Ar bloaz-mañ e vo lidet gant Skol an Emsav (SAE) he 50 vloaz. Lukian Kergoat, bet kelenner e skol-veur Roazhon 2 hag ezel eus SAE, a zegas da soñj istor ar strollad deomp.
E ranker lâret, an Emsav, ar stourm evit ar yezh, ar brasañ a zo bet, d’an amzer-se e oa.
Diwar betra ‘oa bet ganet SAE ?
Skol an Emsav a oa ganet e gwirionez diwar un darzhadenn eus ur framm all a oa, a oa ur framm kelenn dre lizher dreist-holl, a oa SADED1. Doare mont en-dro SADED na blije ket kalz d’ar re yaouank a oa deuet e-barzh ha diwar an dra-se e 1969 ez eus bet ur seurt tarzhadenn. Dek ha pevar-ugent dre-gant deus an dud zo aet er-maez. Ha gant ar re-se eo bet ganet Skol an Emsav.
Peseurt mod ‘oa c’hoarvezet an traoù ?
E 1969 ‘oa an dra-se. Bez’ oa kreizennoù eus SADED a oa anvet ESB, Emsav Stadel Breizh. Setu an daou a yae asambles, ar framm kelenn hag ar framm « politikel » en ur mod. Kreizennoù a oa, ne oa ket kalz met un nebeud a oa. E Brest e oa unan, a oa stag eus Kastellin, e lec’h ma oa Gi Etienne2, unan eus pennoù bras SADED. Me ‘oa e-barzh kellig Brest-Kastellin, asambles gant Erwan Kervella3 da skouer, Reun ar Glev4, hag un nebeud re all. Ne oamp ket gwall niverus. Hag ar bloavezh-se, war-dro Pask, ‘oa bet un diviz etre ar re a oa e penn Emsav Stadel Breizh, ar re a skrive e-barzh ar gelaouenn Emsav, evit klask goût peseurt emzalc’h kaout dirak ar re a c’houlenne kaout brezhoneg e-barzh ar skolioù dre vras (skolioù, skolajoù, liseoù, skolioù-meur).
Hag aze ‘oa deuet ar c’hlozadur e oa arabat lakaat brezhoneg e-barzh ar skolioù peogwir e oa tennañ he nerzh dispac’hel digant ar yezh. Ha ni e Brest e oa bet goulennet ganeomp, peogwir e oamp studierien, skignañ traktoù, er skol-veur, evit lâret e oa arabat kaout brezhoneg e-barzh ar skol-veur ! Setu-ni ne oamp ket a-du tamm ebet ha diwar an dra-se, eo aet ar re gentañ er-maez deus ESB-SADED, re kellig Brest-Kastellin. E gwirionez, re Vrest e-keñver Kastellin. Re Vrest zo aet er-maez, me zo aet er-maez, Erwan Kervella zo aet er-maez…
Petra zo kaoz ne oac’h ket ali gant tud ESB-SADED ?
Evit tud ESB-SADED e oa arabat lakaat ar brezhoneg e-barzh ar framm gall. Ar raktres a oa krouiñ ur framm e-kichen ha bep un tammig e teufe hennezh da vezañ kreñv a-walc’h evit kemer plas egile. Ni a oa studierien dreist-holl, e darempred gant studierien all, hag a wele mat, lakaat brezhoneg e-barzh ar skol-veur pe e-barzh ar skolioù, forzh pegen bihan e oa ar plas, a lakae memes tra un toullad tud da vezañ kizidikaet eus ar yezh hag eus stad ar vro. E-touesk ar re a heulie ar c’hentelioù brezhoneg e Brest da skouer – ha koulskoude n’heller ket lâret e oa ur gwall zispac’her ar chaloni Falc’hun – e-touesk ar re-se memes tra ‘oa ur spered a gase an traoù war-raok. Ouzhpenn-se, bez’ ‘oa ur strollad politikel da neuze, en doa un tamm levezon war bed ar studierien, a oa an UDB. Bez’ ‘oa kalzik studierien a oa e-barzh an UDB, gwerzhet e veze Le Peuple Breton e-barzh ar ru. Erfin, nerzh a oa. Darempredoù ‘oa gant ar re-se ivez.
Neuze diwar an dra-se ez eus bet un troc’h, un troc’h kentañ. Ha goude-se ar choaz hon oa graet-ni a zo bet graet e gwirionez gant dek ha pevar-ugent dre-gant eus an dud e kendalc’h ESB-SADED. Ur c’hamp a oa e-pad an hañv, hag e-pad ar c’hamp-se eo tarzhet an traoù5. Me ne oan ket ken peogwir ne oan ket e-barzh ken, neuze n’em oa ket da vont.
Penaos ‘oa bet soñjet an traoù er penn kentañ ?
A-raok e laboure ESB-SADED e daou vod, ar framm politikel skoret ouzh ar framm kelenn, pe ar c’hontrol. Pa int aet er-maez, ar re a zo aet er-maez o deus klasket sevel un dra bennak heñvel a-walc’h. Skol an Emsav ar framm kelenn hag Emsav ar Bobl Vrezhon (EBV) ar framm politikel, tamm pe damm. Ar framm politikel bep un tammig zo aet war zizeriañ, peogwir eo bet splann e oa dibosubl kas ur raktres ken ledan war-raok, hag an obererezh war dachenn ar stourm evit ar yezh eo a zo kreñvaet.
Me n’on ket bet e-touesk ar re o deus krouet Skol an Emsav peogwir ne oan ket e-barzh SADED ken. Adkavet em eus ma mignoned kozh pa oan deuet da Roazhon ur bloaz war-lerc’h…
Petra ‘oa tro-spered tud SAE ?
E 1970 on deuet e-barzh Skol an Emsav en-dro. Hag adalek 1970, war an dachenn sevenadurel hon eus klasket ober un tammig ar c’hontrol eus pezh a rae SADED. Tud SADED a soñje dezhe e oa dav kinnig kentelioù war al live uhel, evit krouiñ ur seurt intelligentsia ar yezh vrezhonek. Ha bep un tammig goude-se, honnezh eo he dije bet levezon war ar bobl. Un tammig mennozh Gwalarn e oa an dra-se ivez. Krouomp ul lennegezh splann ha kaer, hag ur wech ma vo un dra ken brav, ar re all a zeuio da heul.
Padal Skol an Emsav zo aet kuit diwar ur soñj all. Diwar an diazez eo e oa dav labourat, e-touesk ar re na ouient netra pe ar re o doa c’hoant deskiñ. Setu rouedadoù kentelioù-noz zo bet savet un tammig pep lec’h ha kreizennoù eus Skol an Emsav zo bet savet bep un tammig ivez. Goude pemp pe c’hwec’h vloaz e oa diazezet Skol an Emsav war Breizh a-bezh. Bez’ ‘oa kreizennoù e pep lec’h. Bez’ ‘oa e Naoned, e Brest, e Karaez, e Kemper, bez’ ‘oa en Oriant. Kement kêr vras a oa he doa ur greizenn eus Skol an Emsav. Ur bloavezh ‘m oa graet ur gartenn vihan eus brasder ar c’hreizennoù hag ar greizenn vrasañ, ‘m eus soñj, a oa amañ e Kemper. Amañ oa ar muiañ a dud.
Skol an Emsav, pa oa e Roazhon c’hoazh er penn kentañ, n’he doa ket dilezet penn-da-benn memes tra ar raktres da stummañ war ar brezhoneg war al live uhel. Bez’ ‘oa ur skipailhig a oa kroget da soñjal e-barzh dornlevrioù war meur a zanvez. Francis Favereau en doa labouret war un dornlevr deskiñ ar yezh hag a oa bet embannet gant Skol an Emsav a soñj din. Tangi Louarn en doa labouret war an ekonomiezh ma ‘m eus soñj mat. Ivon ar Gag, paotr Skrigneg, en doa labouret war ar matematikoù. Me ‘m oa labouret war un dornlevr geologiezh. Al levrenn gentañ zo bet embannet gant Hor Yezh, e penn kentañ ar bloavezhioù 70. Francis en doa savet un dibab testennoù evit kaout kentelioù uhel war ar yezh. ‘Mod all zo bet embannet ul levr all, ul levr deskiñ, gant Skol an Emsav ivez, graet gant Mona Bouzec-Cassagnou, ur plac’h deus Rieg hag a zlee ober stajoù kostez Rieg. Mod all e-barzh ar c’hentelioù-noz e veze graet gant levr Per Denez a oa bet embannet d’ar mare-se6.
Setu Skol an Emsav lañset gant kreizennoù un tammig pep lec’h a rae a bep seurt traoù. Graet e veze kentelioù-noz. Ha da gement vakañsoù a oa e veze stajoù. Bez’ oa staj Nedeleg, staj Pask, staj bras an hañv. Ha diwar an dra-se e veze stummet kalzik tud memes tra. Stourmet e veze evit kaout un toullad traoù arouezius ivez e-giz ar chekennoù brezhonek kentañ. Ar re-se a oa bet deut a-benn da gaout anezho gant un ti-bank met goude-se lakaat anezho da vezañ degemeret gant ar stalioù a oa un afer all, pe gant an tier-gar. Gant frammoù ar Stad eo bet an diaesañ. Stourmoù e-giz-se zo bet. Kaout panelloù brezhonek ivez a veze goûlet…
> Adkavit eil lodenn ar pennad e penn kentañ miz Here 2019 !
(pennad-kaoz bet enrollet gant Tomaz Laken e Kemper e miz Eost 2014)
Skeudennoù : Lukian Kergoat o kemer ar gaoz e-kerzh Dael (emvod-meur) SAE ar bloaz 1980, ha logo kozh SAE © Dielloù Skol an Emsav niverelaet gant Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) Sant-Ervlan.
1 Strollad an Deskadurezh Eil Derez.
2 Gi Etienne (1928-2015), anavezet evit bezañ krouet an ti-embann Preder e 1958.
3 Erwan Kervella (1949-1984), treser, bet e-mesk skolaerien gentañ Diwan.
4 Reun ar Glev (1922-2008), Yezhoniour, geriadurour. E oberenn vrudetañ : Dictionnaire classique français-breton, Al Liamm, 1983.
5 Staj Mur, e miz Eost 1969, hervez pennad Tangi Louarn, « Skol an Emsav, histoire d’une résistance », Le Peuple breton, C’hwevrer 2017.
6 Brezhoneg Buan hag Aes, Omnivox, 1972. Gwelet ivez Mélanie Jouitteau, « Studiadennig war plas ar merc’hed evel m’emaint skeudennet el levrioù pedagogel brezhoneg », Al Liamm, n°403. 2014.
Evit mont pelloc’h ganti
Adkavit Lukian Kergoad ha Lena Louarn e-barzh podkastoù an abadenn Pikous-Dibikous… War Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne-Naoned ha www.radiobreizh.bzh
Eil lodenn an atersadenn a vo embannet ganeomp e penn-kentañ miz Here 2019.
Peotramant c’hoazh e-barzh niverenn 427 ar gelaouenn Bremañ.
Piv on-me ?
Tomaz Laken
Me zo bet ganet e Naoned met abaoe un tamm amzer bremañ, e vezan o chom etre Bro-Dreger ha Kerne Uhel. Animatour on evit Radio Kreiz Breizh e Sant-Nigouden.