D’ar Sadorn 25 a viz Du e oa devezh etrebroadel Stourm a-enep ar feulster graet d’ar merc’hed. Un digarez a-feson evit “La Collective”, ur strollad liesremziad eus Kreiz-Breizh evit dont d’en em ginnig war marc’had Karaez.
Etre stalig ar werzherez krampouezh hag hini ar varaerez e oa bet staliet stand “La Collective” war marc’had Karaez. Deuet e oa ar strollad feminist nevez-mañ da vont e darempred gant an dud war-eeun, kaout un digarez da eskemm war kudennadurioù lakaet war wel gant skritelloù staget war ar stand, ha kaozeal diwar-benn ar benelouriezh dre vras. Tro o doa bet an dud da bourmen war ar stand ha lenn skritelloù diwar-benn merc’hed meur istor ar benelouriezh, pe levrioù ha filmoù mat da sellet outo evit kompren gwelloc’h ha hiroc’h ar stourm. Ul lec’h dreist eo ar marc’had evit kas seurt oberennoù da benn, amzer a zo gant an dud, aketusoc’h int, ha prest a-walc’h da doullañ kaoz. Berzh en doa graet an darvoud hervez “La Collective”. Paotred ha merc’hed a oa bet desachet gant ar stand ha plijadur o doa bet o welet ar strollad-mañ oc’h kinnig o labour. Lod anezho o doa roet mennozhioù hag awen evit raktresoù dazont zoken.
Ha raktresoù e-leizh a zo gant ar strollad “La Collective” ! Ar soñj zo ganto aozañ kaozeadennoù war ar mennozh jener da skouer, ur saloñs levrioù feminist, met ivez un abadenn a vefe anvet “baleadenn ar merc’hed” anezhi. Savet e vo marteze ivez ur strollad komz, digor d’ar merc’hed a vefe dedennet da gaout ul lec’h hag ur prantad evit divizout sioulik a-gevret. Ganet eo “La Collective” diwar un diviz savet da geñver skignadenn an teulfilm “Riposte Féministe”, sevenet gant Marie Perennès ha Simon Depardon, a ro ton d’ar pegadennoù a-enep ar feulster graet ouzh ar merc’hed. Ha maz oc’h-c’hwi dedennet diouzhtu-dak da gemer perzh e buhez benelouriezh Karaez, deoc’h da c’houzout ez eus aozet er sal Glenmor ur sine-diviz just a-walc’h. Skignet e vo ar film “How to have sex”, skrivet gant Molly Manning, d’ar 7 a viz Kerzu adalek 8e noz, ha digor e vo ar gomz da heul.