Kinnig a ran deoc’h ur rekipe Cookies choko ! Ur rekipe a blijo d’ar re vihan kement ha d’ar re vras !
Penaos fardañ Cookies choko ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !
Aozennoù :
- 85 gr amann blotaet
- 85 gr sukr
- 1 sac’hadig sukr vanilhet
- 1 vi
- 130 gr bleud
- 20 gr poultr kakao
- 1 loaiad vihan holen
- 1 loaiad vihan goell kimiek
- 200 gr malzennoù chokolad
- 125 gr kraoñ-kelvez*
* N’oc’h ket rediet da lakaat kraoñ-kelvez, gallout a rit ober hepto pe mod-all lakaat kraoñ pe kraoñ-dimezell pe c’hoazh kraoñ-pekan en o lec’h.
Prientiñ :
En ur volenn, lakait an amann meret gant ur spanell, ar sukr, hag ar vi.
Meskit pep tra.
Goude-se ouzhpennit ar bleud, ar poultr kakao, an holen, ar goell kimiek, ar malzennoù chokolad hag ar c’hraoñ-kelvez.
Meskit gant ho taouarn betek kaout toaz.
Da echuiñ, kemerit un tamm toaz ha grit bouloùigoù gant ho taouarn.
Lakait er forn da 180°C e-pad 15 munutenn.
Adkavit holl Rekipeoù Klervi all o klikañ amañ !