E 2019 e oa bet dibabet kanaouenn ar strollad LIES, “Dait ‘ta ma mignoned”, gant fan club ar Redadeg, da ganaouenn ofisiel ar 7vet Redadeg, dre ur genstrivadeg. Tri ezel deus LIES, Natacha ar Gall, Nolwenn Tatard ha Tomaz Prat, a ginnig deomp o strollad hag ar ganaouenn a ambrougo ac’hanoc’h a-hed ar sizhun.
Piv a zo er strollad LIES?
Ne oamp nemet kanerezed er penn kentañ, “Les Barbouillouzes” a veze graet ac’hanomp. An darn vrasañ ac’hanomp a oa ezel deus ar gevredigezh Kanerion bro Boïo. E Bro Boïo (reter bro Baod, kreiz ar Mor-Bihan) e kaver kumunioù Logunec’h, Begnen, Sant-Aleustr, Sant-Yann-Brevele da skouer. Pedet e oamp bet evit kanañ e degouezh ar Redadeg e 2016, e Lokoal-Mendon. Deuet e oa daou soner ganeomp evit ar sonadeg war al leurenn. Unan anezho a zo chomet, ha lod all a zo deuet ouzhpenn abaoe. Ha setu ganet ar strollad LIES !
Penaos eo deuet an ton “Dait ‘ta ma mignoned” deoc’h ?
Ar sonenn a zo tout un istor ! Kalzig ac’hanomp a zo skolaerezed pe kelennerien. Pa oamp e vakañsoù omp kroget da skrivañ un nebeud pozioù, kinniget hon eus anezho d’ar strollad, graet o deus un nebeud cheñchamantoù hag enrollet hon eus ar ganaouenn war ar prim, gant ur sonenroller. Dibabet hon oa ur sonenn a vro Boïo, ur valeadenn simpl a-walc’h e oa. Cheñchet hon eus al lusk ha graet un nebeud kempennoù d’ar sonenn.
Perak ho poa c’hoant da ginnig ur ganaouenn evit ar Redadeg?
Ar brezhoneg a zo tost d’hon c’halonoù, un dra a-bouez eo evidomp. An div drederenn deus ar strollad a gomz brezhoneg, lod all a zo o teskiñ. Kanañ a reomp e brezhoneg gant LIES hag ivez e galleg. E bro Boïo eo divyezhek ar c’hanaouennoù alies, gant brezhoneg ha galleg. Ur bochad ac’hanomp a gemer perzh e strolladoù lec’hel aozañ ar Redadeg ivez, pe er c’hamion, pe o prientiñ ar Redadeg gant ar vugale en hor c’hlasoù; graet hon eus bazioù-test da skouer! Gant Kanerion Bro Boïo e prenomp ur c’hilometr ivez.
Pell ho peus ranket gortoz evit ma vefe klevet ho kanaouenn e-pad ar Redadeg, hag evit seniñ war ul leurenn…penaos ho peus bevet an dra-mañ?
Evit tud ha n’int ket sonerien a-vicher eveldomp n’eo ket ken kriz hag evit an intermitanted. Start e oa en em dolpañ evit pleustriñ. Aon hon oa da goll kalon, n’eus ket pell zo c’hoazh ne ouiemp ket ma vefe deus ar Redadeg pe get. Met gant ar Redadeg o tostaat eo deuet ar youl en-dro. Gallet hon eus pleustriñ un tamm e sal ar Porch’ e Begnen. E Karaez e vimp o soniñ evit al loc’hañ digwener hag e Gwengamp evit an degouezh disadorn (29/05), ha marteze e vimp gwelet war hentoù bro Gwened ivez !
Skeudenn : Jérémy Kergoulay