Ne ouezit ket petra fardañ d’ho pugale evit merenn-vihan ? Na rit ket biloù ! Kinnig a ra Klervi deoc’h ur rekipe a blijo d’ar re vras ha d’ar re vihan !
Penaos fardañ yod per-avaloù ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.
Aozennoù :
(evit ur podad, 400 gr)
- 4 ferenn
- 2 aval
- 1 loaiad vras sukr korz
- 1/2 werennad dour
- kanell
Prientiñ :
Dibluskit an daou aval hag ar peder ferenn.
Goude bezañ diblusket ar frouezh, troc’hit a-dammoù an avaloù hag ar per.
Lakait ar per hag an avaloù er gastelodenn.
Ouzhpennit ar sukr korz, an dour, hag ar c’hanell.
Meskit pep tra.
Goloit ha laoskit da boazhañ, e-pad 20 munutenn war an tan bihan.
Meskit ur wech an amzer.
Frikit ar frouezh evit ober yod gant ar frikerez.
Prest eo ! N’eus ken nemet mirout ar yod en ur pod.
Gallout a rit debriñ ar yod tomm pe yen.
Kalon digor !