Evel warlene e kinnig skipailh Dispak deoc’h 10 levr brezhonek embannet er bloaz-mañ hag o deus sachet hon evezh.
Savet e brezhoneg
Chuchumuchu, Romant, Al liamm, 56 p., 7€
Heuliañ a reer er romant buhez un tad, a ya war roudoù seizh Breton eus penn-kentañ an 20vet kantved, bet harzet gant an Alamaned e-toug ar Brezel Bed kentañ. Ganto e oa bet enrollet o mouezhioù e 1916 : an enrolladenn vrezhonek goshañ anavezet betek-henn. Piv e oa an dud-se? Petra a oa bet lavaret gante ? Ha ni Breton·ez·ed a-vremañ, petra a lavarfemp ?
Ul levr berr eo, leun a fent hag a droiennoù brezhonek plijus evel “Enkrezet evel ur c’harrad moc’h oc’h en em gavout e Pouldreuzig”, met diaes e c’hall bezañ heuliañ soñjoù an dudenn bennañ a-wechoù.
‘Veze ket dañset plinn !, danevell-vuhez, An Alarc’h embannadurioù, 10€
Al levr-mañ zo savet diwar un enrolladenn bet graet e 2017 gant ar skrivagner Gege Gwenn. Kontañ a ra Jorj Kadoudal e eñvorennoù, testeni un den bet ganet e fin ar bloavezhioù ugent e Breizh en deus treuzet an XXvet kantved gant e holl emdroadurioù : sevenadur, yezh, endro, stourmoù liesseurt ar vro… Ur bern a zesker diwar-benn bed ar sonerezh hag an dañsoù, hag adkavout a reer un toullad tudennoù brudet a-hed an danevell.
Ur buhezskrid aes da lenn ha dedennus eo, un tamm dizurzh a-wechoù koulskoude e-giz ma c’hell bezañ kaozioù forzh peseurt den a rank kontañ e vuhez a-bezh da 90 vloaz…
100 rimadell evit ar vugale, rimadelloù, embannadurioù Sav-Heol. 4€
Sed aze ul levr a blijo d’an deskarded ha d’ar vugale koulz ha d’ar gelennerien ha kelennerezed, ouzhpenn d’e briz bezañ dister. Gant 100 rimadell, an darn vrasañ anezho ijinet gant Mark Kerrain, e vo peadra da gavout danvez dudi evit an holl. Renket int bet dre zanvez (bugale, tud, loened…) ar pezh a aesa ar c’hlask. Ouzhpennet eo bet tonioù ar rimadelloù war lec’hienn Kuzul ar brezhoneg.
Gwenn ar vorlaerez, embannadurioù Keit Vimp Bev, 48p. 6€
Rekourañs en XVIIIvet kantved. Gwenn, matezh e ti bourc’hizien a fell dezhi cheñch buhez. Ken gouest hag ar baotred eo. O kejañ gant Renan e kompreno ar pezh a fell dezhi ober : mont war vourzh ur vag ha bezañ ur vorlaerez… onest. Ur romantig plijus da lenn eo, skrivet brav.
Tennet eo al levr-mañ diwar rummad nevez levrioù Keit Vimp Bev “Aes da lenn”. Savet int evit an dud a zesk brezhoneg. Enno e kaver geriaoueg ha troioù-lavar displeget e brezhoneg, lizherennoù islinennet pa vez ur c’hemmadur ha steredennoùigoù evit merkañ ar gerioù benel e lod eus al levrioù.
Un distaol a 20% a zo war lec’hienn Keit vimp Bev war an holl broduioù, da implijout a-raok an 20 a viz Kerzu gant ar c’hod : NEDELEG
Troidigezhioù
Tiny ha Tall : Gleipnir, Un avantur dic’hortoz, bandenn-dreset, embannadurioù Nidiad. 17€
Tiny ha Tall, daou haroz an istor a zo goved. Kaset int gant an doue Thor da vont da glask war-lerc’h aozennoù dic’hortoz evit krouiñ ar chadenn – Gleipnir hec’h anv – a harzfe ar bleiz Fenrir da zistrujañ ar bed. Tennet eo bet ar vandenn-dreset-mañ eus ur vojenn skandinavat. Krouet dindan stumm ur c’hoari video gant un Naonedad da gentañ eo bet lakaet da vandenn-dreset da c’houde ha troet e brezhoneg gant izili ar gelaouenn Nidiad.
Fent a zo gant an istor, ha plijus eo an tresadennoù. Daoust da se ez eus dibaboù yezh a c’hall bezañ dianav d’ul lodenn vras eus an dud. Un nebeud notennoù brezhonek a ra diouer neuze. Ret eo mont e darempred gant Nidiad evit prenañ al levr. Un eil a vo d’e-heul.
Unanet adarre, romant istorel, embannadurioù Hor Yezh. 10€
Romantig (126 pajenn) brudet Fred Ulhman “Reunion” zo deuet er-maez e 1971. Awenet eo bet gant istor personel an aozer a guitaas Alamagn e 1933 dres goude donedigezh Hitler er galloud. E Stuttgart emañ lec’hiet an istor, kêr c’henidik ar skrivagner. Danevelliñ a ra Uhlman istor ur vignoniezh don ha fromus etre daou grennard er bloavezhioù 1930. An eil, Hans Schwarz, mab ur familh vourc’hiz yuzev staliet mat e kêr, egile, Konradin Graf von Hohenfelds, hêr unan eus tiegezhioù noblañs koshañ, pinvidikañ hag enorusañ Alamagn. Dispartiet e vo an daou vignon gant ar barrad kasoni ha sotoni euzhus a lakaas Europa war he genou d’ar mare-hont.
Skrivet eo al levr en ur yezh plaen ha klasel, puilh hag aes da lenn. Un oberenn a vez lennet buan hag a c’hall bezañ studiet forzh aes er skol. Lakaet eo bet e brezhoneg diwar ar saozneg gant Bernard Géry a-drugarez da brogramm treiñ lennegel Kuzul-Rannvro Breizh.
Tasmant Canterville, danevell faltaziek, embannadurioù Hor Yezh. 8€
Tasmant Canterville a gont istor Sir Simon Canterville, un tasmant a blij dezhañ ober troioù-kamm da annezidi ar c’hastell. A-hed ar c’hantvedoù eo bet boas da spontañ an dud gant e itrikoù. Siwazh dezhañ, ur familh nevez o tont eus ar Stadoù-Unanet, ar re Otis, en em stalio du-hont. Ha diaes e vo dezhañ spontañ ar re-mañ.
Goude troidigezh Poltred Dorian Grey, setu un eil levr eus ar skrivagner iwerzhonat mil vrudet Oscar Wilde e brezhoneg. Ul levr berr (80 pajenn) ha farsus a zo aes da lenn evit krennarded pe deraouidi.
Evit ar vugale
Skoñsig ha Ruflig, embannadurioù al Lanv 10€
Heuliañ a reer istor Skoñsig ar skoñs hag e vignon muiañ-karet, an neñneñ Ruflig. Evel kein ha roched eo an daou geneil. Siwazh e c’hoarvezo un dra spontus da Ruflig. Dre chañs e vo skoazellet an daou vignon. Ul levr berr da lenn, troet diwar an iwerzhoneg, evit deskiñ gerioù moutik ha moumoun d’ar re vras ha d’ar re vihan.
Lulu hag an noz, embannadurioù Keit Vimp Bev, 8€
Penaos chom hep kaout aon rak an noz ? Diaes eo pa vezer bihan. Gant Lulu ez eus ur sekred ken burzhudus hag efedus. An istor-mañ a zo da lenn d’ar re vihan a-raok mont da gousket, moutig-tre eo an tudennoù ha flour eo livioù an tresadennoù. Peadra d’ober hunvreoù kaer bemnoz !
Sekred ar c’hazh, embannadurioù Timilenn, 15€
Boris zo ur gov en ur gêriadenn vihan. E-unan emañ o chom p’en em gav ur gazhez wenn en e di. Homañ a guzh ur sekred spontus dezhañ. Ha dont a raio hi a-benn d’en em dennañ eus he gwallavel a-drugarez da sikour Boris ?
Sed aze un istor klasel aes da lenn ha da gompren. Aesoc’h e vo al lenn d’ar vugale a-drugarez d’ur skritur brasoc’h, etrelinennoù brasoc’h ivez ha d’ar c’heriaoueg a gaver e fin al levr. Gallout a raint heuliañ o araokadennoù zoken a-drugarez d’ar pennadoù berr a c’haller merkañ e deroù al levr.
Levrioù brezhonek all zo bet embannet er bloaz-mañ. Kavet e vezont war lec’hiennoù kuzul ar brezhoneg, klask, pe lenn.electre. Gouelioù laouen deoc’h holl ! 🎄
Piv on-me ?
Ar Skipailh
Piv a gaver a-dreñv d’an anv ar Skipailh ?
A-wechoù eo tud a skriv ur pennad asambles, gwechoù all, tud ha n’hallont ket reiñ o anv. Atav o toujañ ouzh Karta ar gelaouenn.