Adunanidigezh ar vro : 100.000 sinadur evit petra ?

Lezenn an adreizh tiriadel bet lakaet e plas e 2014-2015 a ginnig ul lodenn anvet ar « gwir da zibab ». Un departamant a c’hall cheñch rannvro. Evit se e ranker tizhout 10% eus voterien un departamant o kemer perzh en ur sinadeg, a-benn ma vefe lakaet ar gaoz diwar-benn ar goulenn-se digant ar c’huzul-departamant. Goude c’hoazh e c’hellfe hennezh aozañ ur votadeg… met n’eo ket ken simpl an afer : ur gwir da sevel veto a vo atav gant ar rannvro a venner en em zispartiañ diouti !

Gant an adreizh tiriadel ez eo posupl ― abaoe miz Genver 2016 ha betek ar 1añ a viz Meurzh 2019 ― implij lezenn ar « gwir da zibab », da lavaret eo e c’hall un departamant goulenn cheñch rannvro. Evit en ober e rank d’an nebeutañ 10% eus an dud aotreet da votiñ en departamant sinañ evit goulenn digant ar c’huzul-departamant lakaat ar c’hraf-mañ war roll-labour an deiz e-kerzh un estez ordinal.

« Sinadeg ar 100.000 »

Diwar-se ez eus bet lañset e Breizh ur c’houlzad anvet « sinadeg ar 100.000 » (a glot gant an niver a 10% eus voterien al Liger-Atlantel). Gant Breizh Unvan ez eus bet embannet e-kerzh miz Gwengolo e oa bet tizhet 75.000 sinadur, da lavaret eo e vefe bet kaset da benn vat an ¾ eus al labour gant o izili. Ar pal embannet gant aozerien ar sinadeg-se a zo goulenn ma c’hello departamant al Liger-Atlantel mont gant « rannvro Breizh ». Ar sinadeg-mañ a c’hell bezañ sinet gant annezidi al Liger-Atlantel hepken.

C’hoari gant lezennoù na vestronier ket…

E gwirionez n’eo ket ken aes an traoù ha m’eo bet disklêriet gant aozerien « sinadeg ar 100.000 » : tizhout 100.000 sinadur ne redio ket ― e-mod ebet ― departamant al Liger-Atlantel da c’houlenn ali ar boblañs pe da zisklêriañ an adunanidigezh, daoust d’ar pezh a lavar pennoù bras Breizh Unvan.

Trawalc’h e vo d’an dilennidi enskrivañ ar poent-mañ war roll an deiz e-kerzh un emvod hag ober tro an daol da welet ha lod o deus un dra bennak da lavaret war an divoud. Met, dre ma n’eo ket an adunanidigezh (pe adstummañ an tiriad) e-touez barregezhioù an departamantoù e vo moarvat korbellet buan-tre ar goulenn.

Mont en-dro hag efedoù ar sinadeg-mañ n’int ket bet displeget mat a-walc’h gant an aozerien abaoe ma’z eo bet lañset ar c’houlzad. Un druez eo, rak tud hegredik a c’hellfe krediñ e vo gounezet an traoù ur wech tizhet pal ar 100.000 sinadur… Ar pezh zo gaou penn-da-benn hag a c’hellfe lakaat tud a-youl vat da vezañ dipitet-tre e miz Meurzh 2019.

Ur gwir da sevel veto a stanko pep tra

Evit ma asantfe kuzul-departamant 44 aozañ ur votadeg diwar-benn an adunanidigezh e vo ret tizhout d’an nebeutañ 25% eus an dud enskrivet war al listennadoù votiñ o kemer perzh, ha ret e vo tizhout an 3/5 evit kaout ar muiañ-niver a votoù evit an adunanidigezh.

Ma’z afe ar maout gant ar « ya » e chomfe c’hoazh un tamm mat a hent. Rak sklaer eo al lezenn da c’houde : rankout a raio an div  rannvro aozañ ur vot diouzh o zu evit asantiñ pe get !

Da-geñver an adreizh tiriadel eo bet « simplaet » lezenn ar « gwir da zibab » war un elfenn hepken : e plas kinnig ur votadeg da annezidi ar rannvro kuitaet hag ar rannvro degemer eo bet divizet e vefe aozet ur vot e-touez dilennidi pep rannvro nemetken. Dav e vo neuze kaout asant an 3/5 eus an dilennidi evit ma vefe kadarnaet ur cheñchamant bennak…

Evit pezh a sell ouzh rannvro Breizh eo posupl e vefe asantet, dre ma’z eo bet lakaet ar gaoz meur a wech diwar-benn sujed an adunanidigezh abaoe un 10 vloaz bennak. Met gant rannvro « Broioù-al-Liger » eo sur e vo nac’het ez afe kuit departamant Liger-Atlantel…!

Lezenn ar « gwir da zibab » a zo bet graet a-ratozh evit ma peuzdibosupl da lakaat e pleustr. Gant dilennidi zo zoken (Marc ar Fur, UMP, Thierry Benoit, UDI, ha Jean-Jacques Urvoas, PS da skouer…) e oa bet lavaret e 2015 ne vefe tu ebet da dizhout adunanidigezh Breizh gant al lezenn-mañ.

Peseurt dazont goude ar sinadeg ?

Un hir a labour a zo bet graet e-pad mizvezhioù evit lakaat da sinañ « sinadeg ar 100.000 ». Ha pa zeufe a-benn pe get an dud a-youl-vat da dizhout ar sifr a 100.000 e vo bet talvoudus forzh penaos evit kizidikaat an dud war an diouer a zemokratelezh e Breizh. Mont da welet an dud war an dachenn evit komz hag arguzenniñ a zo a-bouez bras, evel ma oa bet graet gant koulzad Dibab e 2015 oc’h aozañ votadegoù un tamm pep lec’h er vro.

Arabat e vo bezañ souezhet neuze ma vez korbellet ar sinadurioù gant departamant Liger-Atlantel. Dav eo prientiñ hiziv an dazont.

Deomp-ni e vo da zivizout

Ar « gwir da zibab » e Breizh ne c’hell ket bezañ termenet war un amzer bennak : deomp-ni eo da lavarout pegoulz hon eus c’hoant da lakaat ar gaoz war ar sujed-mañ-sujed ha n’eo ket hepken pa vezomp « aotreet » d’en ober gant lezennoù na vestroniomp ket hag a zo bet savet evit ma chomfemp stanket.

N’eo ket e Pariz kennebeut e vo lavaret deomp war beseurt tachenn hon eus ar gwir (pe get !) da zivizout diwar-benn an adunvanidigezh : Breizh adunanet a rank bezañ ur pal evit an holl dud a vev e Breizh, ha n’eo ket hepken evit tud al Liger-Atlantel dre ur sinadeg.

Ar gwir da zivizout a ranko neuze bezañ douget gant an holl ― eus Brest betek Naoned hag eus Roazhon betek Kemper ― evit aozañ ur referendom gant ar gevredigezh ha gant an dilennidi a vefe laouen d’en ober, kuit da zisentiñ ma vez ezhomm… Rak n’eo ket a-walc’h sellet ouzh ar pezh a c’hoarvez e Bro-Skos pe e Katalonia gant avi vras. Dav e vo d’ur mare bennak krediñ aozañ seurt degouezhioù ha seurt divizoù e Breizh ivez. En doare-se e c’hello hor mennozhioù en em ledañ er gevredigezh hag e c’hallimp mont war-raok. Evel-se e c’hallimp lakaat ar gaoz war ar barregezhioù hon eus c’hoant da verañ e strollegezh nevez Breizh.

E miz Eost en Oriant e oa bet dibunet evit aozañ ur vot e Breizh evel e Kembre.

 

Geriaoueg

Adreizh tiriadel : réforme territoriale

Estez ordinal : session pléniere

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like