Twitter pe krampouezh ?

Skol gatalaneg Jordi Pere Cerda e Sallagossa he doa kavet e miz Even 2018  35000 euro dindan 3 devezh en ur implij doareoù kehentiñ a-vremañ. Ur gentelig evit ar Vretoned kar-o-yezh ?

Kement a gentelioù a c’heller tennañ digant Katalonia er mare-mañ ne ouzer ket ken eus petra komz da gentañ. Dibenn an emrenerezh, penn-kentañ o Republik, ar brizonidi, an harluidi, an touristerezh, an emsav evit o yezh ?

Dibabet em eus lakaat ar gaoz war ur gumun vihan pe kentoc’h ur skol vihan, gant 47 bugel enni skoliataet dre soubidigezh e katalaneg. Ur skol stag ouzh rouedad ar « Bresolaoù » an hini eo, skolioù hag a zo mui-pe-vui par d’ar skolioù Diwan e hanternoz Katalonia (Stad Frañs).

 Skeudenn bugale ar skol he deus servijet d’ober logo ar c’houlzad

Nerzh Twitter

Ouzhpenn-se emañ al lodenn-se eus Katalonia perzh eus an departamant gall anvet « Pireneoù ar reter» beuzet en ur rannvro anvet « Occitanie » hag a nac’h ober meneg eus Katalonia en hec’h anv ofisiel.
Daoust din bezañ bet e Katalonia meur a wezh n’em boa ket klevet anv nag eus ar skol nag eus ar bourk. Penaos neuze e oa deuet o anvioù betek ennon ?

Dre ar rouedad sokial Twitter en ur lenn ur galv bet skignet gant skol Jordi Pere Cerda e miz Mezheven, kar en arvar bras e oa ar skolig d’an ampoent.

Evel ar skolioù Diwan e rank kerent ar skol aozañ darvoudoù, reiñ arc’hant. Un nebeud yalc’hadoù a dap ivez ar skol digant an departamant hag ar rannvro ha 35 000 euro bep bloaz roet gant ar Generalitat de Catalunya, da lavarout eo kumuniezh emren Katalonia dindan beli Stad-Spagn.

Da gastizañ an holl Gatalaniz goude o disklêriadur dizalc’hiezh, en doa gouarnamant Spagn lakaet un termen da emrenerezh ar Generalitat, a-drugarez da vellad 155 bonreizh ar rouantelezh a ro an tu da Vadrid da verañ war-eeun an traoù a oa pobl Katalonia mestr warno abaoe penn-kentañ an emrenerezh. En o zouez budjed Katalonia… hag an aotre da reiñ o arc’hant da ziorren o yezh dre yalc’hadoù da skolioù hanternoz o bro da skouer ! Setu en em gavet e oa Skol Jordi Pere Cerda gant un toull bras en he budjed !

Evit kavout an 35 000 euro a vanke, ar skolaerien ha kerent ar skol gollet er menezioù o doa dibabet da chom hep goulenn yalc’hadoù dreistordinal digant an ensavadurioù all. N’o doa ket kennebeut aozet ur gouel bras na fardet krampouezh a-hed an hañvezh.

Ur video ha mat pell zo

Ha setu-int da dapout ur c’hamera, frammet ur film ha skignet ar galv da reiñ arc’hant dre dwitter, ha n’eus ket kement se a goumananterien d’o c’hont Twitter, a-boan 400. Krouet o doa un hashtag, ur ger alc’hwez : « #SalvemLaJordi » da lavarout eo « savetomp ar Jordi ». Un tweet adskignet gant un nebeud arzourien eus ar vro, en o mesk Luis Llach ar c’haner brudet evit e ganaouennoù enep diktatouriezh Franco a-gevret gant an daveoù bank da dreuzvankañ arc’hant.

3555 den o doa graet kemend-all en ur adskignañ ar galv war ar rouedad sokial-se, hep kontañ ar re o doa implijet Facebook hag Instagram. N’eo ket an holl o doa roet sammadoù bras. Kalz a bennadoù gouestlet da c’halv skol Sallagossa a oa bet er mediaoù katalaneg ivez.

https://twitter.com/escolajordipere/status/1003536281996070912

Ar 35 000 euro a oa bet rastellet dindan 3 devezh gant donezonoù hepken. Pet krampouezhenn hon dije ranket fardañ, gwerzhañ ha debriñ a-benn rastellat ar memes sammad e Breizh ?

Evel-just ez eo kentoc’h tud eus kreisteiz Katalonia o doa roet. Etre tout zo tost da 10 milion a dud a ra gant ur parlant katalanek. Ha 73% eus ar 7,5 milion a dud zo o chom er Generalitat a oar ar yezh. Met paouroc’h eo Katalaniz eget Breizhiz. Tost da 20% anezho zo dilabour, ur feur uheloc’h c’hoazh e-mesk ar re yaouank a chom d’ober annez e ti o zud alies mat en tu all da 30 vloaz pa ne rankont ket mont d’an harlu da glask labour. Ar gopr izelañ hervez lezenn zo dindan 850 euro ar miz.

Tapout harp war ar rouedadoù sokial

Katalaniz o deus komprenet pell zo peseurt mad a c’hellont tennañ eus egor frankiz ar rouedadoù sokial ha prim e vezont o respont da c’houlennoù ha koulzadoù evel hini skol Jordi Pere Cerda, kentoc’h evit goulenn digant ar Stadoù reiñ arc’hant e klaskont an diskoulm kenetrezo. Se zo unan eus perzhioù ur gevredigezh vev a garfe mont pelloc’h war-du an emverañ.

Soñjet em eus alies e koulzad skol Jordi Pere Cerda e-pad an hañv o welet kerent Diwan o kabaliñ dindan ar ger-stur « Justis evit Diwan ». Un nebeud-tre a skolioù Diwan o deus ur gont Twitter, kalz a zalc’h da fardañ krampouezh pe da aozañ predoù « Kig-ha-Farz »…

Soñjal a ra din eo diamzeriet doareoù kehentiñ ar c’hevredigezhioù brezhonek, evel o azgoulennoù savet ouzh ar Stad-C’hall, koulz hag o c’houlzadoù arc’hantaouiñ.

Ar pezh a vank d’ar Vretoned n’eo nemet un tamm emskiant stroll, an emskiant broadel a vez graet eus se a gav din.
Pa vo bet komprenet kement-se e c’hellimp arc’hantaouiñ hor skolioù, raktresoù entanus evel hini Radio Naoned pe Dispak ha kalz traoù all… Ha kement-se na viro ket ouzhimp da zebriñ krampouezh mat met ket ken alies marteze.
Evel-just tud zo a gavo dalc’hmat digarezioù evit chom hep reiñ arc’hant dre ar genrouedad hag a gavo gwelloc’h mont d’ober kilometradoù ha da zispign dour-tan da vont d’ur fest-noz skoazell e penn all ar vro pe da baeañ 10 euro evit ur pakad sigaretennoù…

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like