Istorourien hag istorourezed zo a laka ac’hanomp da zaremprediñ tud vunut ar stourmoù bras. Kroget eo al lec’hienn internet Le Maitron gant e dro Vreizh. Bemdez abaoe bloaz e vez roet deomp da anavezout istor ur stourmer·ez eus al luskad micherour ha sokial.
O verdeiñ e donvor al lec’hienn Le Maitron e kerzhomp a stourm da stourm, a zispac’hoù da doulloù-bac’h, a zilennadegoù kollet da vanifestadegoù. Ur santad iskis a sav en den o lenn Le Maitron. Peurliesañ eo dre istor an dud-veur e vez roet deomp da gompren an Istor : ar Rouan·ez·ed (abadennoù Stephane Bern zo arouezus eus kement-se), ar Vrezelourien ha brezelourezed (na pet film pe levr zo bet diwar-benn Churchill ?), ar Brezidanted ha Prezidantezed (n’oc’h ket aet skuizh gant ar sujedoù ha kelaouadoù diniver diwar-benn Charles de Gaulle ?). Le Maitron a ro deomp da gompren ez eus miliadoù a stourmoù bihan o tregerniñ e teñvalijenn an Istor.
C’hoant hoc’h eus da c’houzout hiroc’h diwar-benn stourmerien ha stourmerezed Brezel Spagn ? C’hoant hoc’h eus da c’houzout gant piv e oa bet skrivet “Bevet an anarkouriezh” war mogerioù Naoned e 1915 ? Pe c’hoazh e fell deoc’h ober anaoudegezh gant ur venelourez eus deroù an 20vet kvd ? E-mesk kantadoù a istorioù all, kit ‘ta neuze da lenn buhez Edouard Le Penn, Jules Lepetit, ha Josette Korneg. N’anavezit ket anezho evit poent ? Ar c’hontrol a vefe souezhus na petra ‘ta.
Le Maitron : degas da soñj an “dud disoñjet“
E 1964 e oa bet embannet kentañ “Geriadur al luskad micherour ha sokial” kenurzhiet gant Jean Maitron. Un nebeud bloavezhioù a-raok, an istorour-se hag a studie an anarkouriezh a oa kroget da skrivañ fichennoù biografek diwar-benn sindikalourien ha sindikalourezed, dilennidi ha dilennadezed, prederourien ha prederourezed, stourmerien ha stourmerezed eus an tu kleiz pe e vefent brudet pe dianav. Adalek deroù ar raktres eo bet kaset al labour-se a-stroll. Ouzhpenn 500 skiantour.ez, kelenner.ez, ha studier.ez o deus kemeret perzh ennañ. Hiziv an deiz, deuet eo Le Maitron da vezañ geriadur brasañ Europa gant 43 levrenn ha 110 000 fichenn viografek.
“Adkavout istor an dud disoñjet gant an istor
dindan teir linenn”
– Jean Maitron-
War France Culture e tisplege Jean Maitron petra e oa ar geriadur-se evitañ.”Ar geriadur a zo un ober a feiz, oberenn ar stourmerien. C’hoarvezout a ra din, diouzh noz, kemer ar geriadur ha digeriñ anezhañ, ne vern e peseurt pajenn ha kavout evel-se istor unan bennak disoñjet gant an istor, e teir linenn. Bevet o deus, stourmet, marvet – a-wechoù digalonekaet-mik -, met hiziv, n’int ket marvet evit mann, peogwir emañ, e chomo hag e vevo o buhez skouerius a-drugarez d’ar geriadur-se”
Renabl istorioù munut a Vreizh
Abaoe bloaz bremañ eo krog strollad istorourien hag istorourezed kevredigezh rannvroel Le Maitron d’ober un dro Vreizh ha da lakaat war wel fichennoù biografek stourmerien ha stourmerezed ar vro – war ar pemp departamant – ! Kontet e vez deomp neuze istorioù tud anavezet ganeomp (Gilles Servat, René Vautier, Joséphine Penkalet, Francis ar Ble) met dreist-holl re an dud vunut.
O istorioù a gont deomp un istor digreizennet eus an Istor, o vont eus fichenn Jean Guérillon, genidik eus Il-ha Gwilen, rezistant en FFI anezhañ, da hini Louis Maretheux, paotr e vil-vicher, stourmer sokialour ha frañmason, a-enep taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851. Rediet e oa bet hennezh da vont d’an harlu da Jerzenez ha Gwernenez e-mesk tud a-seurt gant Victor Hugo. Kantreal a reer eus an Dispac’h bras da gumun Pariz –Emile Couturier, sokialour e Brest, enebour an Eil Impalaerezh – eus Landerne da Aljeria – Marie Perrot, rezistantez, kazetennerez, kannadez.
Istorioù bihan ha souezhus zo da gaout ivez evel hini Jean Dufin, livour eus Landreger, kondaonet gant lez-varn Lannuon da 6 devezh toull-bac’h ha 16 lur taol-kastiz evit bezañ dispaket komzoù reveulzi a-enep da diegezh ar Vourboned, betek mont da huchal “Bevet Napoleon II !”
Kontañ an istor a-live den
E Breizh e vez kaset ul labour damheñvel da hini Le Maitron gant tiez-embann zo evel Skol Vreizh, Al Liamm, Yoran Embanner, pe Presses Populaires de Bretagne. A-drugarez dezho e c’haller lenn istorioù Glenmor, Anna Breizh, Anjela Duval, Xavier Grall pe Emil Masson dija. Ret eo menegiñ labour an istorour Lionel Henry ivez, skrivet gantañ Geriadur biografek an Emsav pe levrioù Lukian Raoul ha Francis Favereau diwar-benn skrivagnerien Breizh.
Diwar skouer Howard Zinn e oa deuet er-maez warlene Istor poblek Breizh ha gwelet e vez e ra berzh muioc’h-mui an emzalc’h labour-se : kontañ an istor a-live den. Skrivet hor boa : Hep istor, Breizh ebet. En ur mod all e c’heller lavaret : Hep istor, stourm ebet. Evel ma lavare Jean-Maitron : renabl an istorioù bihan a ro kement a enor hag a nerzh da “oberenn ar stourmerien“.
Abaoe 2019, emañ ivez renablet an holl bennadoù a denn deus Breizh war lec’hienn BCD :
Kit ‘ta da lenn hiroc’h neuze gant Le Tour du Maitron Bretagne