azia hag an Amerikaoù.

Anat eo n’eo ket gant gwirioù mab-den eo ma vez chalet an impalaerourion mod nevez. Feuket-bras int kentoc’h gant dieubidigezh hag emveliegezh ar pobloù, diaes gante anzav o defe ar gwir hag e vefent gouest da zibab o dazont evite o-unan-penn.

________________

© Wikimedia commons

Evit mont pelloc’h ganti


Killander, M. ha and Nyathi, M. (2015) “Accountability for the Gukurahundi atrocities in Zimbabwe thirty years on: prospects and challenges”, The Comparative and International Law Journal of Southern Africa, 48:3. https://www.jstor.org/stable/26203994?seq=1#page_scan_tab_contents

Mabvurira, V. et alii (2012) “The ‘politics’ of sexual identities in Zimbabwe: A Social Work perspective?”, International Journal of Humanities and Social Science, 2: 13. https://www.ijhssnet.com/journals/Vol_2_No_13_July_2012/24.pdf

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like