Daou vloaz zo e oa bet distrujet al lastez-kêr a oa e Calais diwar urzh ar gouarnamant. Betek 10 000 a zivroidi a oa o chom ennañ. Ne vez ket graet anv eus ar pezh a c’hoarvez er mediaoù bras ken. Koulskoude ez eus war dro 400 a dud o vevañ c’hoazh war maezioù Calais. Ha tud zo a gendalc’h da sikour anezho bemdez, Bretoned en o zouez.
O vevañ dre guzh emañ an divroidi tro-dro da Galais. Staliet ez eus bet kampoù bihan ganto e lec’hioù zo, gwech en ur c’hoad, gwech all en ur prad. Lod o deus teltennoù, lod all a sav doare lochoù gant tammoù koad ha plastik, lod all c’hoazh a glask diskuizhañ en o seier-kousket ledet war al leur. N’eo ket a-walc’h evit ar Stad avat, homañ a glask bepred lakaat gwask warno.
N’eo ket an divroidi evit chom pell er memes lec’h. « Div pe deir gwech bemdez ez a ar boliserien da zistrujañ kampoù. Rediañ a reont an divroidi da vont pelloc’h, kant metrad nemetken a-wechoù. Laerezh a reont o aferioù diganto alies, o dilhad, o zeltennoù, o seier-kousket pe o c’holc’hedoù. Harellat an dud eo ar pal… » eme François Gwennog, unan eus ar re o deus savet ar gevredigezh “L’auberge des migrants”.
Feulster ar polis
Alies e wel an dud a-youl vat divroidi bet gloazet gant ar polis. Implijet e vez ganto gaz pebr, da skouer, a-enep bugale pe tud deuet, pa vezont o kousket a-wechoù. Bannañ a reont gaz war aferioù an dud ivez, seier-kousket, dilhad hag all. Diskouez a ra un teuliad-enklask, savet gant Human Right Watch (HRW) warlene, feulster ar polis a-enep an divroidi e Calais : « Implijet e vez gaz gant ar boliserien tost bemnoz, eme Nebay T., ur paotr eus Eritrea, 17 vloaz anezhañ. Dont a reont pa vezomp kousket hag e strinkont gaz war hon dremmoù, en hon daoulagad ». Dipitet-bras eo Yeakob S. ivez, ur paotr eus Etiopa en doa respontet da HRW : « N’eus neblec’h evit kousket abaoe m’eo bet distrujet ar c’hamp bras e 2016. Bevañ a reomp en ifern ».
En em gavout a ra tud nevez bemdez
Koulskoude en em gav ouzhpenn 10 den nevez bemdez e Calais er mare-mañ, hervez ar c’hevredigezhioù. « Lod eus an divroidi a zo amañ o deus klasket kaout paperioù digant ar Stad met nac’het eo bet dezho. N’o deus ket ar gwir da chom er vro ken neuze, hervez al lezenn. Lod all o deus aon da vezañ kaset d’ur vro all en Europa abalamour da reolenn Dulenn » a zispleg Gael Manzi, ur paotr eus an Oriant, o labourat gant ar gevredigezh vreizhat Utopia 56 e hanternoz bro-C’hall abaoe 2016.
Ma’z eus bet enrollet un den en ur vro eus Unaniezh Europa, oc’h erruout e Europa, e c’hell ur Stad all kas en-dro an divroad d’ar vro-se. N’eus ket tu d’unan bennak bet harpet gant ar boliserien en ur vro klask kaout paperioù en ur vro all neuze. « Muioc’h-muiañ a dud n’o deus ket c’hoant da c’houlenn paperioù digant ar Stad-C’hall peogwir o deus aon rak reolenn Dulenn. Ha pa vefent gallegerien, ar pezh ne c’hoarveze ket alies a-raok » hervez François Gwennog, eus L’auberge des migrants.
Ne fell ket d’ar Stad kaout un diskoulm padus …
Kinnig a ra ar Stad d’an enbroidi mont kuit eus Calais o kemer ur c’harr boutin ha mont d’ur greizenn evit klask kaout paperioù e lec’h all e Frañs. Loc’hañ a ra unan, ingal bep mintin da 11 eur, eus un takad embregerezhioù e lec’h m’emañ staliet kalzik a gampoù bihan tro-dro. Met n’eus ket kalz tud o vont gant an diskoulm mañ.
« Bez’ emañ ar re n’int ket evit goulenn paperioù amañ ken. Ha divroidi a zo e Calais ivez hag o deus tud kar dezho e Bro-Saoz ; se zo kaoz e fell dezho mont di nemetken. Tu zo tremen kuzhet en ur c’harr-samm c’hoazh daoust ma vez poliserien e pep lec’h er porzh. Lod a ya da borzhioù all. Ker-ruz eo forzh penaos, ret eo paeañ miliadoù a euroioù d’an dreizherien » eme Gael Manzi.
… koulskoude ez a divroidi da Galais abaoe 20 vloaz
Pal ar gouarnamant gall, ha ministr an diabarzh, Gérard Collomb, eo skarzhañ an divroidi er-maez eus korn bro Calais. Ha bec’h da wirioù mab-den. Gant an hevelep tro spered emañ Nathalie Bouchart, itron vaerez Calais. Berzet e oa bet d’ar c’hevredigezhioù gant an Ti-kêr reiñ boued ha dour d’an dud warlene, da skouer. Nullet e oa bet an diviz-se gant lez-varn velestradurel Lille a-benn ar fin. Met ne oa ket bet embannet ganti e oa ezhomm digeriñ ur greizenn gousket.
E Calais e weler an aod tramor pa vez brav an amzer. N’eo ket ar pennadurezhioù evit herzel hent an dud o deus graet miliadoù a gilometradoù evit en em gavout betek eno hag a fell dezho mont d’ar Rouantelezh-Unanet. Dont a ra divroidi da Galais abaoe ugent vloaz, ar re gentañ a zeue eus Kosovo abalamour d’ar brezel e 1998. Ha n’eo ket un diskoulm padus lakaat start buhez an dud, derc’hel a raint da zont forzh penaos.
Ezhomm sikour
O klask tud a-youl vat emañ ar c’hevredigezhioù atav. Ezhommoù zo a-hed ar bloaz, muioc’h c’hoazh e-kerzh an diskar-amzer hag er goañv. « Gallout a ra an dud dont un devezh pe zaou, ur sizhun, pe ur miz bennak c’hoazh. Ha mankout a ra deomp kalz traoù, dilhad, teltennoù ha seier-kousket peogwir e vez laeret anezhe digant an dud gant ar polis » a lavar ingal Gael Manzi ha François Gwennog.
War-dro 800 a dud a zo o vevañ ar memes buhez e Grande-Synthe ivez, e-kichen Dukark, e lec’h ma oa ur c’hamp a-raok. Bevañ a reont war ar maez ivez, ha sevel a ra an hevelep kudennoù gant ar polis. Aze ivez n’ez a ket en-dro politikerezh ar gouarnamant. Dav eo kavout un diskoulm evit degemer an dud en ur zoujañ da wirioù Mab-den.