D’ar 27 a viz Mezheven 2021 e vo eil tro an dilennadegoù rannvro ha departamant. Gant 5 listennad war ar renk e rannvro Breizh ha 4 listennad e Broioù al Liger eo niverus ar c’hinnigoù.
Goude afer al Lezenn Molag war ar yezhoù tiriadel bet votet e miz Mae ha diviz ar c’huzul bonreizhel da lakaat ar soubidigezh hag an Ñ e-maez lezenn e oa bet aozet ur vanifestadeg vras e Gwengamp da-geñver degouezh ar Redadeg e kêr. Un doare evit an 10 000 a dud pe muioc’h a oa eno da ziskouez pegen pouezus eo kemer divizoù buan ha kreñv evit dazont ar brezhoneg. Just a-walc’h, ar rannvro a zo gouest da gas politikerezhioù troet war ar yezhoù ha harpañ ar c’hevredigezhioù en o goulennoù, pe get. Ha cheñchamant a zegaso an dilennadeg ?
En em gavet eo Loïg Chesnais-Girard (PS), e penn en dro gentañ gant 20,95 % eus ar mouezhioù. Klask a ra bezañ addilennet evit kenderc’hel da sturiañ ar rannvro hep ober emglev ebet gant e eneberien bennañ. Thierry Burlot (LREM), 15,53 % en dro gentañ, a oa ivez er strollad a oa bet dilennet gant Jean-Yves an Drian en dilennadeg tremenet (ezel eus ar PS e oa c’hoazh da neuze). Met n’eus bet emglev ebet etrezo etre an div dro, daoust da ginnig Thierry Burlot peogwir e klask LREM, strollad Macron, tapout lec’h hengounel ar PS e Breizh ha gwiskañ o botoù. Emglev ebet kennebeut gant Claire Desmares-Poirrier 14,84 %. (EELV-UDB) ha listenn Chesnais-Girard. Isabelle ar C’hallenneg (LR) he doa tapet-hi 16,27 % eus ar mouezhioù en dro gentañ, ha Gilles Pennelle (RN), 14,27 %. Kavet en deus mat Loïg Chesnais-Girard kendeuziñ gant listenn Daniel Cueff, bet rastellet 6.52% ganti. O vont gant Chesnais-Girard hemañ a zo distro war an holl bromesaoù bet graet gantañ e-pad ar c’houlzad-kabaliñ koulz d’ar voterien ha d’an dud a oa aet a-du gantañ. Kement-se zo bet penn-kaoz d’ar pep brasañ eus e genlistennerien·ezed da stlakal an nor war e fri bremañ m’eo deuet anat d’an holl ne oa bet savet al listenn-se nemet evit mirout ouzh listenn an ekologourien-UDB d’en em gavout da gentañ en dro gentañ.
E Broioù al Liger eo en em gavet ar brezidantez rannvro Christelle Morançais (LR) e penn en dro gentañ gant 34,30 %. D’he heul ez eus ul listenn eus an tu kleiz kaset gant Matthieu Orphelin (EELV-LFI, 18,70 %), he deus kendeuzet gant listenn PS Guillaume Garot (16,32 %). Hervé Juvin, evit en RN, en deus tapet 12,54 % eus ar mouezhioù, ha François de Rugy (LREM) harpet gant ar gouarnamant zo kouezhet e veud en e zorn gant 11,97 % hepken.
Ur sell war ar programmoù
Ur c’houlzad kabaliñ berr a zo bet, ar pezh n’en deus ket miret ouzh pep danvez-dilennad·ez da gaout lec’h da zisplegañ c’hoantoù h·e listenn e-kerzh divizoù war skinoù ar radioioù hag er skinwel (war Brezhoweb, FR3, TVR ha Tebeo) o deus lakaet ar gaoz war o frogrammoù.
Savet ez eus bet ur c’houlennaoueg gant ar c’henstroll “Rouedad ar Brezhoneg” ivez, kensinet gant ar pep brasañ eus ar c’hevredigezhioù brezhonek. Roet ez eus bet bep a notenn d’al listennoù ha livioù (gwer, orañjez, ruz) diouzh o respontoù. Dielfennadenn an disoc’hoù a c’haller kavout war o lec’hienn. Hervez an disoc’hoù eo listenn Dazont Breizh (UDB-EELV) a gasfe ar muiañ ar brezhoneg war-raok.
Gant listennadoù zo eo peuzdister plas ar brezhoneg, evel gant an tu dehoù pellañ gall.
Lod all o deus ur programm resis gant ur c’hoant diorren plas ar yezh ha heuliañ goulennoù “Mignoned ar brezhoneg”, en o zouez : mirout ur vesprezidantelezh evit ar politikerezh yezh, daougementiñ ar budjed gouestlet d’ar brezhoneg, lakaat ar c’hehentiñ da vezañ divyezhek, diorren ar stummañ d’an oadourien, harpañ krouidigezh mediaoù publik ha, dreist-holl, marc’hata un emglev gant ar Stad evit kas war-raok ar c’helenn divyezhek a-benn ar fin.
Berr-ha-berr, Isabelle ar C’hallenneg (LR) a zo evit ober traoù diouzh barregezhioù ar rannvro : arc’hantaouiñ ha difenn plas ar yezhoù met hep lakaat ar brezhoneg da vezañ par d’ar galleg er c’hehentiñ, da skouer. Gant Claire Desmares-Poirrier e fell da EELV-UDB ledanaat implij ar yezh ha lakaat implij ar yezhoù da vezañ un dezverk rekis evit ar raktresoù arc’hantaouet gant ar rannvro. Loïg Chesnais-Girard (PS-PCF) a embann reiñ ar gwir da bep Breton.ez da zeskiñ brezhoneg, hep resisaat nemeur penaos, ha ledanaat tachennoù implij ar yezh ; Daniel Cueff a ginnige ur “Steuñv Marshall” evit ar yezhoù, gant ar soñj labourat evit ar yezh war pep tachenn evit kaout disoc’hoù buan-tre o vont war-raok dre un doare all. Thierry Burlot (LREM) a fell dezhañ krouiñ ur servij publik evit aozañ politikerezh ar brezhoneg e-kerzh ar respetad.
Alies ec’h embann an danvez-dileuridi bezañ a-du da ziorren plas ar yezh ha da gas da benn politikerezhioù yezh o kreskiñ ar budjedoù gouestlet, met preder a zo ivez war an doare d’ober e-keñver ar Stad. E gwirionez, ha pa vefe ar yezh ur varregezh stag ouzh ar rannvro e chom ar pep brasañ eus amzer-da-zont ar brezhoneg etre daouarn ar Stad (mediaoù, deskadurezh…). Ret e vo d’ar Rannvro labourat gant ar Stad evit sinañ un emglev Stad-rannvro nevez a zifenno da vat c’hoantoù ar Vretoned hag ar Bretonezed evel m’eo deuet a-benn Euskariz ha Korsiz d’ober er bloavezhioù paseet.
Evit ar pezh e sell ouzh an adunanidigezh e Broioù al Liger, en deus disklêriet Matthieu Orphelin (EELV-LFI-PS) bezañ a-du gant ur referendom e Liger-Atlantel, gant ma vefe goulennet o ali digant keodedourien ha keodedourezed ar rannvro a-bezh. François De Rugy a ginnig kas ur c’houlennaoueg da annezidi hag annezadezed pep departamant ar Rannvro, ha komz gant ar rannvro all hervez an disoc’hoù evit ober ur c’hinnig d’ar gouarnamant. Ne fell ket da Christelle Morançais klevout anv eus an adunaniñ na da Hervé Juvin kennebeut.
Barregezhioù ar rannvro
Ar rannvro a zo e penn divizoù a sell ouzh he ziriad (liseoù, hentoù, treuzdougen boutin, ekonomiezh…) met ivez an endro, ar sevenadur, an touristerezh hag al lojeiz. Ur budjed 1,66 miliard a euroioù a zo bet votet ganti e 2021, da skouer.
Hervez ar sontadeg graet gant IPSOS e miz Mezheven ez eus temoù pouezus evit ar Vretoned hag ar Bretonezed da geñver an dilennadeg-mañ, an 10 pennañ o vezañ : an endro, ar felliezh, ar galloud beveziñ, an dilabour, an enbroañ, ar sistem yec’hed, an digevatalder sokial, ar c’hleñved-red Kovid-19, live an tailhoù hag al lojeiz (e oa ket goulennoù diwar-benn ar yezh).
An dilennadeg diwezhañ a oa e 2015, ha dalc’het e vez bep 6 vloaz.