E-pad div sizhun, etre an 18 a viz Du hag an eil a viz Kerzu 2022, e vo dalc’het an 3e Euskaraldia1 e Bro-Euskal a-bezh. Gant ar c’horrika eo ar brasañ darvoud aozet evit an euskareg er vro. 225 000 den o doa kemeret perzh e 2018, lod gwisket gante ar badj ahobizi ha lod all ar badj belarriprest. Palioù an darvoud a zo cheñch boazioù yezh an dud ha lakaat implij ar yezh da greskiñ er gevredigezh.
Digarezioù kollet evit komz o yezh. Setu traoù a c’hoarvez ingal en o bro d’an dud a gomz o yezh vinorelaet. Kenofisiel pe get, an endro hag ar boazioù a lak an dud da lavaret ar gerioù kentañ en o yezh, pe get, evit kregiñ ur gaozeadenn. Hag an tu kreñv a ya gant ar yezh vestr al lod brasañ eus an amzer.
Evit terriñ an inersiezh ha lakaat an dud d’en em soñjal war o boazioù yezh e oa bet krouet an Euskaraldia e 2018. Kenurzhiet eo etre “Euskaltzaleen topagunea” a vod ar c’hevredigezhioù evit ar yezh dre ar vro hag ar servijoù e-karg eus ar yezh e pep strollegezh publik a rann Bro-Euskal. Abaoe 2018 neuze e tistro an doare pleustradeg vras-mañ bep 2 vloaz. Krouiñ a ra un nerzh-stroll pozitivel gant ar soñj degas cheñchamant er gevredigezh a-bezh hag en tu all d’ar reuziad amzer termenet.
Genoùbev ha skouarnbrest
E-giz-se e c’hellfer treiñ ahobizi ha belarriprest, anvioù an 2 roll kinniget d’an dud dibab e-pad an Euskaraldia. Evit pep roll ur badj da wiskañ a-hed an darvoud ha hervez emouestl an dud e doareoù disheñvel. Setu ar skouerioù roet war al lec’hienn:
- Ane a gompren an euskareg met ne gomz ket mat-tre, hag abalamour da se e komz Aitor spagnoleg ganti. Divizet he deus Ane bout belarriprest, hag Aitor en deus dibabet bout ahobizi. E-giz-se, Aitor a gomzo euskareg da Ane, hag Ane a responto dezhañ en euskareg pe e spagnoleg (evel ma c’hell hag evel he dez c’hoant). Ouzhpenn da se ec’h implijo Aitor an euskareg gant an holl re a gompren.
- Pa’z a Iban da brenañ dilhad, ha ne oar ket hag-eñ e oar implijiad·ez ar stal euskareg, e vez boaz da c’houlenn e galleg. Bremañ, dre m’en deus divizet bout ahobizi, e krogo Iban en euskareg gant an dud n’anavez ket. Ma komprenont euskareg e kendalc’ho en euskareg.
- Da gustum e ra Maria gant an euskareg. Koulskoude, pa respont unan bennak a gompren anezhi e spagnoleg, e kendalc’h-hi e spagnoleg normalamant. Bremañ e vo Ahobizi, hag e kendalc’ho en euskareg gant an holl re a gompren.
Reiñ a ra an Euskaraldia talvoudegezh d’ar yezherezed ha yezherien dizoberiant, ar re a gompren ar yezh met a vez start dezhe ober ganti. Gallout a reont int ivez lakaat ar yezh da vevañ.
Koulzadoù kent dre ar vro
Intrudu lec’hel a oa bet a-raok an Euskaraldia, e kêrioù disheñvel o endro yezh.
En ul lec’h euskarek-tre, Lasarte-Oria, e vez aozet “maraton an euskareg” bep 4 bloaz, pedet eo an dud da implijout an euskareg hepken e-pad 40 eurvezh. E 2016 e oa bet graet e-pad 40 devezh hag eno oa ganet ar badjoù ahobizi ha belarriprest.
En Agurain (e-lec’h ma oa bet kollet ar yezh en 18vet pe 19vet kantved) eo 15 eurvezh en euskareg a oa bet aozet, ha tremenet e oa ken mat ken o doa adkroget un tamm diwezhatoc’h gant 75 eurvezh en euskareg.
BAM! a oa anv al luskad (eus tu ar Stad-C’hall en taol-mañ) krouet e 2017 e Baiona, Angelu ha Miarritze. Kêrioù niverus o annezidi met izel feur an dud a oar euskareg enno (9000 gouest da implijout ar yezh mui 6800 den a gompren). 806 ahobizi ha belarriprest o doa lakaet o anv evit 7 devezh en euskareg.
Bewech e oa bet dedennus-tre an disoc’hoù hag an efedoù, ha c’hoant gant holl adkregiñ e-barzh e-pad an Euskaraldia kentañ e 2018.
Sevel lec’hioù aes implijout an euskareg enne
Goude berzh bras an Euskaraldia kentañ e oa bet ijinet un doare nevez da gemer perzh evit an eil taol. Ouzhpenn dibab an hiniennoù da vout ahobizi pe belarriprest, kinniget e oa bet d’an dud sevel arigune-où2 ivez, pe lec’hioù e-lec’h ma ouier e c’haller implijout an euskareg. Siwazh e oa e miz Du ha Kerzu 2020, e-kreiz enkadenn ar c’hovid.
Adlañset eo ar galv er bloaz-mañ neuze. Kement embregerezh, strollegezh, kevredigezh, strollad, kleub a c’hell lakaat e anv gant ma heulio un nebeud reolennoù. Rankout a ra bout un dibab graet a-stroll. Ha pe e vez komprenet euskareg gant an holl hag e vint holl ahobizi pe belarriprest, pe e vez lakaet un den ahobizi pe belarriprest e kement degouezh e-lec’h ma vez un darempred gant ar publik (degemer, pellgomz, kef etc.).
N’haller ket tremen hebioù d’an Euskaraldia e Bro-Euskal. Gant ur c’houlzad kehentiñ kreñv, sikour ar strollegezhioù publik, hag ur skipailh tud gopret dre ar vro harpet gant tud a-youl vat e tistono an euskareg a-bep-tu adarre.
1 al lostger -aldi a verk mennozh ur mare amzer. Euskaraldia a zo neuze: mare an euskareg, koulzad an euskareg, un tammig evel -adeg e brezhoneg, an euskaradeg neuze
2 ur ger nevez-krouet a dalvez tamm pe damm lec’hioù d’ober (gant ar yezh).
Piv on-me ?
Derv Uhellou
Dedennet gant ar stourmoù kaset tro-dro d’ar yezhoù minorelaet, ar stourmoù sokial, ar glad dizanvezel, ar gwenan ha traoù all c’hoazh. O chom e Bro-Euskal er mare-mañ.