Deskiñ brezhoneg a-drugarez d’ho poellgomzer hezoug

Muioc’h-mui e tesker yezhoù a-drugarez da arloadoù a bep seurt. Un doare aes da zeskiñ frazennoù ha geriaoueg ar pemdez e yezh pe yezh eo. Hogen, arload brudet ebet ne ro tro da zeskiñ brezhoneg c’hoazh. Ne vern, gant un nebeud arloadoù all e c’haller deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg, hervez ho live yezh.

Poelladennoù

Assimil

7 kentel gentañ Asimil hag ur skouer poelladenn

Al levr milvrudet zo bet savet un arload dezhañ. Holl zanvez al levr a vo kavet war ar poellgomzerioù : ar c’hentelioù, an enrolladennoù, ar c’heriaoueg, an troidigezhioù, ar stagadennoù yezhadur, an distagadur… Graet eo an arload evit an deraouidi (live A1-A2) evit tizhout ul live emrenerezh (B2). Peadra da gavout ho lod !

Digoust eo ar seizh kentel gentañ. Evit kaout an doare klok e vo ret paeañ ar c’hentelioù avat, 49.90€.

Da gavout war google play hag an app store.

Loecsen

Deskiñ ar sifroù gant Loecsen

Setu un arload digoust evit deskiñ frazennoù simpl ar pemdez. Ur wech pellgarget ar frazennoù eo selaou hag adlavarout al labour pennañ. Renket eo ar frazennoù dre zanvez : ar pep retañ, lec’hiañ en amzer, ar preti, an niveroù…

Gallout a reer labourat eus an tu galleg-brezhoneg pe dre an tu all ivez (brezhoneg-galleg). Ur wech selaouet ouzh ar frazennoù e c’halloc’h pleustriñ gant ar mod “qwiz” o lakaat ar frazennoù skrivet da glotañ gant ar pezh a glevoc’h.

Da gavout war google play hag an app store.

Arloadoù c’hoari

Ouzhpenn poelladennoù a c’haller ober evit deskiñ ur yezh, c’hoari evit deskiñ gerioù a c’haller ober zoken !

Kwizh

Kwizh, ur c’hoari aes evit deskiñ geriaoueg

Setu un arload digoust a-feson evit an deraouidi. Aes eo pal ar c’hoari. Dav eo liammañ ar ger brezhoneg gant e droidigezh e galleg. Arabat ober ouzhpenn pemp fazi diwar 100 ger evit gallout mont d’al live a-us. Dek live zo en holl. Ur raktres ouzhpennañ mouezhioù d’an arload zo ivez.

N’emañ ar c’hoari-mañ nemet war google play evit poent.

Kej-Mesk

Kej-mesk a c'haller c'hoari digoust gant an urzhiataer
Kej-mesk a c’haller c’hoari digoust gant an urzhiataer ivez

Kej-Mesk zo un arload evit an dud en o aes gant ar yezh hag a fell dezho ledanaat o geriaoueg. Ar pal amañ, eo kavout an niver a c’herioù goulennet o liammañ al lizherennoù stok an eil ouzh eben. Diwallit, n’haller ket implijout ar memes lizherenn div wech hag ar gerioù a rank bezañ etre 3 hag 8 lizherenn enno. Degemeret e vez al liesterioù direizh (ki > chas), an anvioù-verb hag an anvioù-gwan-verb ivez.

3€ e kousto staliañ an arload deoc’h.

Word Tango

Ar c’hoari word tango e brezhoneg

Adkavout gerioù o skrivañ anezho. Setu pal ar c’hoari word tango. Gallout a reer dibab yezh an etrefas ha yezh ar c’hoari. Ur wech kavet ganeoc’h gerioù pep live e c’halloc’h klikañ war an droidigezh e fin al live. Da ziwall zo, gerioù drol a gaver a-wechoù met posupl eo renabliñ ha kas anezho d’an diorroerien evit ma vint kemmet.

Da bellgargañ war google play hag an app store.

Sevel e zafar

Ma n’eo ket bet kavet ho kwalc’h ganeoc’h e c’halloc’h krouiñ ho tafar evit deskiñ brezhoneg.

Anki

Gallout a rit sevel fichennoù yezh ha poelladennoù e doare flashcards a-drugarez da Anki. Gerioù a c’haller liammañ ouzh skeudennoù, kartennoù, Ur pakad kartennoù zo bet savet dija hag a zo da bellgargañ.

Da bellgargañ war google play hag an app store.

Ur bern arloadoù sevel kartennoù flashcards all a gaver ivez.

Educandy

Ur boelladenn, meur a zoare da c’hoari

Aes-tre eo sevel c’hoarioù a-drugarez da educandy gant ma vo ganeoc’h un tamm anaoudegezh eus ar saozneg. Goude bezañ krouet un danvez labour e c’haller c’hoari e meur a zoare ar memes danvez da c’houde : memory, gerioù-kroaz, liammañ gerioù, an den krouget, gerioù-mesket… Pep c’hoari a vez roet ur c’hod dezhañ a implijer evit c’hoari hag a c’haller rannañ gant tud all da c’houde. Diwallit, ne zegemer ket an holl c’hoarioù al lizherenn “C’H”. Evit an “Ñ”, an “Ù” hag ar varrennig-stagañ e vez ret pouezañ war lizherennoù kinniget en traoñ. Aesoc’h e vo krouiñ ar c’hoarioù war an urzhiataer da gentañ met ur wech tapet ar c’hodoù ganeoc’h e c’halloc’h c’hoari war android hag iphone.

Duolingo

Marteze e vo kavet deiz-pe-zeiz, ar brezhoneg e-touez roll yezhoù an arload hollvrudet-mañ. Goulenn treiñ an arload a c’hall bezañ graet atav.

Muioc’h a zitouroù : https://incubator.duolingo.com/apply

Plijadur deoc’h oc’h implijout ar yezh neuze ! Hag evit ar re a fell dezho mont pelloc’h ganti e c’hallit brezhonekaat ho poellgomzerioù hezoug !

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like