Un dizoloadenn arkeologel dreistordinal a zo bet kinniget dirak ar mediaoù d’al Lun 12 a viz Du 2022 en Aranguren (Nafarroa). Er gêr-mañ, war menez Irulegi, e oa bet kavet un dorn arem gant skipailh enklask ar gevredigezh skiantoù Aranzadi e miz Even 2021. Eus ar c’hantved kentañ a-raok J.K. eo ha warnañ ez eus 5 ger e baskoneg, yezh Nafarroa en henamzer. Ar ger kentañ, sorioneku, zo sklaer e ster en euskareg a-vremañ c’hoazh. Betek-henn eo ar c’hoshañ ha hirañ testenn kavet er yezh-se.
Kameraoù, flashoù ar binviji-fotoioù, birvilh en emvod-kelaouiñ dalc’het e Palez Gongora. Goude mizvezhioù labour e c’hell ar gevredigezh Aranzadi ha gouarnamant Nafarroa diskouez d’ar mediaoù an dorn, a vez graet dorn Irulegi anezhañ, ha displegañ e gavadenn. Deuet e oa ivez an enklaskerien skol-veur Joaquín Gorrochategui ha Javier Velaza da gomz eus ar skrid a gaver war an dorn. Baskoneg eo, skrivet e-tro 2100 vloaz zo gant ar sistem grafek iberek met azasaet ouzh ar yezh-se. Sklaer eo ar ger kentañ, sorioneku, zorioneko en euskareg modern, “a chañs vat” e brezhoneg.
Ur gêr eus oadvezh an houarn e troad ar c’hastell eus ar Grennamzer.
War-lein menez Irulegi emañ ar c’hastell gant ar memes anv. Kreñvaet e oa bet er XVvet kantved evit difenn rouantelezh Nafarroa. Etre 2007 ha 2017 e oa bet ar gevredigezh Aranzadi o labourat warnañ. Ar sontadurioù graet da neuze o doa diskouezet e oa bet ur gêr war ar menez adalek ar XV-IXvet kantved a-raok J.K. betek ar Iañ kantved a-raok J.K. pa oa bet distrujet gant soudarded roman. E-kreiz ar brezelioù sertorian, ur brezel diabarzh etre romaned, o dije ranket annezidi baskon Irulegi dibab un tu pe egile. Ha pa oa bet distrujet o c’hêr gant an tan o dije skampet kuit en ur lezel pep tra war o lerc’h.
Adalek 2017 eo ur gêr damskornet gant an distruj o doa kavet izili Aranzadi dindan ar gwiskadoù douar ha danvez losket. O kas furchadegoù emaint war daou di hag ur straedig, bremañ dizolo. Kavet o deus priajoù, eskern, tammoù metal ha d’an 18 a viz Even 2021 he doa kavet Leire Malkorra dorn Irulegi. Goude bout dizouaret e oa bet kaset da rann ratreañ gouarnamant Nafarroa. Eno e oa bet amzeriet, ha n’eo nemet d’an 18 a viz Genver 2022 e oa bet dizoloet an arouezioù dindan ar gouelezennoù a oa war an dorn. E-giz-se e oa bet komprenet e oa un dorn dehoù hag a veze lakaet a-skourr dre an toull bihan zo warnañ, ar bizied d’an traoñ. Staget ouzh an nor e vije bet un objed da wareziñ annezidi an ti hag an dud o weladenniñ.
An destenn goshañ e baskoneg skrivet gant ur sistem dezhañ e-unan.
143.1mm hirder ha 127.9mm ledander eo an dorn arem ha warnañ 5 ger (40 arouez) skrivet war 4 linenn. Adkavout a reer ar sistem grafek iberek met gant arouezioù ispisial (implij an T da skouer) evit gallet skrivañ sonioù ha fonemoù ar baskoneg ha ne vezent ket kavet en ibereg. Ar baskonezed hag ar vaskoned a skrive o yezh hag o doa ur sistem skrivañ dezhe o-unan. Evel ma tispleg Javier Velaza, en teulfilmig savet dant Aranzadi, e veze soñjet, n’eus ket pell zo c’hoazh, ne oa ket bet implijet ar skritur gant ar bobl-mañ. Er bloavezhioù diwezhañ, prouennoù a lakae da soñjal o doa skrivet, met nebeut-tre. Testenn dorn Irulegi a laka bed an enklask da cheñch sell c’hoazh.
Ma’z eo sklaer ar ger kentañ, sorioneku, peurrest an destenn a chom digomprenus. N’eo ket darn un destenn, klok eo, ur chañs eo evit dont a-benn da gompren anezhi a zispleg Joaquín Gorrochategui en atersadenn graet gant berria. Distag eo ar 5 ger gant pikoù met sur eo eñ ez eus ouzhpenn ur ger er sekañsoù etre ar pikoù. N’eus tamm douetañs ebet evitañ eo skrivet er yezh a veze komzet e Nafarroa d’ar mare-se, met an anvioù euskareg kozh pe heneuskareg a vez implijet e studi an euskareg evit komz eus stadoù eus ar yezh e mareoù all (ar mare goude ar XVI kantved hag ar mare a-raok). Dre ma oa ar yezh komzet gant ar baskonezed hag ar vaskoned e ra eñ gant ar ger baskoneg, kement ha bout sklaer.
“N’hon eus graet nemet tosteal d’ar pezh a gont Irulegi”
Pozioù Mattin Aiestaran rener furchadegoù Irulegi aterset gant berria. Evitañ eo sklaer e vo kendalc’het da gavout glad eno ha gwelet a ra labour evit degadoù a vloavezhioù c’hoazh. Gant ma vo youl gant ar strollegezhioù da arc’hantaouiñ al labourioù.
Gallout a reomp soñjal e sikouro kavadenn dorn Irulegi da vont war an hent-se. Un heklev bras he deus bet e Bro-Euskal e-lec’h eo pouezus evit an dud kompren gwelloc’h istor orin o fobl ha gwelet o yezh anzavet, un anzavadur ofisiel n’he deus ket tizhet c’hoazh war un dachenn vras eus he bro, evel en Irulegi, da skouer.
Piv on-me ?
Derv Uhellou
Dedennet gant ar stourmoù kaset tro-dro d’ar yezhoù minorelaet, ar stourmoù sokial, ar glad dizanvezel, ar gwenan ha traoù all c’hoazh. O chom e Bro-Euskal er mare-mañ.