Ar radio niverel douarel, dazont ar radio ?

A-benn kreiz miz Mezheven e skigno Radio Naoned war gwagennoù RND (Radio Niverel Douarel) Liger-Atlantel. Perak cheñch frekañsoù ? Penaos ez a en-dro ? Ha selaou Radio Naoned a c’haller ober en e oto ?

An RND pe DAB+ (Digital Audio Broadcasting) diouzh hec’h anv ofisiel, a zo un doare nevez da skignañ ar radio. E-berr gomzoù e c’heller lavarout ez eo an RND ar pezh eo an TNT evit ar skinwel. Hogozik dibosupl eo an deiz a hiziv digeriñ frekañsoù FM nevez ken saturet eo homañ. Ouzhpenn da-se e kinnig an RND spletoù* a-feson ha ne oa ket anezho gant an FM.

Ur benveg aes da implijout eo an DAB+, dre al lizherenneg eo rummet an holl savlec’hioù chadennoù. N’eo ket dav ken eñvoriñ ar frekañsoù evit o adkavout. Gallout a reer selaou radioioù nevez ha ne oant ket c’hoazh war an FM ivez.

Tamm milerc’h* ebet ken gant an DAB+. Gant an deknologiezh niverel e vez pourchaset ur son a-galite. Koulskoude e chom an dachenn skignañ an tolead-pakañ. Klevet e vez pe ne vez ket. E-mod-se emañ gant an DAB+ ! Ouzhpenn ar selaou e kinnig an RND servijoù nevez evel videoioù pe skeudennoù. Un digarez da gaout ur sell ouzh kael ar programmoù, da welet skeudenn golo ur bladenn, da gaout titouroù ouzhpenn diwar-benn un arzour bennak pe c’hoazh da vezañ kelaouet eus stad ar surentez-hent.

Un dra vat evit an endro eo ivez. Evit skignañ gant an RND eo trawalc’h kaout ur stign nemetken hag a vez rannet etre 13 radio. Ul liesplezh* a vez graet eus seurt stignoù. Lonket e vez neuze kalz nebeutoc’h a energiezh, (tro-dro 60 % arboellet).

Evel an FM eo an DAB+, digoust ha dizanv. Ar pezh n’eo ket gwir evit ar webradioioù pa ranker kaout ur c’houmanant rouedad internet. O selaou ar radio dre ar gwagennoù FM pe DAB+, ne vo ket gouezet gant den peseurt abadennoù, sonerezh, pe gronikennoù a selaouit. Ha neuze eta e chomo hep reiñ boued d’an algoritmoù a fichennfe holl ac’hanomp.

Penaos selaou ouzh ar radio niverel?

M’ho peus c’hoant da selaou ar radioioù niverel e vo dav deoc’h kaout postoù-radio a-ziforc’h gouest da zegemer ar gwagennoù DAB+. Gant ar postoù-se e c’helloc’h selaou an RND koulz hag an FM. Ne vezont ket kavet kement-se er stalioù evit ar poent ha kerik a-walc’h e chomont c’hoazh, e-tro 150€ pe ouzhpenn. Met war vrasaat ez a ar marc’had ha gallout a reer kaout spi e tigresko ar prizioù tamm-ha-tamm. Skingomzerioù karr a vez kavet ivez e stalioù zo. Dre ma ‘z eo diaes cheñch ar postoù dreist-holl er c’hirri-tan nevez e c’heller kavout ivez un azasaer da lugañ ouzh an danerez-oto*. Hemañ a raio al labour treuzkas ar son etre ar stign hag ho postoù.

Penaos emañ kont e Frañs, er bed ?

Dale spontus zo gant Frañs war diorren an DAB+ e-keñver ar Stadoù all en Europa, evel en Alamagn, Iwerzhon, Belgia, Suis, en Izelvroioù hag er Rouantelezh-Unanet. Norvegia zo chomet a-sav gant an FM p’emañ Sveden ha Danmark e soñj d’ober kemend-all ac’hann da 2022.

Daoust d’an dale-mañ eo aet an traoù war-raok abaoe 2018 pa oa bet lañset gant ar CSA ur galv frekañsoù broadel, d’ar mare-se e oa krog ganti Pariz, Marsilha ha Nisa dija. Heuliet int bet gant kêrioù evel Lille, Dunkark, Calais, Lens, Lyon, Strasbourg, Colmar… E 2019 e vo diorroet e Mulhouse, Bourg-en-Bresse, Naoned, Mâcon, Rouen… Un nebeud mizioù zo ez eus bet graet un taol-kaer p’o deus divizet ar radioioù bras ha rouedad Radio Frañs mirout plasoù war al liesplezhioù meurgêr (ar stignoù a c’holoio Frañs a-bezh koulz lavaret). Setu e tiskouez mat eo lañset an DAB+ e Frañs.

P’eo aet an traoù war-raok un tammig bihan eo goloet bremañ 20 % eus Frañs gant an RND. Neuze e ranko, a-raok pell, ar saverien girri staliañ e pep karr ur post gouest da zegemer an FM koulz hag an DAB+. Er bloaz-mañ e raio ar CSA ur galv frekañsoù nevez war takadoù zo en o-zouez re Roazhon ha Brest. Ma talc’h hemañ gant e zeiziadur e vo eus an RND e pep lec’h e Breizh a-benn 2020.
Ur gwir chañs eo bet lañs an DAB+ el Liger-Atlantel, heptañ ne vije ket bet a vedia hollvrezhonek e Bro-Naoned.

Geriaoueg

Liesplezh : multiplexe

Milerc’h : grésillement

Splet : profit, avantage

Tanerez-oto : allume-cigare

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like