Setu aze rekipe kentañ ar chadenn YouTube videoioù keginañ e brezhoneg, “Rekipeoù Klervi”. Bep an amzer e vint skignet war hol lec’hienn, evit brasañ plijadur ar begoù lipous.
Ar barrennoù edaj : ur rekipe aes da fardañ evit merenn-vihan ! Displeget eo pep tra er video amañ dindan.
Aozennoù :
- 3 bananezenn
- 2 loaiad mel
- 136 gr malzennoù chokolad
- 1 meudad holen
- 292 gr kerc’h
- 84 gr greun lin
- 57 gr bananez sec’h
- 55 gr kraoñ-kelvez
- 117 gr kraoñ-dimezell
Prientiñ :
Flastrañ ar bananez gant ur fourchetezenn ha skuilhañ ar mel warno. Meskañ.
Ouzhpennañ an holl aozennoù a chom ha meskañ gant an daouarn.
Stummañ ur voull.
Fornañ e-pad 25 munutenn da 180°C.
Troc’hañ e stumm barrennoù diouzh ar ment hoc’h eus c’hoant.