Devezh gouel meur Bro-Iwerzhon eo deiz Sant Padrig (saint Patrick’s day), met abalamour d’ar C’hovid ne vo ket kenkoulz ha da gustum. Ijin a zo memes tra gant an dud evit lidañ Sant paeron ar vro !
Ne vo graet na bos, na gouel, na dibunadeg vras ebet er bloaz-mañ e Bro-Iwerzhon c’hoazh. “Ne’z eus netra d’ober, pep tra zo kloz !” a hirvoud Seamus, azezet war ur bank war porzh Killybegs, ur sigaretenn en e veg. “Yeah… that’s very bad ! » eme a-unvouezh Mona, Iwerzhonadez penn kil-ha-troad, o vevañ e Killybegs ivez, en Donegal, e Norzh an enezenn. “An holl a lid ar Sant Padrig ! Lidañ a reomp ar fed bezañ Iwerzhoniz” emezi. E pep kêriadenn deus an enezenn ez eus ur gouel bennak, “leun eo an tavarnioù” ha goullonderet e vez buan ar gwerennadoù bier a zispleg Mona. “Bep bloaz e vez un dibunadeg vras e Donegal town ha mont a reomp di gant hor c’hezeg da gemer perzh. Met, petra ’ri, ne vo netra er bloaz-mañ !” Ya ‘vat, ne vo ket gwelet viltañsoù o kantreal er straedoù, ne vo strollad folk ebet o seniñ en tavarnioù ha ne vo ket kennebeut un hanter vilion a riboulerien e kêr Dulenn.
Warlene e oa kroget Iwerzhon da vezañ tapet e roued ar C’hovid un nebeud deizioù a-raok Gouel Sant Padrig, a vez lidet d’ar 17 a viz Meurzh. D’an 11 a viz Meurzh 2020 e varve an den kentañ gant ar c’hleñved (diouzh ar gont ofisiel da nebeutañ) ha buan, d’an 12, e tivize ar gouarnamant embann ar c’henfinañ kentañ – un doare da herzel ouzh ar C’hovid d’en em ledañ pelloc’h da-geñver gouelioù Sant Padrig -. Un taol penn-bazh e oa bet evit an holl. “Petra ’ta ? Nullet ar gouel ?” Neb a oa dipitet a doue dezhañ e-unan profitañ un hanter muioc’h e 2021 ! Siwazh, n’eo ket yac’h-yac’h stad ar vro c’hoazh ha pa vefe gwelloc’h un tamm an traoù eget e Frañs marteze, ha ma’z afe war wellaat bep un tammig. Addigoret eo bet ar skolioù e deroù ar miz da skouer. Met, serret e chom ar pep brasañ eus ar stalioù evit c’hoazh. Difennet eo ouzh an dud mont en tu-hont da bemp kilometrad eus o zi ha marvet ez eus ouzhpenn 4500 den dindan bloaz gant ar c’hleñved-red, 143 anezho en Donegal.
Lod anezho a echuo en ospital ha lod all a varvo“
Dr Ronan Glynn, eil pennrener Skourr ar Yec’hed
Aon o deus pennoù-meur ar medisinerezh ez afe war gresk ar C’hovid a-daol trumm c’hoazh e-pad gouel Sant Padrig. “N’hon eus ket c’hoant e vefe prenet boutailhadoù hag en em gavfe an dud asambles evit evañ anezho” eme an Dr Ronan Glynn, eil pennrener Skourr ar Yec’hed. “Gouzout a reomp n’eo ket ar pezh a faot d’an dud klevet met gouzout a reomp re vat petra a c’hoarvezo m’en em gav an dud asambles. Lod anezho a echuo en ospital ha lod all a varvo” Evit herzel ouzh an dud a vont a di da di emañ ar Gardai, ar polis, war evezh hag un toullad anezho a zo war vord an hentoù evit kontroliñ ar c’hirri.
Sonadegoù ha dibunadegoù enlinenn
Hogen, pouezus eo memes tra da Iwerzhoniz ha d’an Iwerzhonadezed kaout soñj eus ar vuhez kent. Kaset he deus Mona, da skouer, dre ar post, div sizhunvezh zo, d’he merc’h o vevañ e Kanada, ur pakad leun a ginkladurioù, a zilhadoù hag a vannieloù. Peadra da gaout blaz ar vro er penn all eus ar bed. Prenet he deus Mona, eviti hec’h-unan, togoù gwer, gwenn hag orañjez a wisko war an aod gant mignonezed dezhi evit mont da neuial holl asambles. “Brav e vo an amzer” a lavar ar retredadez joaius, laouen gant ar c’heloù-mañ.
Ha pa vefe berzet c’hoari boc’h gant e vignoned ha dañsal war tonioù sonerezh, lakaet e vo e plas un toullad darvoudoù all war ar rouedadoù. Warlene e oa bet aozet un dibunadeg enlinenn war ar prim. Hag adarre er bloaz-mañ ! Ur gêr-klik zo bet savet (#RTEvirtualparade) ha lañset ur galv. « Kasit deomp ’ta ur skeudenn pe ur filmig eus ho lid er gêr» a embann an RTE, skinwel publik Iwerzhon. Gwelet a reer dija bugale gant o zud, ganto ur banniel hag un tog gwer oc’h ober tro o zi. Tutoioù zo bet savet evit deskiñ penaos sevel ur gwiskamant eus ar bravañ seurt !
☘️Well done St. Joseph’s N.S, Bouleehshere, Ballyheigue, Co. Kerry 👏
📱Don’t forget to post your videos on March 17th using #RTÉVirtualParade to be in with a chance of winning great prizes with thanks to @lidl_ireland https://t.co/ELCBj4iKU1 @stpatricksfest #SPF2021
— RTÉ (@rte) March 13, 2021
Emgav a-benn 2022 ?
Ijin a zo neuze, daoust d’ar C’hovid, evit klask lidañ ar gouel. Kevredigezh ar Saint Patrick’s Festival e Dulenn he deus divizet sevel ur fest c’hwec’h devezh-pad… enlinenn. Kinnig a reont abadennoù, kelaouadennoù, baleadennoù, prezegennoù, lennadennoù barzhonegoù hag, evel-just, sonadegoù abaoe digwener diwezhañ betek diwezh nozvezh Sant Padrig. Lañset ez eus bet ur chadenn skinwel enlinenn a-ratozh-kaer. Tem ar bloaz-mañ o vezañ : Dúisigh Éire! Awaken Ireland! Dihun ‘ta Iwerzhon!
Gwir a-walc’h ne c’hello abadenn enlinenn ebet lakaat da dalmiñ kalonoù an dud kement hag a-raok. Setu, ma vank deoc’h ivez, betek re, trouz ha c’hwezh an tavarnioù, e c’hallit c’hwi ivez kaout un doare dibar hag ijinus da lidañ deiz Sant Padrig : enaouiñ ur voujienn gant c’hwezh ar whiskey, evañ ur banne bier diouzh ar voutailh, selaou sonioù an davarn war an uhelgomzerioù, ha sellet ouzh an abadennoù tele. Gant ma vo profitet teir gwech muioc’h e 2022 ?
Piv on-me ?
Tudi Crequer
Kazetenner on abaoe un dek vloaz bennak ha gwelet a vezan o kuriusaat e Breizh hag en Iwerzhon. Ar stourmoù sokial hag ekologel kement ha istor ar vro a zo sujedoù a blij din kontañ em fennadoù.
Copyright ar skeudenn : Pascal Sacleux