Disul 10 a viz C’hwevrer e vo abadenn-veur ar bagadoù e Brest. 16 Bagad kentañ rummad a vo bodet e sal ar C’houarz, leun-chouk, evit enoriñ bro ar menez (Kreiz-Breizh). Trec’h abaoe 2015, hag e vo c’hoazh Bagad Kap-Kaval o lipat ar maout er bloaz-mañ ?
Bidar, Dardoup, Chtou, Poc’hêr, Fisel, Kalanel, Kost’-ar-C’hoad… Bev-mat eo Kreiz-Breizh evit an dud tost da dañsoù ha sonerezh ar vro. Tachenn ar menez a zo brudet dreist-holl gant he gavotennoù a vez graet dañs-tro anezho ivez. Pinvidik e vo an heuliadoù kinniget gant bagadoù ar c’hentañ rummad evit lodenn gentañ ar c’hampionad. 16 bagad a vo war leurenn ar C’houarz dre m’en deus Bagad Beuzeg ar C’hab divizet pakañ ur bloavezh vak just goude bezañ pignet en-dro eus an eilvet rummad. 750 soner bennak a vo memes tra a-hed an endervezh.
Kab Kaval ha Kemper e penn ar jeu adarre ?
E-giz bep bloaz e vo bagadoù war wel ha lod all en arvar. Er bloaz paseet e oa Kab Kaval a oa bet trec’h (a-bell) dirak Bagad Kemper. E-pad 10 vloaz n’eus bet nemet an daou vagad-se o trec’hiñ !
Kemper, trec’h etre 2011 ha 2014, a glasko bezañ dreist d’ar Vigouterien (trec’h abaoe 2015). Met ouzhpenn ar bagad en deus lipet ar maout 22 wech e vo tu da Gab-Kaval bezañ lakaet diaes gant bagadoù ar Mor-Bihan (An Alre, Roñsed-Mor, Gwened).
Bloavezh kentañ Bagad Boulvriag er vegenn
Evit ar bagadoù e eil lodenn ar renkadur e vo dav strivañ evit chom hep diskenn (2 vagad diwezhañ ar c’hampionad). Bagad ebet ne oa diskennet ar bloaz paseet dre ziviz Sonerion, kevredigezh a vod ar bagadoù breton, distagañ an div genstrivadeg (Brest hag an Oriant) abalamour d’un tabut a oa bet warlene tro-dro da implij tonioù hengounel kemmet ha gwarezet er SACEM (Société des auteurs, compositeurs et éditeurs de musique) gant gwir an aozerien, e-pad ar genstrivadeg. Gant an elfenn-se ne oa bet kampion ofisiel ebet e 2018 !
Dedennus e vo gwelet penaos en em denno Bagad Boulvriag. Gant o heuliad Fisel e vo ar wech kentañ dezho da seniñ e rummad pennañ ar bagadoù goude bezañ trec’het en eil renk ar bloaz paseet.
E-giz bep bloaz bremañ e vo tu d’an holl selaou ha sellet ouzh ar genstrivadeg war internet war Facebook France 3 Breizh ha lec’hienn Sonerion. Kazi 80.000 den o doa sellet ouzh ar genstrivadeg war-eeun a-dreuz ar bed bloaz zo !
Titouroù pleustrek
D’ar Sul 10 a viz C’hwevrer 2019 – Sal ar C’houarz, Brest (29)
Pep bagad a ginnigo un heuliad berr, etre 9 hag 11 mn.
1 – Roñsed-Mor (56) – 01e15 gm
2 – Kab Kaval Ploveur (29) – 01e33
3 – Quic-en-Groigne / Sant-Maloù (35) – 01e51
4 – Kemperle (29) – 02e09
5 – Sonerien Bro-Dreger / Perroz-Gireg (22) – 02e27
6 – Ar Meilhoù Glas / Kemper (29) – 02e45
7 – Plougastell (29) – 03e03
8 – Kerlenn Pondi (56) – 03e21
TROC’H 20 mn
9 – Melinerion Gwened (56) – 03e51
10 – Kevrenn Alre (56) – 04e09
11 – Brieg (29) – 04e27
12 – Saozon-Sevigneg (35) – 04e45
13 – Penharz / Kemper (29) – 05e03
14 – Boulvriag (22) – 05e21
15 – Kemper (29) – 05e39
16 – Sonerion an Oriant (56) – 05e57
DISOC’HOÙ e-tro 8e noz
Sellit ouzh videoioù 2018 ar bagadoù hag un destenn ginnig