Laouen-bras omp o kinnig deoc’h Dispak, ur media e brezhoneg, aozet dindan berramzer gant youl ha startijenn. Reiñ deoc’h peadra da lenn ha da glevout e brezhoneg diwar-benn temoù liesseurt eo pal ar gelaouenn.
Hiziv eo aes embann ar pezh a fell deomp war internet, bemdez e c’hellomp en ober. Aes eo ivez lenn ar pezh a blij deomp war lec’hiennoù, rouedadoù sokial pe war baper.
Met e gwirionez ez eus nebeut a skridoù e brezhoneg enlinenn, re nebeut da-geñver ar pezh a zlefe bezañ, re nebeut da-geñver an niver a vrezhonegerien ha brezhonegerezed a implij internet, a lenn hag a embann bemdez o soñj war mediaoù ha war ar rouedadoù sokial. Ha dreist-holl re nebeut da-geñver ar c’houst izel hag ar frankiz bras-meurbet a zegas internet deomp.
Neuze, deomp-ni eo hiziv da gemer ar plas a zo, d’en em staliañ, da aozañ hor mediaoù evit eskemm, kelaouiñ, prederiañ, skrivañ, lenn, farsal, dizoleiñ, klemm, deskiñ, ha muioc’h c’hoazh.
Ar pal n’eo ket adsevel e brezhoneg mediaoù a zo diouto dija, pe bodañ an holl vrezhonegerien ha brezhonegerezed tro-dro d’ul lec’hienn greiz, met kentoc’h dieubiñ ar c’hoant da lenn ha da skrivañ, evit ma vefe posupl da bep hini kinnig ostilhoù, boued, d’ar re all. Ma c’hell ur gelaouenn sikour da grouiñ ul lañs, un argerzh, gwell ha se. Hor c’helaouenn a ginnigo ur savboent breizhek, diouzh hor spered, diwar hon istor hag hor plas er gevredigezh deomp-ni, hervez hor c’hoantoù skrivañ ivez. Ar fent hag an dudiamantoù a vo ivez war ar renk e-mesk ar c’heleier hag ar pennadoù boutin.
Fellout a ra deomp-ni lakaat ar gaoz war temoù stag ouzh Breizh, hon endro, ouzh ar vuhez pemdez kement hag ouzh an darvoudoù dreistordinal. Bez’ ho po tro da heuliañ stourmoù kaset da-benn war dachenn pe tachenn ha cheñchamantoù ar gevredigezh.
Klask a raimp mont da welet pelloc’h eget korn ar straed pe beg ar parkeier evit degas boued fresk ha chugonus.
C’hoant hon eus ivez da ziskouez e c’heller mont war-raok daoust d’an harzoù, bountañ bemdez war mogerioù ar bed strizh roet deomp da annez.
Ouzhpenn d’ar fed bezañ ur media enlinenn penn-da-benn e klaskimp tennañ splet diouzh an ostilhoù niverel evit kinnig ur gelaouenn vodern gant ul lusk hag ur spered tostoc’h d’hor bed a-vremañ.
Evit kas da-benn ar raktres-mañ e rankimp kaout harp ur gumuniezh ken dichipot ha ni, rak Dispak omp bremañ!