Evit an eil bloavezh diouzh renk e oa bet aozet Kendalc’h ar studierien ha studierezed keltiek e Dulenn. E-doug an tri devezh prezegennoù ez eus bet tro da ober anaoudegezh gant enklaskoù kaset er bed a-bezh.
« Echu eo Kendalc’h ar studierien geltiek, unan eus an dibennoù-sizhun plijusañ am eus bet bevet abaoe bloavezhioù. Digredus eo pegen amiapl, pegen dedennus ha barrek eo kumuniezh ar studierien geltiek ! » eme Stiofán Ó Briain, pennaozer an darvoud. Warlene e oa bet ret kas an darvoud a-bezh dre bellwelerezh met er bloaz-mañ ez eus bet divizet ober hanter-hanter. An hanter a-bell hag an hanter all war al lec’h er skol-veur.
Skañvoc’h eo ar reolennoù a-enep ar c’hleñved-red eta. E plas chom azezet a-dreñv ur skramm urzhiataer e oa posupl pignat betek trede estaj kevrenn geltiek an University City Dublin evit kemer perzh e Kendalc’h ar studierien ha studierezed keltiek. Eno, maskloù, taolioù goullo ha moged an tasadoù te a oa strewet gant avel ar prinistri digor evit doujañ d’ar reolennoù yec’hedel.
Danvezioù studi war ar bed a-vremañ
Etre an 22, 23 ha 24 a viz Here e oa bet klevet 46 prezegenn en holl. Sujedoù a bep seurt zo bet kinniget gant studierien eus Iwerzhon, Breizh, Bro-Skos, Kembre ha Bro Gerne-Veur evel-just, met ivez eus Zeland-Nevez, Aostralia, Bro-C’hall, Bro-Saoz pe c’hoazh eus ar Stadoù-Unanet. 20 munutenn a oa gant pep hini evit reiñ un tañva eus h·e labour. Liammet stank e oa an danvezioù enklask gant hor bed a-vremañ ha tro zo bet da glevet un toullad unangomzoù diwar-benn plas ar merc’hed e red an Istor.
Gallout a reer menegiñ ar gentel glok ha fonnus a oa bet kinniget diwar-benn ar skolveuriadez Máirín Ní Mhuiríosa gant ar gelennerez Regina Uí Chollatáin, pe studi Veronika Todorova war « The role of Gaelic women in politics building up to and after 1607 ». Ur sell war titl labour Severine Munro, eus skol-veur Bangor e Bro-Gembre, a roe sklaer danvez he freder ivez : « ‘Ny wnn i amgen no’m bot’: a queer feminist reading of Math uab Mathonwy ». Ur munud talvoudus da verzout ervat : skrivet e oa e-kichen anv darn eus ar berzhidi ar mod da vont e darempred ganto : sí/í | she/her | hi/he da skouer.
An tOllamh Regina Uí Chollatáin ag tabhairt na dara haoi-chainte mar chuid de #CelticStudents2021 ar Mháirín Ní Mhuiríosa agus scolárthacht na mban sa Ghaeilge.
Professor Regina Uí Chollatáin presenting our second keynote lecture on Máirín Ní Mhuiríosa. ☘️ pic.twitter.com/Gykk277kMy
— Stiofán Ó Briain (@Stiofan_OB) October 23, 2021
Savet ez eus bet kalzik a c’houlennoù war ar vroadelouriezh ha war an interest evit ar bed keltiek a-benn en em zidouellañ eus un toullad raksoñjoù. Studiet eo bet ar mod ma kaozeer eus ar Gelted e mirdioù Europa gant Anna Stein, eus Kevrenn Geltiek Vienna, ha, siwazh un toullad sotonioù a zo da lenn enno hervezi. Peadra a oa da vagañ soñjoù gant boued spered prezegenn Adam Dahmer ivez. Hennezh zo un Amerikan eus Kentucky, ha displeget en deus splann ar rag hag ar perag eus dedenn an dud evit ar gouezeleg eno. E-pad e brezegenn « Gaelic in Kentucky : Revival of Heritage or Revision of History ? » en doa dielfennet al luskad-se gant fent titouroù e-leizh, ha deoc’h da c’houzout, n’eo ket tre-ha-tre peogwir ez eus bet pell zo enbroidi o kaozeal gouezeleg eo desachet an dud gant ar yezh hiziv.
Studioù « klaseloc’h », ma c’heller lavaret er mod-se, a zo bet klevet ivez. Hogen, ne oa ket dizudi tamm ebet, er c’hontroll ! Gallout a reer ober anv eus labour Nina Cnockaert-Guillou, da skouer. Sklêrijennet en deus dre ar munud implij al livioù en dornskridoù kozh evit kompren peseurt implij a oa anezho. Ne oa ket evit bravaat al levrioù hepken, met evit reiñ lusk d’an destenn, ha reiñ da gompren d’al lennerien piv a oa o kaozeal, da skouer.
@UCDScoilGLCB is hosting the hybrid @CelticStudents conference today. There are 90+ students of Celtic Studies & languages attending from all over the world. We are live both online & on campus @ucddublin & the conference is taking place in 5 languages with live interpretation 🏆 pic.twitter.com/IQuBhvaFXW
— Eoin Mc Evoy (@EoMcEv) October 22, 2021
Dav eo menegiñ ez eus bet kinniget div brezegenn e brezhoneg ivez. Unan anezho a oa diwar-benn prederouriezh Fañch Kerrain. Clément Guillanton a oa er gêr dirak e urzhiater, ha Sten Charbonneau a droe e gomzoù e saozneg, war-eeun, dre ar poellad Zoom. Un doare a zere evit ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed da heuliañ e gomzoù en hor yezh hep tremen dre hanterouriezh ar saozneg. Ha, war ar memes tro da reiñ da glevet anezhi, a-nebeudoù, d’an 90 studier.ez a oa o kemer perzh en darvoud studi.
Skoulmañ darempredoù etrebroadel
Evit ar re chañsus a-walc’h da vezañ bet e Dulenn da-geñver an dibenn-sizhun-mañ e oa bet posupl mont da chopinata en un davarn iwerzhonek hanter guzhet e kav ur savadur eus kreiz-kêr. Pell eus ar skrammoù hag eus ar salioù-klas eo difoupet prim kaozeadennoù a bep seurt. Un doare gaeltacht* bihan eo Club Chonradh na Gaeilge. Neb a zeu amañ a gomz iwerzhoneg. Kozh pe yaouank, tout an dud (estregedon !) a yae war-eeun en iwerzhoneg ha ral a wech e oa bet klevet saozneg tro-dro deomp.
A-benn bloaz e vo aozet ar c’hendalc’h e Glasgow (Skos) pe en Utrecht (Izelvroioù). Keloù a vo da gaout er sizhunioù da zont. Da c’hortoz e c’haller mont war lec’hienn internet kevredigezh ar studierien geltiek evit selaou podkastoù enrollet gant pep studier.ez o tisplegañ danvez ha disoc’h h·e labour.
* Ur gaeltacht zo un takad en Iwerzhon m’emañ an iwerzhoneg ar yezh voutin etre an dud. An darn vrasañ eus ar panelloù a zo unyezhek, hep saozneg warno, da skouer.