Penaos e vez meret gwerzh an douaroù labour-douar ? Setu ur goulenn en deus heñchet skipailh Splann evit an enklask nevez-mañ. C’hoant ez eus da staliañ mil labourer-douar nevez bep bloaz e Breizh a-benn 2028. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ, ken ma teu war wel tiez-feurm divent. Tiez-feurm 2000 devezh-arat, 2800 a-wechoù zoken. Deuet eo an atantoù brasoc’h eget 400 devezh-arat da vezañ un dra voutin. En dek vloaz tremenet ez eus diwanet un hanter muioc’h anezho, dre stummoù lu a-fet al lezenn.
Darn o devez c’hoant da gaout devezhioù-arat ouzhpenn evit hadañ maiz, darn all evit skuilhañ hañvouez o loened, sevel ur metanaer, solutaat o embregerezh, brasaat a-raok treuzkas ar stal d’o vugale. Hep kontañ lontegezh ar c’hêrioù a gemerfe a-walc’h un dornad devezhioù-arat da lakaat ober lodennaouegoù ha sevel-tiez pe sevel ur greizenn-genwerzh bennak. Pep hini en deus ur strategiezh evit dont a-benn d’ober diouzh e c’hoant, na pa vefe war bevennoù al Lezenn pe c’hoazh dre implijout ar feulster. Ha teknikoù zo, kuit da vezañ tapet berr ha kastizet.
Ul luskad don an hini eo a zo bet roet lañs dezhañ gant ar Stad-C’hall goude an eil brezel bed : bodañ an tiez-feurm hag ober kreskiñ anezho diwar-goust al labour-douar familh. Embann a ra ar Stad kaout c’hoant da cheñch penn d’ar vazh bremañ ha harpañ tud nevez d’en em staliañ.
Evit tizhout ar pal-se ez eus daou dredeog. Ar Safer, a ver gwerzh an douaroù, kuit da gaout brokerezh war ar font, hag a skoazell ar re nevez d’en em staliañ. Ar CDOA, bodad-departamant heñchañ al labour-douar (commission départementale d’orientation de l’agriculture), a ro an aotreoù da labourat an tachennoù d’al labourerien-douar.
Evel meneget eo ar Safer mestr war gwerzh ar parkeier e Frañs. Erru eo skuizh koulskoude, pa ne zeu ket ken a-benn da virout ouzh rastellerezh an douaroù labour-douar, na da staliañ 1.000 labourer-douar nevez ar bloaz, evel ma fell da Rannvro Breizh. « Arvalerezh ar sindikadoù » zo un harp d’ar c’hiz kreskiñ hag astenn an tiez-feurm ha diaesoc’h e vez d’ar re nevez en em staliañ a-benn neuze.
-
Ar Safer n’hall emellout nemet war un hanter a-boan eus ar gwerzhioù tachennoù labour-douar e Breizh,
-
Mirout a ra ur priz izel war an douaroù da-geñver peurrest Europa,
-
Ne vez erlec’hiet nemet ul labourer-douar diwar tri a ya war e leve e Breizh,
-
An tiez-feurm ne reont nemet kreskiñ : 28 devezh-arat muioc’h evit pep hini dre geidenn, en 10 vloaz tremenet.
« An douaroù labour-douar zo un dra bennak a denn d’ar galon », a ziverr rener Safer Breizh, Thierry Kouteller. An douaroù zo ur benveg produiñ gant un dalvoudegezh arc’hantel ha war un dro ez int savet diwar rummadoù a labourerien-douar bet o labourat anezho. Ar Safer a zo e-kreiz an traoù : bezañ sur e vo graet gant ar priz reizh, soursial e vo adkemeret an douaroù, dibab ar stumm ekonomikel hag an doare labour-douar evit an dud oc’h adkemer douaroù hag evit ar re oc’h en em staliañ, met ivez tremen hebiou ha mirout ouzh un den prenañ p’eo displijet ar werzherien gantañ. Seurt degouezhioù a c’hall lakaat reuz da sevel ete an dud.
Gwerzh ti-feurm saout-laezh Fabrice* ha Françoise* en defe ranket bezañ sklaer hag eeun. E 2014, an ti-feurm gant un daou-ugent buoc’h-laezh a oa war-nes bezañ gwerzhet. Fabrice ha Françoise, gant sikour o merc’h henañ, Stéphanie*, o doa kavet daou labourer-douar eus ar c’horn-bro evit adkemer o 100 devezh-arat, en o zouez David*, amezeg dezho.
Ar c’houblad a zibab tremen dre ar Safer1, an aozadur karget da verañ priz an tachennoù labour-douar e Frañs. Gallet o dije tremen dre an noter evit sinañ ur werzh dre gaer, met evito e oa ar Safer ur mod da vezañ sur e vefe kaset ar werzh diouzh lezenn. « Pep tra a oa mat, ha badadao », a eñvor Stéphanie, o merc’h. Emstrivadur David zo bet nac’het, rak ne oa ket asant an ti-bank gantañ. Ar Safer he deus kavet unan all : Erwan*. Ar werzh a c’hallo bezañ diouti. Met ne felle ket da Fabrice ha Françoise klevet kaoz eus Erwan, un amezeg ha n’int ket evit gouzañv. « Ne vern piv nemet hennezh », Françoise a ya gant he c’harr betek ti hemañ kerkent evit cheñch e soñj dezhañ. Ar verc’h hag ar mab-kaer ac’h erru ivez. Ha bec’h a oa bet ken na oa bet, trouz, huchadeg. Un emzalc’h gourdrouzus, boaz e metoù al labour-douar (Da lenn en 3e Lodenn). Erwan ne lavar seurt, ne bleg ket.
Ar Safer en deus troc’het an tabut, gant Erwan e vo tapet an douaroù. Serge ar Gall, kuzulier war ar font d’ar c’houlz-se, e karg eus an teuliad en deus dalc’het soñj : « Ar perc’henn en doa bet c’hoant nac’hañ sinañ ar werzh. » Fabrice a rae e seizh gwellañ da lakaat an traoù da ruzañ, kuzhat lizheroù an noter, al lizheroù kaset dezho en-dro. « Met n’halle ket nac’hañ, ur wech aet gant ar Safer e oa ret dezhañ doujañ d’ar gevrat. »
Kuzul teknikel ar Safer a vod evit pep departamant un dek dileuriad bennak eus ar vicher ha tud a-ziwar ar maez a-benn sellet a-dost ouzh an dud war ar renk evit prenañ douar hag aotren ar werzh, pe get, gant ma kloto gant palioù an takad. Raktresoù zo a vez lakaet da dremen a-raok re all. Staliañ ul labourer-douar yaouank a rank bezañ kentañ e-keñver astenn un ti-feurm, da skouer. Unan eus kefridioù an ensavadur eo stourm a-enep ar c’hreskoù re vras ha re stank, ha harpañ ar staliañ en ur stourm a-enep d’ar brokañ war an douaroù.
Gwerzhet e oa bet ti-feurm Fabrice ha Françoise e 2015. « Gwerzhañ ti-feurm ar familh a oa start, gwerzhañ anezhañ d’an den-se a oa bet ar gwashañ, a gont Stéphanie. Ma zad n’eus ket gouzañvet. Ne oa ket ar memes hini ken war-lerc’h. Kroget e oa da evañ dre guzh. » Marvet eo e 2020 diwar ur siroz, pemp bloaz goude ar werzh, e ospital ar Gazeg Wenn e Brest. 61 bloaz e oa.
Fabrice en dije gallet ober ur werzh dre gaer war-eeun e ti an noter, doare dibab un toullad mat a labourerien-douar, kuit da gaout emellouriezh. Darn eus al labourerien-douar a ya pelloc’h c’hoazh a-benn tremen hebiou d’ar Safer, ha pa vefe ret sevel frammoù lezennel luziet-mat.
Ar Safer, klemm e Frañs met avi en Europa
Ar Safer a oa bet krouet e 1960 gant ar youl da wareziñ an takadoù labour-douar, an takadoù naturel, ar c’hoadeier ha harpañ al labourerien-douar d’en em staliañ2. E gefridi gentañ eo merañ priz an douaroù evit ma c’hello ar re a grog gant ar vicher prenañ tachennoù. Hag efedus eo. Hervez Eurostat3, e 2021, priz an hektar (2 zevezh-arat) e Breizh a sav da 5.920€ tamm-pe-damm. En Izelvroioù e c’hell koustañ ouzhpenn 91.000€ an hektar. Ar prizioù izelañ e Europa a zo er Reter : e Kroatia hag e Bulgaria emañ e-tro 3.000€. En Italia e veze gwerzhet an douaroù 34 000€/hektar well-wazh, e 2020.
E Frañs emañ staliet ar Safer e pep rannvro. Gallout a ra merañ ur werzh diwar goulenn ar gwerzher, evel ma oa c’hoarvezet gant Fabrice. Gallout a ra kemer perzh en ur werzh ivez. Adwelet ar priz ha lakaat anezhañ diouzh ar marc’had, kement-se evit harpañ tud d’en em staliañ, pe c’hoazh evit mirout ouzh un atant da zont da vezañ re vras. An aozadur a c’hall, dre gaer pe dre heg, ober un taol eus ar c’hentañ : kentprenañ (preamptiñ). Neuze e torr ar Safer ar werzh ha eñ eo a raio war-dro pep tra, a-enep da c’hoant ar gwerzher hag hini ar prener a-wechoù. Gallout a ra prenañ douaroù ivez ha gwerzhañ anezho diwezhatoc’h da neb aet war ar renk hag a zo mat dezhañ gwerzhañ dezhañ. Daoust da se n’eo ket mestr penn-da-benn ar Safer war marc’had an douaroù labour. Nebeut-tre ec’h emell e gwirionez. Diwar un 80.000 devezh-arat parkeier gwerzhet e Breizh e 2022, ne c’hall ar Safer emellout nemet war 48.000 devezh-arat, ar peurrest zo er-maez eus e varregezhioù. E gwirionez ne oa emellet nemet e gwerzhioù un 11.200 devezh-arat bennak warlene.
Ur marc’had douaroù e-kichen an hentoù-all
“Ar Saferioù : diheñchadurioù ur benveg politikerezh” (“Les Safer : les dérives d’un outil de politique4“), zo titl un danevell gant Lez-vern ar C’hontoù e 2014. Degaset e vez da soñj ennañ ar pezh a lakae war wel Lez ar C’hontoù tregont vloaz zo dija : re vras eo pouez ar sindikadoù labour-douar er Safer. Daoust d’ar strivoù, « e chom mererezh ar Safer dindan kazel-ge bed al labour-douar, dreist-holl hini ar sindikad pennañ (an FNSEA). »
Kement-mañ a lavar deomp ivez ur sterniad bet e Safer Breizh : « Er bloavezhioù 1980 e oa bodadoù teknikel ar Safer mignoned da vat. An troidellerezhioù, emglevioù kenetrezo a oa etre an dud hag ar galloudoù lec’hel, ha gallout a raent dibab int-i o-unan, ha ne oant ket niverus o choaz penaos e veze dasparzhet an douaroù. Hiziv an deiz eo brasoc’h kontroll ar Stad memes tra. »
Start e vez cheñch ar boazioù. Pemp deiz a-raok un emvod bodad teknikel e kaser an alioù d’an izili. Unan anezho a gont deomp : « Gwelet a reer mat en deus galvet an FNSEA hag ar Safer an eil d’egile rak ur wech erru d’an emvod, eo kendoniet o arguzennoù en a-raok. Sur eo en deus ul levezon war an dibaboù graet. »
An douaroniour Adrien Baysse-Lainé, enklasker er CNRS e skol-veur Grenoble Alpoù, a lavar deomp e berr gomzoù : « Ar Safer a chom merkoù warnañ eus un arvalerezh5 sindikad. War baper ne vez ket gwelet muioc’h a dud eus ar sindikad pennañ eget se, met er fedoù, geo. Dileuridi eus an FNSEA a vez dilennet e kuzulioù-merañ Groupama, Kef al labour-douar, e Kambr al Labour-douar. War-lerc’h e vezont dilennet gant kuzul-merañ an aozadurioù-se evit mont e bodadoù teknikel ar Safer. » Alese en em gaver gant tri diwar pevar frezidant bodad teknikel ar Safer a zo ezel eus an FNSEA. Lod zo dilennet e Kambr al Labour-douar6, meret ivez gant an FNSEA.
En ur studiadenn7 bet embannet e 2022 ez a Adrien Baysse-Lainé dre ar munud gant ar c’hoarioù-se. « Ar c’hazetennoù sizhuniek departamant, embannet gant an FDSEA a oa ar re nemeto a oa aotreet da embann kemennadennoù lezennel ar Saferioù, ouzhpenn ar skritellaouiñ en tiez-kêr, ne vez tennet splet diouto nemet gant rouedadoùigoù bihan lec’hel-tre. » Ar c’hemennadennoù bihan a vez ar gwellañ doare da c’houzout petra zo da werzhañ. Hep ar c’heleier-se, n’haller ket mont war-raok. Abaoe 2016 ha Lezenn dazont al labour-douar e vez embannet ar c’hinnigoù-se war ar genrouedad ivez, ar pezh a lak ar marc’had da vezañ sklaeroc’h un tamm.
Thierry Kouteller, rener ar Safer e Breizh, a lavar kement-mañ ivez. « Reiñ a reomp da c’houzout an holl gemennoù gwerzh d’ar sindikadoù ha d’an dileuridi lec’hel, ha kement-mañ abaoe un dek vloaz bennak. An dileuridi lec’hel a ro da c’houzout ar c’hemennnoù da izili ar sindikad ha da labourerien-douar o c’horn-bro, ma fell dezho. N’eo ket ret dezho en ober. »
An FNSEA a oa bet krouet e 1946 hag e-pad pell eo bet ar sindikad nemetañ. Kement-mañ a zispleg perak eo ken bras e rouedad dileuridi lec’hel, barrek da reiñ da c’houzout d’an izili ar c’hinnigoù gwerzh. Ne vez ket kont e-giz-se gant ar sindikadoù all, n’int ket ken kozh ha n’eus ket kement anezho er vro. Kengevredad ar beizanted (confédération paysanne) a oa bet savet e 1987, Kenurzhiadur ar maezioù (coordination rurale) e 1992. Bezañ ezel eus ur sindikad zo digeriñ an nor d’ar rouedad kemmenadennoù ha taolioù-kaer da ober evit prenañ douaroù. Ha setu an dalc’h evit Chantal, 60 vloaz, o chom en Aodoù-an-Arvor. Bloavezhioù zo emañ o klask tachenn evit he saout-laezh. Estonet e oa dre ma ne wele kemennadenn gwerzh ebet biskoazh. Gervel a reas ar Safer, ha Kambr al Labour-douar da heul hag an FDSEA a-benn ar fin. Ha setu an den ouzh ar pellgomz ha displegañ dezhi eo ret dezhi bezañ ezel eus ar sindikad evit resev ar c’hemenadennoù. Chantal, o tesevel loened abaoe daou-ugent vloaz a blij he labour dezhi « met ne blij ket bed al labour-douar dezhi p’eo ret ober van a vezañ kamalad gant hemañ-henn pe mont gant ar sindikad mat evit bezañ titouret. »
1.000 den nevez staliet bep bloaz, un het en aner
Ar re a ya war o leve n’o deus ket da bal treuzkas o menaj d’ul labourer-douar nevez. Kentoc’h e fell dezho gwerzhañ evit ar gwellañ, ar c’herañ. Alese e c’hell « kas, a-wechoù, da harpañ ar werzh d’ul labourer-douar staliet mat c’hoazh ha kreskiñ un atant, kentoc’h eget harpañ unan yaouank d’en em staliañ.», eme Lez ar c’hontoù8 en unan eus danevelloù miz Ebrel 2023.
Ar Safer a lavar kemend-all9 : « Aesoc’h eo, primoc’h eo ha gwelloc’h priz eo gwelet gant « un amezeg » evit adtapout ur sammad arc’hant, ar brasañ ar gwellañ, peogwir eo re izel al leve ».
Ar stadegoù a ziskouez ar memes tra : Breizh he deus kollet ur c’hard eus e diez-feurm dindan dek vloaz10. Ne chom ken nemet e-tro 26.000 menaj e Breizh. Kreskiñ a ra o ment, 28 devezh-arat brasoc’h dre geidenn, ha savet e vez frammoù lezennel luzietoc’h-luzietañ. En he danevell embannet e 202311, e tispleg ar gevredigezh Terre de liens penaos e tro an traoù. Muioc’h-mui int embregerezhioù arc’hant, a gaver enno kevelerien ha n’int ket labourerien-douar zoken. Betek « un drederenn eus an embregerezhioù n’int ket meret gant kevelourien o labourat an douar ».
An doare da sevel an embregerezhioù a vez diwar al lezenn hag an arc’hant miuoc’h-mui, hag an treuzkas diaesoc’h-diaesañ. Evit en em staliañ e vez ret prenañ douar, loened, dafar, savadurioù. Dre vras e vez ezhomm kaout 270.000€ gant pep kevelour hervez Kambr labour-douar Breizh12. Diouzhtu pa’z eer gant stummoù luzietoc’h, kalz tachenn hag obererezhioù all evel ur metanaer, e vez kalz uheloc’h ar c’houst c’hoazh. (Sellet ouzh an enklask METAN).
Evit tri den a ya war e leve n’eus ken nemet unan a zeu a-benn d’en em staliañ war e lerc’h e Breizh. Nevesadur ar remziadoù a c’hall bezañ gwelet el liseoù labour-douar. 14 % a skolidi nebeutoc’h en dek vloaz tremenet13. An digresk war an niver a labourerien-douar ha tiez-feurm ne erru ket dre zegouezh met disoc’h « ur politikerezh a oa gant ar palioù modernaat bed al labour-douar ha produiñ muioc’h gant sikour ar mekanikoù ha gwelloc’h fonnuster ; al luskad-se a laka da zigreskiñ an niver a labourerien-douar oberiant hag an niver a diez-feurm. En em c’houlenn a reer bremañ daoust ha kenkoulz eo », a zo skrivet e danevell Lez ar c’hontoù14. Evit mont a-enep d’al luskad-se he deus c’hoant Rannvro Breizh, gant sikour ar PAC15, staliañ 1.000 labourer-douar nevez bep bloaz adalek 2028. Un hanter muioc’h eget ar pezh zo bremañ.
E Frañs en em gaver gant ur « senario douaroù rastellet gant un nebeud re, war goust ar re o deus c’hoant d’en em staliañ », a embann digoradur an danevell Sempastous16 eus bodad an aferioù ekonomikel er Vodadenn vroadel e 2021. « Pa vez re a atantoù e teu war wel ungounezerezh an douar ha doareoù da labourat a skuizh an douaroù. Liesded ar produiñ hag e fin ar gont an emrenerezh boued eo a vez gwashaet, gant dilerc’hioù war ar vevliesseurted. Parlamant Europa en doa meneget an dañjer eo war ar skouer labour-douar europat17, diazezet war al labour-douar liesobererezh, ha dreist-holl war an tiez-feurm familh. »
Un het dibosupl eo ober brud ur skeudenn beurvat eus Breizh gant desaverezh ha tiez-feurm 124 devezh-arat hektar bremañ. E gwirionez he deus ar vro un troad e-barzh an atantoù bras, dezho ouzhpenn 2.000 devezh-arat, gant kevredadoù merañ pe holdingoù labour-douar ma vez kalz a ijin diouzh al lezennoù evit tennañ ar muiañ a c’hounid arc’hant diouzh an douaroù.
*Boest du
An dud test d’an enklask-mañ a zo bet cheñchet o anvioù, rak aon o deus gouzañv adarre : gourdrouzioù, lakaat gwask warno ha war an dud tost dezho. Ar gourdrouz a zegouezh e porzh an ti-feurm, pe war treuzoù an nor ne vern.
__________________________________________________________________________________________________
1 ar gevredigezh aveadur ar font ha staliañ war ar maez pe société d’aménagement foncier et d’établissement rural
2https://www.legifrance.gouv.fr/codes/section_lc/LEGITEXT000006071367/LEGISCTA000029575571/#LEGISCTA000029579994
3https://ec.europa.eu/eurostat/databrowser/view/apri_lprc/default/map?lang=fr
4 49. rapport ocur des comptes_derives safer_2014, p18
5 clientélisme
7 Vers un accès au foncier plus inclusif pour les néo-agriculteurs, Adrien Baysse-Lainé, Érès « espaces et sociétés », 2022
8La politique d’installation des nouveaux agriculteurs et de transmission des exploitations agricoles, Cour des comptes, avril 2023, p 84
9Le prix des terres, rapport de la fédération nationale des Safer, 2021
10https://draaf.bretagne.agriculture.gouv.fr/IMG/pdf/04_ETUDES_Tendances_RA2020_Bretagne_V2_cle8fbde1.pdf
12https://www.chambres-agriculture-bretagne.fr/ca1/PJ.nsf/TECHPJPARCLEF/37373/$File/Les%20chiffres%20cles%202022%20-%20BD.pdf?OpenElement
13 https://www.bretagne.bzh/actualites/agriculture-ouverture-des-etats-generaux-de-linstallation-et-de-la-transmission/
14La politique d’installation des nouveaux agriculteurs et de transmission des exploitations agricoles, Cour des comptes, avril 2023, p 17
15 Politique agricole commune pe Politikerezh Boutin Labour-Douar
17 modèle agricole européen