Manifestiñ a oa bet graet da-geñver an eizhvet devezh stourm a-enep adreizh al leve. Pa oa ar gannaded ha senedourien o varc’hata o zamm lezenn e oa bet diskouezet fraezh adarre enebiezh Breizhiz hag ar Breizhadezed ouzh al lezenn.
E Kemper e oa bet Dispak da boltrediñ ar vanifestadeg. Aet e oa kuit ar 5000 manifester ha manifesterez eus Plasenn ar Rezistañs evit mont etrezek karter Krec’h Gwenn gant ar pal mont betek burevioù ar Medef. Ur wech en em gavet eno e oa deuet a-benn ur strolladig tud da vont tre er savadur. “Un arouez e oa mont e-barzh burevioù ar batromed” eme Philippe, ezel eus ar CNT, bet kelenner e-pad ouzhpenn 40 vloaz en Deskadurezh-Stad, ha perzh eus ar bagad alouberien.ezed.
Manifestiñ evit ur retred reizh ha mat evit an holl
📢 Devezh stourm adarre a-enep reform ar retredoù. E pelec'h emaoc'h c'hwi o vanifestiñ hiziv ?
Kan ha dañs a zo e Kemper 'vat 💃🎶 pic.twitter.com/Iuvhbmufpd— Dispak (@Dispak_bzh) March 15, 2023
Aet eo ur strolladig rochedoù melen ha deus ar CNT da aloubiñ savadur ar batroned. "Macron démission" a huch ar re zo chomet er maez ! pic.twitter.com/u5TvVOo93d
— Dispak (@Dispak_bzh) March 15, 2023