Er bloaz 1969 e oa bet krouet Skol an Emsav da heul un disrann e diabarzh al luskad ESB-SADED (1) (gwelet lodenn gentañ ar pennad). Er memes bloaz e oa bet ganet ur bodad-stourm all, “GALV”, diwar intrudu ar Falz, Yaouankiz Studierien Vreizh (JEB) hag Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB). Lukian Kergoat, bet kelenner e skol-veur Roazhon 2, a oa perzh e stourmoù ar mare-se.
Lukian Kergoat, petra az poa graet e-barzh GALV ?
Da vare GALV em boa krouet ‘barzh ma c’humun e Plogoneg, « GALV Plogoneg », ur greizenn a oa eus GALV Plogoneg. Petra ‘veze graet ? Skignañ traktoù evit lâret ‘oamp ket kontant ! D’ar mare-se ez ae an dud d’an oferenn. Setu pa veze echu an oferenn e veze skignet traktoù e toull dor an ilizoù tro-dro da Blogoneg…
‘Mod all, livañ panelloù, skrivañ « Hag hor yezh ? » warno. Kement post transformatour war vord an hentoù tro-dro da Blogoneg zo bet livet. Unan zoken am boa livet e Ploneiz. D’ar mare-se, hent Douarnenez, neuze Kemper-Douarnenez a dremene dre bourk Ploneiz. E-kreiz bourk Ploneiz e oa ur post transformatour. Neuze ‘m oa livet eus un tu, ‘vit ar re ‘oa o tont eus Kemper. Hag eus an tu all, evit ar re ‘oa o tont eus Douarnenez. Ha peogwir e chome pentur ganin e oan bet o livañ eus an tu all, eus tu ar park evit ma vefe gwelet gant ar saout hag al labourerien-douar a oa eus an tu all. Soñj ‘m eus ‘m oa riñset ma fodad pentur. D’ar mare-se ‘oa pentur, ha n’eo ket bombezennoù, neuze oa ret kaout ur gwispon. Setu gwelloc’h e oa kaout dilhad kozh evit ober ur seurt labour. Da’m soñj kement post transformatour zo bet livet. War lod anezho e c’heller divinout c’hoazh bremañ ar pezh ‘oa bet livet ganomp, setu e oa pentur mat, sur !
GALV a oa aet d’an traoñ buan a-walc’h, abalamour da betra ?
GALV ‘n oa choazet d’ur mare bennak ober gant ar skritur skolveuriek, hini skol-veur Brest. Ha diwar-se lod eus ar c’hreizennoù ‘oant ket a-du. Setu-ni ‘n eus bet graet atav gant ar peurunvan e Plogoneg ‘vel-just, met setu un digarez all da C’HALV marteze da chom hep gwelet muioc’h a dud o tont etrezek ennañ. Hag un eil abeg a zo peogwir e oa savet gant Ar Falz, Emgleo Breiz, an UDB… Ur mare bennak ‘n eus bet c’hoant an UDB tamm-pe-damm da vestroniañ an dra. Lakaat GALV da zont da vezañ tamm-pe-damm stagadenn sevenadurel, pe evit ar yezh, an UDB. Ha santet eo bet fall gant ar re ‘oa e-barzh hag an traoù zo aet d’an traoñ. Ha d’ar mare-se just a-walc’h eo pignet Skol an Emsav. Met n’eo ket dres gant ar memes tud, met tud tost a-walc’h memes tra.
P’o deus kroget tud Skol an Emsav da stourm, o pegañ traoù war ar panelloù dreist-holl, soñj ez peus e peseurt bloavezhioù oa ?
E 1976 pe e 1977. Me ‘m eus soñj mat, e burev Skol an Emsav e oan d’ar mare-se, pa oa bet choazet ganeomp peseurt kêrioù a vefe bet staget warno pegsunioù, pe livet, er bloavezhioù-se. Krogadoù ‘veze graet ‘giz-se, divizet ober nozvezhioù ‘pad ur pennad. Goude-se ‘vije gortozet un tammig…
Da gentañ tout ‘oa ket bet divizet gant Skol an Emsav e vefe bet duet kement tra a oa met soñjet oa bet ‘vefe bet duet un nebeud arouezius-tre. Ar re a oa da vat pell-mat an doare brezhonek eus ar galleg, e-giz Montroulez ha Morlaix, aze e oa splann. Aze zo bet graet e meur a vod. Stourmet zo bet en ur stagañ pegsunioù, an dra-se a chome arouezius-tre. Bez’ zo bet tabutoù ivez evit goût e peseurt liv e vefe livet ar panelloù, livet e du pe livet e gwenn.
Diwar ar stourm-se eo ganet Stourm ar Brezhoneg goude-se peogwir, Skol an Emsav a ranke, evit mont en-dro, kaout skoazell memes tra, arc’hant. Pas kalz met dont a rae ur gwenneg bennak memes tra a-berzh an ti-kêr evit ar c’hentelioù brezhoneg. Ha fell’ a rae deomp derc’hel d’un obererezh hag ar riskl a oa, ma vefemp aet da zistruj traoù, e vefe bet divodet hervez lezenn ar framm. Setu deuet e oa splann ne oa ket gouest ken e gwirionez ar framm sevenadurel da zont da vezañ ur framm stourm. Setu e-giz-se eo ganet SAB. Memes tud e oa forzh penaos. Ne oa ket a-enep Skol an Emsav d’ar pezh a veze graet gant Stourm ar Brezhoneg.
Te az peus bet graet traoù war anv Stourm ar Brezhoneg ivez ?
A-wechoù e veze galvet mont da zuañ panelloù… Met Stourm ar Brezhoneg ‘oa ket frammet, ‘oa ket urzhiet e-giz ma oa Skol an Emsav. Aze oa un nebeud tud, un taol pellgomz… Soñj em eus e oa bet graet un taol e-giz-se tro-dro da Gemper amañ. Ni ‘n oa soñjet e vefe bravoc’h livañ panelloù e gwenn, evit ma ne vefe, a-greiz-holl, netra da lenn ken war ar panelloù. An dra-se oa un tammig ma mennozh. Kavout a raen e oa brav ivez diskouez ne oa yezh ebet ken, un tammig e-giz pa oa bet tarzhadenn Roc’h Tredudon ha ne oa ket brezhoneg ken war an tele, na oa ket galleg kennebeut, un tammig ar mennozh-se…
Obererezh Skol an Emsav a oa troet kentoc’h war-du ar c’helenn brezhoneg ?
Ya. Kalz eus an dud a oa paket memes tra gant ar c’hentelioù-noz. P’eo deuet ar skolioù Diwan eo ar memes tud o deus klasket lañsañ skolioù Diwan. Skolioù digoret ganto a-wechoù evit o bugale ivez peogwir, ar re yaouank a oa kroget d’ober bugale etrezo. Tout an traoù-se zo stag. Diwar an dra-se eo dizeriet Skol an Emsav e gwirionez. Kreizennoù SAE a zo deut da vezañ tamm-pe-damm kuzul skoazell ar skol Diwan a oa war al lec’h. Ar c’hentelioù-noz a oa memes tra unan eus obererezhioù pouezusañ Skol an Emsav. An dra-se oa un doare stourm ivez peogwir ne oa netra. Nemet adalek ma oa bet graet skol-noz e-pad un toullad bloavezhioù, ar c’hêrioù, an tier-kêr a zo kroget da arc’hantiñ ar c’hentelioù-noz graet e-barzh an MJCoù, pe e-barzh ul lec’h all. Setu diwar an dra-se ‘oa ket ezhomm da gaout un emsav stourm ken evit ober ar c’hentelioù-se peogwir eo kentoc’h dindan tok un MJC pe un dra bennak e-giz-se e vijent graet, e-giz obererezh ordinal un ti ar re yaouank. Goût a ran en Oriant eo bet e-giz-se. Ni ‘n eus bet graet kentelioù ha goude-se eo an MJC e-unan en deus kinniget kentelioù brezhoneg. Hag a-hend-all…Diwan o tiwan…pe o sevel kentoc’h, ‘n eus tapet an dud ivez. Kalz eus an nerzh zo aet da suraat ar pezh oa bet krouet. Peogwir ‘ranker lâret, ur gwenneg evit Diwan a oa diaes da bakañ. Setu e vije dav aozañ festoù-noz ha traoù ‘giz-se ‘vit derc’hel d’ar skol rak ret e oa paeañ gopr ar skolaerien. Gouelioù ‘giz-se zo bet aozet.
Met manifestadegoù bras n’eus ket bet graet, nann. Pa oa jeneralist obererezh Skol an Emsav er bloavezhioù 1970, er bloavezhioù 1980 eo deuet an traoù da vezañ ispisialet tamm pe damm. Ar c’helenn a oa… E diabarzh Diwan e veze graet. Diwan o vont en-dro. Hag an diwan a veze soñjet ennañ, da lâret eo an eil derez peogwir ‘oa ket c’hoazh. Bodadoù-labour an eil derez zo bet krouet ganin ivez, er bloavezh 1985. Erfin, ur c’hendiviz oa bet e Landerne e 1984. Er c’hendiviz-se oa bet divizet krouiñ un eil derez ha diwar ar choaz-se zo bet bodet tud evit en em soñjal war ar pezh a oa ret kaout evit digeriñ ur skolaj hag ul lise da heul. Setu aze zo aet kalz nerzh ivez da sevel ur seurt tra.
Skol an Emsav a oa e-barzh an Talbenn Sevenadurel Araokour…
A-raok na zo bet ur cheñchamant bolitikel gant 1981 zo bet manifestadegoù evit ar yezh ha d’ar manifestadegoù-se e teue dre vras ar strolladoù politikel eus an tu kleiz, e-giz an UDB met ar PS ivez, lod anezho da nebeutañ, hag ar Falz. Setu etre ar Falz, an UDB ha Skol an Emsav ‘oa bet savet un talbenn araokour. Bez’ zo bet manifestadegoù e meur a lec’h. Ur vanifestadeg vras oa bet e Gwengamp, ur bloavezh.
E ranker lâret, tud a bep seurt zo bet e-barzh Skol an Emsav ivez. Un amzer zo bet, er bloavezhioù 1970, betek tarzhadennoù diwezhañ an ARB, e oa SAE ur framm en doa c’hoant an tuoù politikel a oa e Breizh da vont e-barzh. N’eo ket evit mestroniañ, met da nebeutañ evit awenañ an dud a oa e-barzh da zont etrezek o « chapel », en ur mod, pe o zi, pe o iliz-veur ! (c’hoarzhadenn) Bez’ oa tud eus an UDB, bez’ oa tud eus an ARB, bez’ oa tud eus strolladoù all, eus ar PS zo bet marteze unan bennak, n’eus ket bet kalz. Daniel Gilles, eus ar PC (Parti Communiste), a zo bremañ e kuzul-rannvro Breizh, zo bet e-barzh Skol an Emsav.
Er memes mare ma oa Stourm ar Brezhoneg o klask lakaat brezhoneg war an heñchoù departamant, bez’ oa memes tra kumunioù o doa divizet lakaat panelloù divyezhek…
Ar pezh a cheñcho a vo gant al lezenn Deferre war ar rannvroelaat, ar rannvroeladur kentañ e 1983. Adalek ar bloavezh-se e teu bord an hentoù da vezañ d’ar c’humunioù, d’an departamantoù, ha n’eo ket pep tra d’ar Stad ken. A-raok ‘oa ket tu da lakaat kazi netra. Pa ‘veze lakaet traoù ‘oa ket tu da skrivañ anezho gant lizherennoù ofisiel. Da skouer, bez’ oa bet An Oriant a oa bet skrivet gant lizherennoù doare kaligrafiezh kelt. An dra-se oa bet graet. Peotramant skrivet gant lizherennoù bihan kostez, ‘vit diskouez n’eo ket ur panell-heñchañ e oa met kentoc’h un doare bruderezh.
Amañ e Kemper e oa bet graet ivez gant Cozan a oa neuze en ti-kêr. Lakaet oa bet panelloù koad, ha n’eo ket houarn, dindan ar re houarn, ha skrivet gant lizherennoù keltiek ivez, lizherennoù bihan ouzhpenn. Setu ‘oa ket tu d’ober an drevez eus doare ar Stad ha ne oa ti-kêr ebet, din da c’hoût, ‘n oa graet rik ha rak ar pezh a oa ar standard. Ne soñj ket din. Padal evit ar BZH oa bet graet. Peogwir, evit ar BZH zo bet prosezioù ivez, an teir lizherenn war gwenn, ar pegsunioù da stagañ war ar c’hirri-tan, an dra-se oa bet ijinet d’am soñj e 1966 pe 1967. Prosezoù oa bet. Gounezet tout ar prosezoù. Peogwir aze oa ur standard, kaout lizherennoù bras war foñs gwenn ha netra ouzhpenn ha padal ar BZHoù oa bet graet a oa gant lizherennoù bihan, ar B oa bras met ar Z oa bihan hag an H oa bihan. Hag ouzhpenn-se oa bet lakaet ardramez Breizh a-us. Ar re-se oa ar BZHoù kentañ. Gant ar re-se oa bet gounezet tout ar prosezoù. Neuze petra ‘n oa graet Skol an Emsav er bloavezhioù 1970 ? Sevel unan ofisiel, gant ment al lizherennoù, an tevder. An dra-se d’am soñj n’eo ket bet graet gant ti-kêr ebet. Ar pezh oa bet graet ‘oa traoù folklorel un tammig.
Adalek 1983 zo droad d’ober. Diwar neuze e vez gwelet tier-kêr o kregiñ da lakaat hag ‘vit skoazellañ an tier-kêr-se em boa savet, ar bloaz war-lerc’h, er bloavezh 1984-1985 ar Greizenn Enklask war an Anvioù-lec’h e diabarzh Skol Uhel ar Vro. Skol Uhel ar Vro he doa ‘giz-se kreizennoù hag a rae dreist-holl war-dro an embann. Met bez’ oa un nebeud strolladoù memes tra hag a glaske mont dreist da skoazell an embann, e-giz-se da skouer hini Philippe Carrer aze, an etnopsikiatrour a oa en ospital Kemperle. Hennezh a glaske lakaat un nebeud intelektualed da brederiañ war temoù etno-sosiologiezh, psikiatriezh… hag embannet en deus gant Skol-Uhel ar Vro un toullad levrennoù diwar-benn an alkolegezh e Breizh, hag ar brezhoneg… Setu klask a rae sevel ur sort bodad preder. Ha me e diabarzh rann ar yezhoniezh e Skol Uhel ar Vro zo deuet da soñj din ober memes tra ha sevel ur greizenn enklask war ar panelloù-heñchañ evit sikour an tier-kêr, evit awenañ anezho, evit na vefe ket lakaat forzh petra.
Peseurt diferañsoù a welez etre ar stourm ‘vit ar brezhoneg er bloavezhioù 1970-1980 ha bremañ ?
Pezh a zo disheñvel eo bremañ ‘mañ ar muiañ niver a-du gant ar brezhoneg. D’ar mare-se ‘oa ket. Ur bihan-niver e oa. Oberiant. Oberiant-tre (c’hoarzh). Efedus ‘vit e oberiantiz met a oa pell da vezañ a-du al lodenn vrasañ deus an dud gantañ. Pa ‘n oa divizet amañ ar c’huzul-departamant gant Jean-Yves Cozan skoazellañ an tier-kêr da lakaat panelloù divyezhek, aze oa bet bec’h. ‘Barzh e strollad politikel ‘oa ket a-du tout an dud gantañ. E strollad ar c’hreiz e oa. Bez’ ‘n oa un enebour taer er Vro-Vigoudenn, Guellec. (2) Ha pa ‘z eus bet lakaet panelloù divyezhek e pep lec’h en departamant, an tier-kêr, peogwir e veze paeet, o deus asantet. Nemet e bro Guellec. Er Vro-Vigoudenn ‘n eus bet hini ebet. Plouneour-Lanwern, Pouldreuzig… War-lerc’h zo bet lakaet met un tamm mat war-lerc’h…
(1) Emsav Stadel Breizh (framm politikel) – Strollad an deskadurezh eil derez (framm kelenn).
(2) Ambroise Guellec, bet ganet er Vro-Vigoudenn e 1941, zo bet maer e Pouldreuzig etre 1979 ha 2008.
Piv on-me ?
Tomaz Laken
Me zo bet ganet e Naoned met abaoe un tamm amzer bremañ, e vezan o chom etre Bro-Dreger ha Kerne Uhel. Animatour on evit Radio Kreiz Breizh e Sant-Nigouden.