Atersadenn | An amazigh e Maroko : “Evezhiet ha kastizet eo ar stourm”

Karima Ziali a zo ur skrivagnerez hag un enklaskerez war an antropologiezh e Skol-Veur Granada. En em gavet e oa e Spagn pa oa tri bloaz ar pezh n’he deus ket miret outi da zeskiñ an tamazight (ar berbereg) gant he mamm memes tra. En em santout a ra Rifeniadez, Katalanez, Spagnolez hag un tammig Arabez. Hogen, ur sell divoutin he deus Karima Ziali war plas ar yezh e Maroko p’eo a orin eus ar Rif, ur rannvro ma’z eus bet kaset en-dro enni un toullad stourmoù er bloavezhioù kent.1

Hervezoc’h, perak eo bet anavezet ar sevenadur hag ar yezh amazigh gant ar Stad er bloavezhioù tremenet ?

Da’m soñj e oa un ezhomm evit ar Stad. Kudennoù identelezh zo e Maroko abaoe an dizalc’hiezh diouzh Frañs ha Spagn e 1956. Klasket ez eus bet kuzhat kement-se en ur lakaat war wel da gentañ-penn ar sevenadur arabek hag ar relijion vuzulman. Met mankout a rae un elfenn bouezus hag a zo al lodenn amazigh, chomet ma’z eo er-maez penn-da-benn eus identelezh ofisiel ar vro. Er bloavezhioù 1970 ha 1980 o doa kroget an dud da vanifestiñ er straedoù ; manifestadegoù studierien a oa bet e Al Hoceima pe e Nador, da skouer, anezho div gêr kastizet alies evit bezañ en em savet a-enep ar Stad abalamour m’en em sante an dud dilezet ganti.

 

“Klasket en doa Mohammed VI lakaat e plas un aergelc’h laoskoc’h, unan a zigoradur hag a frealzidigezh, gant ar boblañs amazigh”

 

Ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1990, kalzik a emsaverien o deus stourmet evit lakaat an « dalc’h amazigh » war roll ar gouarnamant. E 1999 e oa marvet Hasan II hag e vab Mohammed VI en deus kemeret e blas war an tron roue. Klasket en doa lakaat e plas un aergelc’h laoskoc’h, unan a zigoradur hag a frealzidigezh, gant ar boblañs amazigh. Krouet e oa bet neuze daou vodad-labour, unan evit sellet ouzh an torfedoù graet d’ar boblañs amazigh dindan renad Hasan II – hep menegiñ anv e dad neblec’h evel-just-, hag egile war ar sevenadur hag ar yezh amazigh. « Dalc’h an identelezh amazigh » a oa war an deiziataer politikel d’an ampoent.

 

“E 2011 e oa tarzhet an Nevezamzer arab, hag araokadennoù ar bloavezhioù 1990 ha 2000 a oa aet da giladennoù…”

 

E 2011 e oa tarzhet an Nevezamzer arab, hag araokadennoù ar bloavezhioù 1990 ha 2000 a oa aet da giladennoù kerkent… E-lec’h selaou e oa bet gwasket ar manifestadegoù gant Mohammed VI. Nebeut a drouz en doa graet en Europa met tud zo a zo bet kondaonet da 20 pe 30 vloaz toull-bac’h. Tamallet e veze dezho stourm met ivez tagañ ar vonarkiezh. Setu, bremañ, da’m soñj, ar vonarkiezh a lez un taoll laoskentez d’he nask evit klask derc’hel ur seurt kempouez er gevredigezh. C’hoant o deus da anavezout an identelezh amazigh evel ul lodenn eus an identelezh varokan. Da skouer, nevez zo eo bet anavezet deiz kentañ ar bloaz an deiziadur amazigh evel un deiz berz e Maroko. Met hervezon, se a zo un tammig evel skuilhañ livaj war gudennoù donoc’h ha lakaat a reont a-gostez ar c’hudennoù pennañ. Ober a reont strivoù evit ar yezh, evit ar sevenadur, met n’eus tamm cheñchamant ebet evit ar pezh a sell ouzh ar gwirioù hiniennel, ar mank a arc’hant postet er rannvroioù amazigh, pe an arlezekadur2 .

Perak eo ken liammet ar stourm evit ar sevenadur amazigh gant ar stourm evit ar gwirioù hiniennel e Maroko ?

Ret eo sellet ouzh an « dalc’h amazigh » en un doare hollek ha kompren eo skoulmet gant meur a sujed. Bez’ ez eus er vro ur rummad « uhel » a Varokaned hag a zalc’h etre o c’hrabanoù an holl binvidigezh. An aliesañ eo paour ar boblañs amazigh, bevañ a ra war tachennoù paour, ha ne c’hall ket an dud pignat gant ar skeul sokial evit gwellaat o stad. Setu perak eo liammet gant ar stourmoù sokial, met ivez gant al luskad feminist hag a vez brazik e bouez er stourmoù-se. Un abeg ouzhpenn eo evit ar Stad da evezhiañ, kastizañ ha da lakaat an emsav amazigh da devel, dreist-holl tro-dro Al Hoceima. Ma ne gemerer nemet an identelezh e kont ne gomprener nemet ul lodenn eus ar pezh a c’hoarvezh e Maroko.

 

“An aliesañ eo paour ar boblañs amazigh, bevañ a ra war tachennoù paour ha ne c’hall ket an dud pignat gant ar skeul sokial.”

 

Daoust hag abegoù geopolitikel, liammet gant « Sahara ar c’hornôg » hag Aljeria, o deus bountet ar vonarkiezh da anavezout ar sevenadur amazigh ?

Ya, abegoù geopolitikel zo ivez, met a-wechoù int diaes da anataat pe da welet. Dav eo gouzout ez eus teir linenn ruz e Maroko ha na c’haller ket tabutal diwar o fenn en un doare digor : ar roue, ar relijion ha Sahara ar C’hornôg. Komz diwar-benn ar Sahara a dalvez lakaat e kaoz an unaniezh vroadel. P’eo an unaniezh vroadel raktres pennañ ar vonarkiezh dibaoe an dizalc’hiezh ha postet o deus kalz a nerzh enni. An unaniezh-se a zo bet krouet a-enep bolontez ar bobl Sahraoui, kement-se a zo pouezus-tre da c’houzout, ha ne vez ket kontet en istor ofisiel ! Embannet e vez ez ofisiel he deus c’hoant ar bobl Sahraoui da vezañ marokan. Ar pezh n’eo ket ar wirionez tamm ebet ! Komz a ran amañ eus ar bobl amazigh ha n’eo ket deus ar « Front Polisario » hag a zo un aozadur politikel3 .

Da’m soñj ez eus ur stourm geopolitikel etre Aljeria ha Maroko war ar Sahara hag an dalc’h amazigh. En ur mod, strategiezh ar vonarkiezh a zo ar c’hontrol eus hini Aljeria. Aljeria a harp ar Front Polisario er Sahara met mougañ a ra war ar memes tro goulennoù an Imazighen e Kabilia, e norzh ar vro. An emsav amazigh n’eo ket gouest da anzav e tlefe bezañ tostoc’h da hini ar Sahraouied, koulskoude o deus an daou stourm ar memes lusk : an diouer a anaoudegezh.

Ar yezh amazigh a zo en arvar hervezoc’h ?

Da’m soñj ne yay ket diwar wel. Met bez’ ez eus kudennoù bras-tre gant an tamazight. Da gentañ-penn, n’eus ket a gelenn gwirion e tamazight, e pep live skol, evit ar poent. Hag e Maroko ez eus ur gudenn vras gant an diglosiezh4. Er skol e kelenner en arabeg klasel, er straed e komzer pe an darija pe an tamazight, hag en tele pe er mediaoù ez klever darija, arabeg klasel, tamazight ha galleg. Sellet e vez c’hoazh ouzh an tamazight evel yezh an diouiziegezh. Penaos ober evit treuzfurmiñ yezh ar maezioù pell diouzh an araokaat, en ur yezh liammet gant ar ouiziegezh hag an deskadurezh ? Ret eo cheñch bed arouezel ar yezh ha kement-se a gemero un toullad brav a vloavezhioù hag ur sammad mat a arc’hant. Ouzhpenn-se ez eus meur a rannyezh tamazight, hag evit ar poent n’eus ket eus ur yezh tamazight standard pe unvanet, den ne implij seurt yezh er straedoù.

 

“Ret eo cheñch bed arouezel ar yezh ha kement-se a gemero un toullad brav a vloavezhioù”

 

Petra soñjit eus ar prouadoù TDN5 hag a vez graet gant kalzik a dud yaouank evit gouzout orin o hendadoù, pe vefe e Maroko pe en diaspora ?

Dedennus eo gwelet eo kurius an dud da anavezout eus pelec’h e teuont. Dedennus eo rak un nebeud bloavezhioù zo ne oa nemet Arabed eus tud Varoko. An identelezh amazigh ne oa ket pouezus evit ma zud kennebeut – ha n’on ket evit empentiñ ma zud o klask o orinoù genetikel -. Ar gudenn a oa kentoc’h bezañ a orin eus ar Rif ha ranket o deus divroañ. Met n’eo ket gwall souezhus e savfe ar c’hoant-se er re yaouank. C’hoant o deus da adkavout o identelezh, o orinoù hag o gwrizioù. N’eo ket negativel ken, er c’hontrol : ur binvidigezh eo.

 

“C’hoant o deus ar re yaouank da adkavout o identelezh, o orinoù hag o gwrizioù. N’eo ket negativel ken, er c’hontrol : ur binvidigezh eo”

 

Ha ne gavit ket se iskis lakaat ar genoù da ziazez an identelezh ?

Ar sevenadur gall a ziazez kentoc’h an identelezh war al liammoù sevenadurel etre an dud. Met ar sevenadur angl-ha-saoz a studi ivez al liammoù genetikel pa labouront war an identelezh. Ouzhpenn-se, e-pad bloavezhioù eo bet diazezet ar gevredigezh varokan war ar gwad. Gant un anv-familh arab ez poa muioc’h a bouez er gevredigezh. Hiziv an deiz e vez graet ar c’hontrol gant ar prouadoù TDN : testeniañ a reont out un henvroad. Ret eo kompren o deus an holl varokaned un hendad amazigh ivez, dre ma oa chomet bihan-tre an niver a drevadennourien arab. Hiziv an deiz n’eo ket dañjerus ar prouadoù TDN peogwir eo ar gumuniezh Amazigh an hini vrasañ daoust d’ar plas a vinorelezh he deus. Setu n’eus ket a zañjer gant an enklaskoù gouennel-se. Ar gudenn a erruje ma krogje un enebiezh ouzh an dud na glotont ket gant ur patrom gouennel bennak. Kement-mañ a zo bet studiet gant ar sokiologour libanat Amin Maalouf hag en deus diskouezet penaos e c’hell bezañ dañjerus identelezh ur strollad minorelaet diazezet war wrizioù gouennel. Gwir eo, ret eo chom war evezh memes tra.

 

Mont pelloc’h : Poan he deus ar yezh tamazight da gavout ur plas e skolioù Maroko

Kazetenner : Quentin Bleuzen

__________________________________________________________________________________________________

1. E penn-kentañ em boa c’hoant da atersiñ ur stourmer·ez o vevañ er Rif hiziv an deiz, met ne’m eus kavet hini ebet laouen da gaozeal gant ur c’hazetenner dre m’o deus aon an dud rak gwask ar Stad.
2. “Marginalisation” e galleg
3. Front Polisario : un aozadur politikel a gas ur stourm armet evit dizalc’hiezh Sahara ar C’hornôg.
4. Hervez Wikipedia : gallout a reer « komz eus diglosiezh kentoc’h eget eus divyezhegezh pa vez implijet d’an nebeutañ div yezh disheñvel, peurliesañ an eil tost d’eben, gant tud o vevañ en ul lec’h bennak ha pa vez roet implijoù kevredel uhel da unan anezho hag implijoù kevredel izel d’eben. »
5. Prouadoù TDN (Test ADN e galleg). Abaoe un nebeud bloavezhioù ez eus muioc’h-mui a dud yaouank o kas o zTDN d’ar Stadoù-Unanet evit gouzout orin o hendadoù. Evit prouiñ o deus orinoù amazigh, pe arab pe evit testeniañ o deus orinoù mesket.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like