E 2022 ez eus bet 990 maouez o reiñ o vielloù e Frañs evit sikour an dud na c’hellont ket kaout babigoù. Muioc’h-mui anezho zo met n’eus ket a-walc’h c’hoazh en deiz a hiziv evit bastañ d’an ezhommoù. D’ar 1añ a viz Meurzh 2023 em boa roet va re.
Emgav a oa bet roet din da 8 eur vintin d’ar 1añ a viz Meurzh 2023. Degouezhet e oan abretoc’h en ospital rak ankeniet-kenañ e oan, gwech kentañ din bezañ oberataet en oad deuet. Div eurvezh goude e roen va vielloù da goubladoù pe da vaouezed difrouezh en o-unan.
N’eo ket stank ar merc’hed a ro o vielloù e Frañs : e 2022 e oa bet 900 anezho. Padal e oa ouzhpenn 2 000 maouez o c’hortoz kaout vielloù warlene hervez ajañs biovedisinerezh Frañs. 97% anezho zo koubladoù arallreviat ha 3% zo merc’hed en o-unan. Nebeutoc’h eget 0,4% zo merc’hed heñvelreviat e koublad.
Abegoù personel liesseurt
« Abalamour da betra e fell deoc’h reiñ ho vielloù ? » a vez goulennet diganin alies-tre. Diaes respont d’ur goulenn a seurt-se. Evidon-me e oa kentoc’h evit sikour rak gouest e oan d’en ober. Ganet on bet a-raok an termen ivez ha gant ar skiant on bet sikouret kalzik pa’m boa ezhomm. Neuze eo, da’m meno, ar reishañ ober diouzh ma gwellañ evit siikour tud all da’m zro. Lod eus an dud a ro evit harpañ ur vaouez en o familh hag a fell dezhi bezañ mamm. Ne vo ket roet dezhi, difennet eo gant al lezenn, met buanoc’h ez aio ar jeu ganti memes tra. Merc’hed all a ziviz reiñ rak ne fell ket dezho bezañ mamm ha gwelloc’h eo dezho reiñ o vielloù neuze. Personel eo an istorioù stag ouzh an dibab-mañ.
E Miz Eost 2022 em boa klevet anv eus ar roadenn vielloù. Lakaet e oa bet ar gaoz war se gant ar gazetennerez Victoire Tuaillon dre ar rouedad sokial Instagram. Displeget he doa eus petra e oa anv gant chomlec’h al lec’hienn. « Ha petra a virfe ouzhin en ober ivez ? » em boa soñjet diouzhtu. D’ar mare-se em boa lakaet va anv evit reiñ va mel-eskern ivez.
Kreskiñ an niver a vielloù
Tri emgav am boa bet e miz Eost hag unan all e miz Gwengolo. A-raok bezañ er jeu e oa ezhomm da c’houzout hag-eñ ez ae mat an traoù ganin. Dav eo kaout vielloù a-walc’h. Goulennet eo bet diganin peseurt kleñvedoù zo em familh hag ar c’hudennoù genetek a c’hellfe bezañ. Ul lodenn eus an TDN a vez kemeret ha standilhonoù gwad. Un emgav psikologel a oa bet ivez evit kadarnaat e oa bet komprenet mat an traoù ganin.
Lañset e oa bet ar protokol e miz Here 2022. Pep tra a vez displeget hag addispleget gant ur c’hinekologourez, ur glañvdiourez hag un amiegez met aon am boa d’ober un dra bennak a-dreuz memes tra. Goulenn a reer digant an dud pellgomz da zeiz kentañ an amzerioù. Da c’houde e vez ensiklet hormonoù er c’hof bemdez e-pad 10 devezh d’an aliesañ. Brasaat an niver a vielloù eo pal an hormonoù rak kemeret e vo kalz anezho en oberatadenn.
C’hwitet ar wech kentañ
Bep eil devezh e ranken mont d’an ospital da 8 eur vintin rik evit un ekografiezh hag un dennadenn wad. E-giz-se e vez gwelet e kresk mat ar vielloù. Ar wech kentañ eo bet c’hwitet rak re a hormonoù am boa bet.
Chomet e oan a-sav gant an hormonoù goude daou zevezh e Miz Here ha lavaret e oa bet din gant medisin ar merc’hed e oa riskloù bras ne’z aje ket en-dro an eil gwech kennebeut. Graet em boa va soñj klask en-dro memes tra, e Miz C’hwevrer 2023. Kement tra a zisplegan amañ em eus graet en-dro ha deuet an taol da vat ar wech-se. E-giz-se on erruet en ospital d’ar 1añ a viz Meurzh.
Cheñchamantoù nevez el lezenn
E Frañs e c’hell ar merc’hed etre 18 ha 37 vloaz reiñ o vielloù digoust. Cheñchamantoù zo bet graet el lezenn abaoe lezenn ar bioetik a oa bet lakaet e-plas d’ar 1añ a viz Gwengolo 2022. Ne chom ket dianav ar roerien ken. Ur follenn am eus sinet evit lavaret e oan mat din reiñ titouroù diwar va fenn : liv va daoulagad ha va blev, va micher…
An titouroù-mañ zo bet skrivet en un teuliad. Kaset e vo d’ur marilh broadel ha ma vez ganet babigoù diwar va vielloù e c’hellint goulenn gouzout hiroc’h diwar va fenn pa vo bet tapet o 18 vloaz ganto. Evit se e rankint tremen dre ur bodad a-ratozh – Bodad moned an dud bet ganet diwar ur skoazell vezegel d’an engehentiñ (Commission d’accès des personnes nées d’une assistance médicale à la procréation aux données des tiers donneurs (CAPADD)-. Abaoe pell e veze goulennet an dra-se gant ar c’hevredigezhioù abalamour ma’z eo « ur jestr personel diazez evit anavezout an den, gwaz pe maouez », en doa respontet Alexandre Mercier, prezidant ar gevredigezh PMAnonyme, d’ar media 20 minutes.
Gortoz a ra pelloc’h ar merc’hed du-o-c’hroc’hen
76 % eus an dud a vefe prest da reiñ vielloù pe sper, hervez ur studiadenn bet graet gant ajañs ar biomedisinerezh e 2020. Koulskoude ez eus diouer bras a vielloù evit poent, dreist-holl evit ar merc’hed du-o-c’hroc’hen. Warlene e oa bet 38 roadenn gant ur « fenotip ral ». Cheñch a ra diouzh ar c’hreizennoù met an dra-se a dalvez alies-tre n’eo ket gwenn kroc’hen ar merc’hed a ro o vielloù.
« 8 vloaz e vez dav gortoz pa vez du ar c’houblad pe an den », a zispleg Sandrine Ngatchou war he chadenn Youtube Ovocytemoi. Abaoe 2015 e c’hortoz e vefe roet vielloù dezhi.
Tri c’houblad sikouret
Emaon o c’hortoz e kambr an ospital abaoe 8e30 da zeiz an oberatadenn. Ne’m eus na debret nag evet abaoe an noz. N’on ket ken ankeniet ha ma oan un eurvezh a-raok rak louzoù zo bet roet din. Da 10 eur 30 e tiskennan er sal. Ur c’hard eur on chomet eno hag ur vaouez a oa em c’hichen evit kaozeal ganin. Displeget eo bet din ar pezh a oa ar vedisinez oc’h ober. Da c’houde em eus gortozet em c’hambr e-pad div eurvezh ha deuet eo ar skipailh da lavaret e oa laouen-tre : tri c’houblad a vo sikouret gant va roadenn ha fromet on bet o klevet kement-mañ.
Echu ganin met n’eo ket echu tamm ebet evit an dud a c’hortoz vielloù. 23 miz o deus gortozet ar c’houbladoù dija ha n’eo nemet ar bazenn gentañ evito. « 300 ganedigezh [a vez] bep bloaz diwar ouzhpenn 1000 roadenn » zo skrivet memes tra war lec’hienn ar greizenn a vir ar gametoù, ar sper pe ar vielloù (CECOS).
Vielloù ur vaouez a c’heller reiñ da veur a goublad met arabat kaout ouzhpenn 10 ganedigezh, kuit da gaout kudennoù kenwadelezh. Div wech e c’hellit reiñ o vielloù d’ar muiañ tout. Ne ouiin biken hag-eñ ez eus bet ganet babigoù a-drugarez d’ar roadenn am eus graet nemet ma fell d’an dud ganet diwarno gouzout hiroc’h pa vint 18 vloaz da vihanañ. Marteze e vo un den hag a glasko mont e darempred ganin a-benn 20 vloaz evit gouzout hiroc’h war h·e·c’h istor ha laouen-kenañ e vin o tisplegañ dezhi pe dezhañ ar pezh a oa c’hoarvezet ganin d’ar 1añ a viz Meurzh 2023.