Kreñvaat #02 : tapit un tamm nerzh ouzhpenn !

Pellik a oa n’ho poa ket bet eus ma c’heloù ! Emichañs hoc’h eus graet meur a wech an teir abadenn gentañ. Setu unan ouzhpenn, un tammig diaesoc’h daoust ma c’hall bezañ graet gant an holl. Evel boaz e tiskouezan deoc’h meur a live evit pep embregenn.

An abadenn

Etre 30mn ha 45mn e pado diouzh ma reot 5, 6 pe 7 tro. Ar wech-mañ n’eus tamm ehan ebet. Arabat deoc’h spontañ avat rak lakaet em eus an embregennoù e doare ma vo kigennoù zo o tiskuizhañ tra ma vo ar re all o labourat. Dre ma ne’z aio ket ho kalon da dalmañ re vuan ha ne viot ket dianalet da vat, n’eus ket ezhomm da ziskuizhañ re kennebeut.

An embregennoù

Rampadennoù – Ma n’ouzoc’h ket ervat pegen bras e tle bezañ ho kammed war-raok : kit en ho taoulin, lakait un troad dirazoc’h en doare ma vo ho klin a-skouer gant hoc’h ufern. Ho klin all a zo dindan ho lez. A-blad emañ ho troad a-raok, war e veg emañ ho troad a-dreñv, an holl vizied stok ouzh al leur. Bountit en ho kar a-dreñv evit sevel. Plegit ho kar a-dreñv en-dro, h.a.

Pompadenn -> Plankenn -> Plankenn kostez – Ho taouarn dindan ho tivskoaz. Divskoaz, lestr ha seulioù war ul linenn. Plegit ho taouilin evit lakaat ho prennid a-rez al leur. Tost ouzh ho kostezennoù e rank ho taouilin chom. Bountit war al leur evit displegañ ho taouilin adarre. Troit ho korf a-gostez evit astenn un dorn etrezek al lein. Ho tivskoaz a rank chom en ul linenn, ho selloù paret war-du al lein ivez.  Pouezit mat en ho prec’h harp evit ma chomo pell ho skouarn diouzh ho skoaz. Ho korf a-bezh a dle chom reut-mat. Deuit en-dro en ho plankenn. Ha grit ho pompadenn h.a.

Astennadur an divvorzhed a-zaoulin – En ho taoulin. Reutait ho korf adalek ho taoulin betek ho penn. Kit war-dreñv evel evit mont a-led ho kein ha deuit en-dro. Daou zoare zo : chom reut penn-da-benn an embregenn pe diskenn reut ha plegañ an divlez (ho peñsoù ouzh ho seulioù) ha dont en-dro en ho lakadur kentañ en ur zisplegañ ho lestr. Kalz aesoc’h e vo an doare-se eget ar pezh a ziskouezan er video. Dalc’hit ho korf-bras reut avat a-hed an embregenn.

Astennadur al lestr – En ho kourvez a-c’hwen dastumit ho treid a-blad an tostañ ar gwellañ ouzh ho peñsoù. Strizhit kigennoù ho peñsoù evit sevel ho lestr etrezek al lein. Grit ul linenn eus ho taoulin betek ho tivskoaz. Ret eo d’ho plankennoù-skoaz chom stok ouzh al leur.

Ra vo startijenn ganeoc’h !


Kentelioù all Stefan o klikañ dre amañ !

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like