E-kreiz miz Du e oa bet aozet ur staj emzifenn e brezhoneg penn-da-benn gant ar gevredigezh Difenn, e Douarnenez. Abaoe pell e oan dedennet gant ur stummadur seurt-se, hep krediñ lakaat ma anv c’hoazh koulskoude, betek ar c’hinnig-se da dremen daou zevezh e brezhoneg penn-da-benn.
Devezh kentañ
Erruout a ran e MJC Douarnenez, ti ar re yaouank hag ar sevenadur, el lec’h ma vo aozet ar staj e-pad daou zevezh, kenaozet gant Difenn hag Emglev Bro Douarnenez. Nav flac’h o deus lakaet o anv en holl, ne anavezan nemet unan anezho hag ar stummerez, Cécile Jacq. Tro am eus bet da gejañ gant lod all ur wech pe ziv met dre vras ez eo kentoc’h pennoù nevez a welan amañ, pennoù yaouank.
Cécile, ar stummerez, a zo bet e-pad bloaz e Belgia oc’h heuliañ ur stummadur war an emzifenn gant Garance, ur gevredigezh bet savet e 2000 gant ar pal stourm a-enep d’ar feulster diazezet war ar jener. Implijadez nemeti Difenn eo, hag a-hed ar bloaz ez a da gejañ gant skolajidi pe liseidi evit komz ganto diwar-benn ar stereotipoù, an darempredoù paotred/merc’hed, plas ar merc’hed er gevredigezh…
Displegañ a ra deomp perak n’eo digor ar staj nemet d’ar merc’hed : a-bouez eo ne vefe ket adkrouet er strollad ar gwask a c’heller gouzañv er gevredigezh war ar pemdez. Lec’hioù ankemmesk* a vez graet anezhe. Sikour a ra an ankemmesk da grouiñ un aergelc’h a fiziañs, e-lec’h ma c’hell pep hini bezañ en hec’h aez. Reolennoù sklaer a laka ar stummerez diouzhtu, diaezet war ar vadelezh, evit ma tremeno an dibenn-sizhun eus ar gwellañ : arabat barn ar berzhidi all, ar fiziañs a rank bezañ o ren etrezomp.
Amañ e vo desket penaos en em zifenn en un doare fizikel, met ivez dre gomz : an holl ac’hanomp o deus bet tro da vevañ tagadennoù seksour un deiz bennak, pe da vezañ test eus emzalc’hioù displijus, dizoujus pe/ha taer, hep gouzout dre ret penaos respont dezho. Pal ar staj a zo reiñ ostilhoù, krediñ respont d’an tagadennoù ha bezañ emskiant eus he nerzh.
An devezh kentañ a zo gouestlet d’an emzifenn fizikel. Un nebeud teknikoù simpl met efedus a zeskomp. Displegañ a ra Cécile e c’heller tennañ splet eus ar barr adrenalin a resever pa vezer spontet gant un dagadenn, da skouer : tost dek gwech muioc’h a nerzh hon devez, hag ur sell kalz lemmoc’h. Pe c’hoazh, reiñ un taol troad efedus a c’houlenn nebeutoc’h a nerzh eget pignat gant an diri… Er strollad ez eus merc’hed ha n’o deus ket soñjet morse kaout kement a nerzh enno, ha bezañ gouest d’en em zifenn. Mennozhioù a zo bet peget ennomp hag a ranker distroadañ.
Eil devezh
Kenderc’hel a reomp da bleustriñ war an emzifenn korf diouzh ar mintin, a-raok kregiñ gant an emzifenn dre gomz. Tamm-ha-tamm, a-hed an dibenn-sizhun, e teu war wel en-dro degouezhioù c’hoarvezet gant pep hini en he buhez prevez pe micherel, disoñjet pe kuzhet a-ratozh a-wechoù. Spontus a-walc’h eo gwelet pegen boas e vezer ouzh seurt tagadennoù…
Dont a ra brav ar brezhoneg gant an holl. E penn-kentañ ar staj ne oa ket asur an holl eus o yezh, lod ne gredent ket bezañ gouest d’ober ganti nemetken, met a-benn ar fin eo bet aes, naturel-tre hag ur gwir blijadur. Un aergelc’h ispisial a zo a-drugarez d’ar yezh, nesoc’h.
En em guitaat a reomp d’ar Sul goude bezañ desket ur bern traoù, ha toullet kaoz e-pad daou zevezh war un danvez un tammig pounner. Dre chañs n’eo ket sonnet an traoù : spi a zo evit ma cheñchfe an darempredoù ha dreist-holl evit ma kredfe ar merc’hed en em zifenn. En em santout a reomp holl un tammig muioc’h en hon aez, prest da dalañ ouzh tagadennoù, en diavaez, er gêr, gant tud dianav pe anavezet, hor c’horfoù sonn ha dizaon !
Tri devezh war-lerc’h…
Treiñ a ra em spered an holl draoù bet desket ha lâret e-kerzh ar staj. Da greisteiz ez an da zebriñ war porzh Brest gant daou genlabourer, hag ur banne kafe a ya ganeomp en diavaez. En hor c’hichen ez eus ur strollad tri faotr azezet. Unan anezho ne baouez ket da sellet ouzhin en un doare pounner-spontus, betek lakaat ac’hanon da vezañ diaes. Siwazh ne gredan ket lakaat e pleustr an emzifenn dre gomz bet desket e-pad an dibenn-sizhun, ha kinnig a ran da’m c’henlabourerien kuitaat al lec’h abretoc’h. Labour a chom c’hoazh…
Ankemmesk : non-mixte
Piv on-me ?
Mevena Guillouzic-Gouret
A orin eus Bro Naoned on, hag o chom e Brest. Dedennet on gant an dielloù, gwirioù ar merc’hed ha labourioù-dorn liesseurt e-mesk traoù all !