Emañ an danvez-lezenn Elan (Emdroadur al lojeiz ha terkadur niverel/Evolution du Logement et Aménagement Numérique) o vezañ studiet er parlamant. Ar reizhadur, kinniget gant ministr Kenstag an Tiriadoù, a grennfe muioc’h c’hoazh gwirioù sokial an dud da geñver al lojeiz. Heuliadoù heverk a vefe e Breizh.
Gant memes tro-spered ha reizhadur an APL en distro-skol tremenet, e kendalc’h ar gouarnamant da espern war-goust al lojeiz sokial. Jacques Mézard, ministr Kenstag an Tiriadoù1, a fell dezhañ, e-mesk cheñchamantoù all, en em vodfe ar feurmourien sokial vihan gant ar re vrasoc’h, evit bezañ «efedusoc’h».
E Breizh eo niverus ar feurmourien sokial vihan, evel Douarnenez Habitat, da skouer, a ver 1612 lojeiz. En em vodañ a rankfe ober neuze gant feurmourien vrasoc’h, betek tizhout 15 000 lojeiz. Aon a zo gant ar feurmourien vihan e vefe dilaosket ar bourc’hioù gant ar cheñchamant-se. Petra a vefe dibabet gant ur c’henstroll feurmourien vras etre reneveziñ tri lojeiz sokial Motrev da skouer, e-keñver krouiñ ur c’harter nevez e Brest a lojfe kantadoù a dud ? O c’houzout ez eus un tamm ouzhpenn eget 170 000 lojeiz a seurt-se er vro, ne vefe mui meret ar parkad sokial a-bezh nemet gant 5 pe 6 feurmer.
Diaes evit ar c’humunioù bihan
Unan eus perzhioù dibar Breizh padal war dachenn al lojeiz a zo e vez kaset war-raok al lojeiz sokial gant ar c’humunioù bihan. 89,7% eus ar c’humunioù breton o deus lojeizoù sokial, pa n’eus nemet 47,1% anezho e Frañs. An dra-se a zispleger gant youl ar bourc’hioù bihan, dindan 3500 annezad da sevel lojeizoù sokial, ha pa ne vefent ket rediet d’en ober. An intrudu-se ar c’haller displegañ dre o c’hoant da zesachañ annezidi nevez ha da ginnig lojeizoù dereat o friz evit tud ar vro, o c’houzout eo war ar maez e kaver ar goproù bihanañ. Al lezenn Elan a vefe neuze ur skoilh ouzhpenn evit lojañ an dud war ar maez. Padal eo e Breizh e kaver ar muiañ a lojeizoù sokial war ar maez, da geñver rannvroioù all Frañs.
Freuzet lezenn an arvor?
Ouzhpenn gwashaat aozioù-bevañ an dud paourañ war ar maez ha mirout ouzh ar c’humunioù bihan da gaout intrudu, e c’hall al lezenn Elan bezañ un drast evit arvor Breizh ivez, hini hirañ ar Stad. Evit gwareziñ an aodoù e oa bet savet lezenn an arvor e 1986, kuit na vefe diskaret an natur hag ar gweledvaoù war skouer ar pezh a zo c’hoarvezet e Spagn gant boom an touristerezh. Lezenniñ a ra ar sevel-tier war vord an aod. Mont war-gil a vez kinniget ober gant al lezenn Elan. Kaoz a zo, da skouer, da aesaat ar sevel tier en toulloù-rastell, takadoù diannez etre daou di. Kreskiñ a rafe neuze muioc’h c’hoazh priz ar feurmoù war an aod, ouzhpenn d’an heuliadoù evit an natur, ar pezh a greskfe muioc’h c’hoazh an disparti etre ar rummadoù sokial en arvor.
723 feurmour sokial a zo e Frañs. Ma vez votet al lezenn e fin ar miz gant ar parlamant, e vefe roet tri bloaz d’ar feurmourien vihan evit en em vodañ.
1Ministre de la Cohésion des Territoires