Abaoe ur pennad emaoc’h kraouiet er gêr ha ne ouzoc’h ket petra da ober ken evit dispign un tamm nerzh hag ober war-dro yec’hed ho korf. Setu un abadenn a dalvezo deoc’h d’en ober. N’eus ket ezhomm eus kalz a dra : ur gador ha youl vat. Graet eo ken evit deraouidi hag evit tud arroutet.
An abadenn :
Adalek an emdommañ betek an dic’hourdañ e pad an abadenn 40 munut. Un abadenn a-gelc’h eo, d.l.e emaoc’h o vont da ober an embregennoù an eil war-lerc’h eben.
Evit pep embregenn e reot 8 arreadenn (taolit evezh evit ar savadennoù glin e vo 8 gant pep glin).
- Deraouidi : 3 zro, 1 vunutenn diskuizh etre pep tro.
- Tud etre : 5 tro, 1’ diskuizh etre pep tro.
- Tud arroutet : 7 tro, 1’ diskuizh etre pep tro.
Evit ar re a echuo o gourdonerezh a-raok ar seizhvet tro, kit d’an dic’hourdañ adalek ar 36vet munutenn.
Gallout a rit ober an abadenn-mañ div pe deir gwech ar sizhun, bep eil devezh evit lezel amzer d’ho korf da adnerzhañ.
Plijadur deoc’h !
Piv on-me ?
Stefan Carpentier
Gourdoner diplomet ha saver-halterioù. Reiñ a ran kentelioù e kevredigezhioù, embregerezhioù hag e ti an dud. Stummer on ivez war ar sevel-halterioù hag ar c’higennañ.