“Amañ emaomp hag o skoazell a reomp”. Roet oa bet lañs d’ar vodadeg souten gant gerioù ar gazetennerez Julie Lallouët-Geffroy e anv kevredigezh mediaoù Breizh. Dirak al leurenn staliet war blasenn ti-kêr Karaez e oa bodet ouzhpenn 600 den, deuet da harpañ skipailh kazetenniñ ar Poc’hêr ha kazetennerez Frañs 3, gourdrouzet d’ar marv ha gwallgaset gant an tu-dehoù pellañ.
Posteloù tagus, kemennadennoù heugus, ha kemennadennoù feuls a zo bet resevet a bakadoù goude o reportajoù diwar-benn raktres ur greizenn degemer repuidi e Kallag. Nullet eo bet ar raktres met kendalc’het eo bet gant an emzalc’hioù feuls a-enep da vicherourien.ezed ar mediaoù. Tamallet e vez dezho “bezañ bet graet o labour nemetken” en doa displeget Sylvain Ernault e anv an SNJ (Sindikad Broadel ar Gazetennerien). “N’eo ket grevus, kendalc’het e vo gant hol labour !” en doa dispaket nerzhus Erwan Chartier, penn-kazetenner ar Poc’hêr.
A-unan, a-gevret, e oa bed ar mediaoù e Karaez evit lavar fraezh e souten d’ar geneiled ha keneilezed a zo dindan gwask an tu-dehoù pellañ. Skrivet e oa bet splann, ar sizhun-mañ dija, gant Ricardo Guttiérez, sekretour ar FEJ (Kevre European ar Gazetennerien) penaos e oa poent d’an tagadennoù paouez : “Goulenn a reomp ur respont prim deus perzh ar pennadurezhioù evit gwareziñ surentez ar gazetennerien” a embann groñs ar FEJ.
Ur brezegenn e #brezhoneg e #Karaez gant @TudiCrequer e anv @SnjCgt #breizh #antifa #bzhg pic.twitter.com/UCTAtD6dj4
— Bretagne-Info (@bretagne_info) February 25, 2023
Ouzhpenn kazetennerien.ezed a oa deuet da ziskouez o harp. Gwelet e oa bet tud Karaez, kuzulierien.ezed tiez-kêr an trowardroioù, kuzulierien.ezed rannvro, ur senedour… ha kanerien kan-ha-diskan ! Gant ar sonenn Gavotenn an degemer, lusket gant Klaod an Intañv ha Louis Jacques Suignard e oa bet klozet ar bodad souten.
Une gavotte pour terminer le rassemblement en soutien au Poher menacé par l’extrême droite #carhaix #karaez pic.twitter.com/J4zbgO8Xnv
— Mickaël Louédec (@mlouedec1) February 25, 2023