A-hed ar sizhun e kinnigomp deoc’h enklask nevez Splann, diwar-benn metanerezh an atantoù e Breizh. Al labourerien-douar a zo bet ar re gentañ o vont war ar metaniñ e Breizh… met n’eo ket ganto ez ay eostad ar gaz. Embregerezhioù bras an energiezh a vir ar gounidoù war ar gaz produet. Ar gouerien a vez lakaet da bourvezerien lastez traken.
- N’hall ket al labourerien-douar talañ ouzh kevezerezh an embregerezhioù energiezh.
- Ur riskl a zo e teufe al labour-douar da vezañ ur benveg da broduiñ gaz hag e vefe cheñchet ar maezioù.
- Ar metaniñ dre ensinklañ a vez brudet ken-ha-ken met re ger e koust d’an desaverien loened pa n’eo ket ken koustus d’an embregerezhioù energiezh bras.
Da ober biogaz ez eus ezhomm aozennoù “metanus”, da lavaret eo aozennoù a zilaosk kalz metan. E-touez an 10 pennañ e kaver ar c’holzac’h, kolo ha plouz an edeier, ar maiz ha distaoladennoù al loened. E traoñ ar podiom emañ an hañvouez, an teilh moc’h ha saout. E Breizh e kaver kalz labour-douar askoridik gant kalz distaoladennoù loened. Rouesoc’h eo an distaoladennoù metanus avat. Kement ma’z eus deuet war wel ur marc’had distaoladennoù labour-douar.
Dek vloaz zo e paee an agro-vouederezh al labourerien-douar evit kaout an dizober eus bouzelloù ha stomogoù ar miliadoù a loened lazhet, betek 90 euro an donenn. Bremañ eo ar c’hontrol a c’hoarvez. Paeañ a ra al labourerien-douar, ha keroc’h-kerañ. Da ouzhpenn 20 euro eo deuet priz an donenn stripoù-se, anezhi an aozenn brizius evit produiñ gaz. Klask a zo ivez war ar maiz er metanerezioù, diwar-goust an desaverien chatal o devez ezhomm anezhañ da voueta o loened ivez (Lennit « Koll-boued ar metanaat »).
Seul niverusoc’h ar metanerezioù, seul greñvoc’h ar goulenn distaoladennoù. Seul vui e kresk ar prizioù neuze. Diaesoc’h-diaesañ eo da labourerien-douar zo paeañ an danvezioù da voueta o metanerezioù. Ken ne vo ket gounidus ar staliadur ken.
Pa zeu da vezañ start prenañ distaoladennoù labour-douar e c’hell bezañ ret digeriñ kevala an embregerezh d’unan bennak diavaez. Setu ar pezh a c’hoarvez gant ar staliadurioù metan douget gant labourerien-douar a rank digeriñ o c’hevala d’ar broduerien energiezh. Prenet hag adprenet e vez lodennoù, tamm-ha-tamm, betek an deiz ma n’emañ ket an dorn war o stal ken gant ar venajerien ken, gant ar werzherien energiezh ne lavaromp ket. C’hoarvezet e oa bet c’hoazh er Vojez, hervez danevell ar Sened, embannet e miz Here 2021. Rak evit embregerezhioù evel Engie bioz, un isstal da Engie, pe Fonroche biogaz, un isstal eus ar strollad Total, n’eo ket ar priz ur gudenn. « bras eo ar riskl evit al labourerien-douar e vefe tapet ar galloud gant oberourien diavaez. Cheñch a rafe pal ar raktres », a zispleg Alexandre Berthe, anezhañ un enklasker war an ekonomiezh e Skol-veur Roazhon 2.
« Ar re bourdet eo al labourerien-douar »
Aloubadeg ar maezioù gant ar werzherien energiezh a zo o kregiñ : e miz Meurzh tremenet e oa bet ur c’hammed ouzhpenn en tiez-feurm. E-kerzh saloñs al labour-douar e oa bet sinet un c’henemglev labour etre Total énergies hag an FNSEA, ar sindikad labour-douar pennañ, gant ar pal « sevel nerzhioù boutin e bed al labour-douar hag e takad an energiezhioù. ». Barregezhioù al labourerien-douar a vo rannet gant re firmoù liesvroadel… evit diorren ar metaniñ just a-walc’h. Met daoust ha kempouez eo an eskemm a seblant plaen war baper ?
Tostaat an daou ved o keveziñ an eil d’egile a zo risklus eme Pascal Grouiez, ekonomour e Skol-veur Paris Cité : « Ezhommoù arc’hantaouiñ ar c’henstrolloù bihan [ labourerien-douar ]a c’houlakae digeriñ ar c’hevala da bosterien arc’hant diavaez d’al labour-douar. Ha pa vefent ur bihanniver e c’hellfent rediañ al labourerien-douar da implijout danvezioù na zeu ket eus al labour-douar.», evel pri ar staliadurioù puraat, da skouer, ma kaver «louzoù enebbiotek pe metaloù pounner a c’hell saotrañ an douaroù » Ar metaniñ a brodu dijesta, un danvez a vez ledet war ar parkeier evit temziñ anezhañ. Dinoazusted an dijesta-se a zo hollbouezus evit an endro hag ar yec’hed e-giz m’eo displeget el lodenn « Ar staliadurioù metaniñ a c’hello mont d’ober klusterioù kleñvedoù en amzer-da-zont ».
En tu all da goust sevel ar staliadur e vez dav ouzhpennañ ar c’houstoù da zerc’hel ar metanerez e ratre, pe c’hoazh koust un teknikour arbennik evel implijad. Ar fakturenn da zerc’hel ar staliadur kempenn a zalc’h da greskiñ. Koustusoc’h e vo c’hoazh evit ar metaniñ dre ensinklañ. Tro a ro an teknik-se da ensinklañ metan er rouedad gaz, met koustus-tre eo. E-tro 5 million a eurioù e koust pep staliadur dre vras. Evit ma vefe talvoudus e tle beveziñ etre 10 000 ha 15 000 tonennad ar bloaz. Kement-se a zo ouzhpenn 30 tonennad distaoladennoù da gavout bemdez ha paeañ anezho a vez da ober.
An deknologiezh “dre ensinklañ”-se zo anezhi muioc’h-mui. Strivañ a reer evit he c’has war-raok ken e reer. En 2018 ez erbed al lezenn Egalim kreñvaat danframmoù evit kaout rouedadoù treuzkas gaz. Pa vez savet ur metaner nevez e-kichen ur rouedad gaz e rank bezañ dre ensinklañ. E miz Meurzh diwezhañ e oa bet digresket ar priz liammañ ouzh ar rouedad evit ar staliadurioù metaniñ : -60 % ar frejoù, tro 100 euro ar metrad, a vez kemeret e karg gant ar strollegezhioù. Gant kemend-all a skoazelloù eo start mirout ouzh an ensinklañ. Ar metaniñ dre genbroduiñ ne seblant ket desachañ kement a dud ken. An deknologiezh-se, koshoc’h a dro ar gaz e tommder hag e tredan. O postañ un 2 vilion a euroioù bennak e ro tro da verañ kementadoù bihanoc’h, e-tro 5 000 tonennad materi ar bloaz.
Keroc’h met gounidusoc’h eo an ensinklañ ivez. Er-maez ar jeu emañ ar re n’hellont ket postañ 5 million a euroioù ha sammañ kargoù boueta ouzhpenn da derc’hel ar metanerezh. An desaverien chatal eo a goll. Ar re-mañ eo a dal ouzh priz cheñch-dicheñch al laezh pe ar moc’h e-doug ar bloavezhioù. Gwelet e vezont o vanifestiñ pa vez graet kriz d’o goproù ha pa welont o embregerezh oc’h echuiñ el lez-varn kenwerzh.
En un notenn eus miz Eost 2020 goulennet gant ministrerezh al Labour-douar, e skriv Alexandre Berthe, armerzhour e Skol-veur Roazhon 2 : « hep yalc’hadoù arc’hant publik, n’hello moarvat nemet al labourerien-douar gant ar c’hontoù solutañ dibab ar metaniñ dre ensinklañ, ar pezh a lakay fall an darn vrasañ eus an desaverien chatal.». Bloaz goude, e miz Gouere 2021, e geneil Pascal Grouiez en doa ouzhpennet e oa erbedoù en ensinklañ « ne c’hortozont ken nemet evit raktresoù a seurt-se, kaout produerien ed pe unvezioù metaniñ o tigeriñ o c’hevala da bosterien arc’hant diavaez d’al labour-douar, ha ral-tre d’al labourerien-douar o unan. ».
Pe c’hoazh e-giz ma lavar Daniel Salmon, senedour EELV Il-ha-Gwilen ha daneveller ur studiadenn gant ar Sened war an hentad e miz Here 2021 : « Ar re a vez bourdet eo al labourerien-douar. »
Un dreistgounid evit ar werzherien energiezh
Kambr Labour-douar Breizh a wel se mat ivez. En un ali e skrive e 2019 : « Pa c’hell diorren ar metaniñ bezañ un dro gaer evit Breizh, e fell deomp e teufe ar gounid armerzhel reizh d’ar gouerien. O roll ne zle ket bezañ kreizet war kas an hañvouez pe talvoudekaat an dijesta el labour-douar. » Hervez an armerzhour Alexandre Berthe en ur pennad eus 2020: « Marteze emaomp e-kreiz ar roudour evit patrom unvezioù metaniñ gall al labour-douar, e lec’h ma n’eo mui al labourer-douar nemet ur pourvezer danvez. »
Ha setu dres ar pezh a c’hoarvez. Engie bioz en em vrud war e lec’hienn internet : « E Breizh e kinnigomp skuilhadegoù “gwrizioù en aer”. Ganeomp-ni hon-unan e vez graet ar skuilhadeg hag aozañ a reomp dasparzh ar volumoù hag ar redoù dre gendiviz gant an diekaerien (den e penn un atant). » Ur marc’had ma tilez ar menajer ar merañ distaoladennoù hag e steuñv skuilhañ, hag Engie bioz a zastum evit nebeut a dra an danvez kentañ da vetaniñ. « Tout ar venajerien ne fell ket dezho ober metan. », a zegas da soñj Armelle Damiano, renerez an Aile, ajañs lec’hel an energiezh /, hag a heuilh un toullad mat a raktresoù e rannvro Breizh.
Disteraat a ra ar riskloù ez afe ar galloud gant embregerezhioù bras an energiezh : « E Breizh emañ stag ar metaniñ ouzh al labour-douar, istorel eo. An danvezioù kentañ a c’hoarvez eus al labour-douar hag an douaroù zo pouezus ivez rak ar skuilhadegoù dijesta o devez ezhomm douaroù : kenglotañ a ra pep tra evit ma chomfe ar metaniñ etre daouarn al labourerien-douar. ». N’eo ket ali Pascal Grouiez, armerzhour, gant ar soñjoù-mañ. En un notenn embannet gantañ en hañv-mañ e skriv : « N’eo ket sûr e teuio a-benn al labourerien-douar, a-benn ar fin, da vezañ aktourien bennañ ar metaniñ. » Dreist-holl pa n’eus ket kontroller ebet ken da virout diouzh ur c’hevezerezh re greñv etre al labourerien-douar hag ar werzherien energiezh. Jean-Marc Onno, besprezidant kevredigezh labourerien-douar metanerien Frañs pe an AAMF, a laka war wel ne vez ket graet o labour gant ar brefeded : « Unan war ar renk evit ar metaniñ a rank prouiñ ne ra ket kevezerezh d’ur staliadur a zo anezhañ c’hoazh, dreist-holl evit pourvezañ an distaoladennoù. Goude-se e ro ar prefed e aotre. E gwirionez ne vez ket graet. »
Kantadoù a staliadurioù metanaat war ar stern e Breizh
An AAMF en deus c’hoant e chomfe ar metaniñ dindan mererezh al labourerien-douar dezho da liesseurtaat o doare da c’hounit o buhez. Ur respont kreñv d’ar c’hemmoù war priz al laezh pe ar moc’h o deus diskaret meur a di-feurm ez eo. E-skoaz lod all o doa bet tro da greskiñ diwar se. Atantoù brasoc’h-brasañ a framm gweledva hag armerzh Breizh. Pa weler pegen ker eo sevel ur raktres metaniñ dre ensinklañ eo anat n’eus nemet al labourerien-douar vrasañ hag embregerezhioù an energiezh a c’hell paeañ. Peadra da vagañ ar gwask war an douaroù muioc’h c’hoazh eget biskoazh, ha dispenn ar c’hleuzioù da heul (Lennit « Koll-boued ar metanaat »). Er bloavezhioù da zont e c’hallfe cheñch implij maezioù Breizh, ha neuz ar vro ivez.
E Rannvro Breizh hag e rannvro Broioù-al-Liger e renabler 307 unvez metaniñ oberiant d’ar 1añ a viz Genver ar bloaz-mañ, ha 205 ouzhpenn a zo raktreset. Muioc’h eget daougementiñ a raio e Breizh an niver a vetanerezhioù dre ensinklañ er bloavezhioù da zont. An darn vrasañ eus an desaverien ne dennint ket splet eus se, ha ken buan all e vo startoc’h dezho kaout boued loened c’hoazh. Total, Engie, hag all, o deus naon du o welet ar maezioù int bet lezet da vont drezo.
Julie Lallouët-Geffroy