Mouezh ar yezhoù minorelaet eo deuet Michel Feltin-Palas da vezañ er bloavezhioù kent. Skrivañ a ra bep sizhun al lizher kelaouiñ « Sur le bout des langues », er gazetenn L’Express, diwar-benn kement yezh komzet e Frañs. En e levr « Sauvons les langues régionales » (Héliopoles) e ro greun da valañ ha boued spered evit kompren penaos eo deuet Frañs da vezañ ur vro a vag kement a gasoni a-enep d’ar yezhoù komzet enni. Pennad-komz.
Dispak / Kazetenner oc’h er gazetenn L’Express hag e karg eus al lizher-kelaouiñ « Sur le bout des langues ». Treut eo, ma n’eo ket ezvezant-mik, plas ar yezhoù minorelaet er mediaoù e Frañs. Penaos ho peus gellet reiñ lañs d’ar gronikenn-mañ e 2018 ?
Da gentañ on kizidik d’an holl yezhoù abaoe un ugent vloaz bennak hag e karantez emaon gant al liested sevenadurel. Ur binvidigezh eo. Ar yezhoù rannvroel1 a zo en arvar ha stag on ouzh an danvez-mañ. Lañset e oa bet ur galv e diabarzh L’Express evit reiñ lañs da lizheroù-kelaouiñ. Kinniget em eus sevel unan diwar-benn yezhoù Frañs hag asantet eo bet gant ar renerezh. Lañset eo bet e 2018. 18 000 den a zo koumantet d’al lizher-kelaouiñ-mañ bremañ. Gouzout a reomp ivez e tigor e-tro 20-25 % eus an dud al lizheroù-kelaouiñ a resevont dre vras. Ma hini a vez digoret gant e-tro 45-50 % eus an degemererien. Ar pezh zo sin vat. Un dra vat eo ivez e vefe eus ur media broadel o lakaat ar gaoz war ar yezhoù rannvroel. Diskouez a ra d’ar mediaoù staliet er periph’ parizian ez eus tud dedennet.
“Un digempouez a zo etre gwirvoud hor yezhoù hag o flas er mediaoù”
Ha diwar o lizher-kelaouiñ eo bet savet ho levr nevez “Sauvons les langues régionales“. War gresk ez a an interest evit yezhoù Frañs ?
Ya, chañs am eus e vefe bet dedennet un ti-embann parizian da embann ma levr. Bez’ ez eus bet eus al lezenn Molac, eus barnadenn Kuzul ar Vonreizh, eus ar manifestadegoù… Komzet ez eus bet kalzik eus ar yezhoù rannvroel. Diskouezet eo bet evel-se d’ar Barizianed ne veze ket komzet ar yezhoù minorel gant un dornad mesaerien e foñs un draoñienn ha gant tri den kozh en un ti retred bennak nemetken… Ne farsan ket kement-se, lod a gred an dra-se ! Kuzhet e vez hor yezhoù. Padal, un enklask en deus diskouezet nevez zo e oa 10 milion a dud oc’h ober ganto e Frañs. 10 milion ! Un digempouez a zo etre gwirvoud hor yezhoù hag o flas er mediaoù. Ar mediaoù broadel a zo holl e Pariz, ha peogwir ne‘z eus yezh rannvroel ebet e Pariz ne gomzer ket diwarno – en gwirionez, yezh rannvroel Pariz a zo deuet da vezañ ar yezh vroadel-. Da skouer, pa oa erruet ar Redadeg ne oa bet kelaouadenn vroadel ebet, met pa oa bet, un nebeud devezhioù a-raok, ur vanifestadeg 300 a dud e Pariz e oa bet un toullad pennadoù. Ma fal eo e rafe kement a verzh ma lizher-kelaouiñ evit ma vefe broudet mediaoù all da vont da-heul. Gant ma vo un deiz bennak, kazetennerien arbennik war hor yezhoù e pep media.
Ho familh a zo a-orin deus Bro-Vearn. Daoust ha komz a rit yezh ar vro-se ?
Klask a ran abaoe 15 vloaz deskiñ ar yezh. Siwazh e komzan hag e skrivan anezhi fall a-walc’h c’hoazh. Desavet on bet e Pariz gant ma zad, Parizian anezhañ, ha ma mamm, Bearnez. N’he deus ket soñjet treuzkas din ar yezh met ar chañs am eus bet memes tra da zont eus ur familh hag eus un draoñienn a rae gant ar Bearneg (Gwaskoneg Bro-Vearn eo, ma faot deoc’h) abaoe mil vloaz. Komprenet em eus e oa Frañs ur vro liesyezhek, ha pegen talvoudus e oa. Ar bearneg a zo bet yezh ur stad dizalc’h, gant skrivagnerien, geriadurioù… Ur c’hultur a zo a-dreñv n’eo na gwelloc’h, na falloc’h eget unan all.
A gronikenn da gronikenn, a bajenn da bajenn, e lenner un istor disheñvel eus ar romant broadel a vezer kustum da glevet. Diskouez a rit penaos eo bet dispriziet hor yezhoù gant ar Stad-C’hall abaoe kantvedoù ne vern peseurt gouarnamant e oa.
Anavezout a rit sur a-walc’h an dro-lavar : an istor zo skrivet gant an drec’herien. En ur mod, e Frañs, ar rannvro he deus gounezet eo bro Bariz ez eo. E Frañs ez eus bet ur politikerezh stad digemm a-enep krenn d’ar yezhoù minorel abaoe kantvedoù. Digemm eo bet ne vern peseurt gouarnamant pe liv bolitikel a oa ganto. Den na soñjfe distruj kastell Chambord, pont ar Gard, pe Iliz-veur Reims peogwir e vez lavaret deomp int teñzorioù. N’eo ket bet kelennet deomp talvoudegezh ar brezhoneg, ar c’horseg, an alzasianeg, an okitaneg, ar c’hreoleg…Ne oant ket yezhoù zoken, trefoedajoù traken ! Evel pa vefe lavaret n’eo Iliz-veur Reims nemet ur berniad mein. Ur berniad mein a c’heller distruj, un Iliz-veur, ne c’haller ket. Dres ar memes tra eo. Graet ez eus bet eus ar yezhoù-se trefoedajoù ha n’eo ket bet displeget deomp o doa ul lennegezh uhel da skouer, n’eo ket bet displeget penaos e oa an droubadored mistri war lennegezh Europa en 12vet ha 13vet kantved, en doa tapet Frederic Mistral priz Nobel al lennegezh. Ma vefe displeget-se ne vefe ket asantet gant ar geodedourien ar politikerezh distruj a zo kaset da ben a-enep dezho. Ya, skrivet eo an istor gant ar re zo trec’h, ha diskouezet eo bet hor yezhoù war an tu fall evit hastañ o drailh.
“Ne oant ket yezhoù zoken, trefoedajoù traken ! Evel pa vefe lavaret eo Iliz-veur Reims ur berniad mein. Ur berniad mein a c’heller distruj, un Iliz-veur, ne c’haller ket. Dres ar memes tra eo.”
Padal, karout a rit Frañs ? Daoust d’an dispriz a zo abaoe pell e Frañs evit ar yezhoù minorelaet ?
Brogarour on penn kil-ha-troad. Hogen, sod on gant Frañs, bro Gwirioù Mab-den, pa zouj ouzh he c’her, ha pa na gas ket d’ar blodoù hec’h uhelvennadoù. Frañs a zo ur vro dreist peogwir eo lies. Liested he dremmvro, he c’hegin, he arkitektouriezh… Ha perak ne vefe ket brav diwar liested he sevenadurioù hag he yezhoù ? Na petra ’ta mod-all ? Distruj a rajemp an holl vonumatoù istorel ha na vefent ket e Bro Bariz ? Den ne raje kement-se rak spontus e vefe. Distruj hor yezhoù a zo ken spontus all !
En ho levr ez eus kalzik a bennadoù diwar-benn ar “riskl dizalc’hour” a vefe stag ouzh ar yezhoù minorelaet. Difenn hor yezhoù a zo un dañjer evit pennoù bras ar Stad-C’hall ?
Ya, me am eus ar chañs da zifenn ar yezhoù rannvroel e Pariz ha digarez am eus da gaozeal gant enebourien anezho. Sanket-mat eo ar riskl-se en o spered. Pa oa bet sañsuret al Lezenn Molac gant ar c’huzul bonreizhel em boa komzet gant izili anezhañ ha kargidi uhel. Displegañ a reont sklaer ez eus ur riskl evit an unaniezh vroadel. Jean-Michel Blanquer a soñje dezhañ e oa eus ur “riskl kumuniezhelour” hag un dañjer evit unded ar vro. Ar riskl-se, dister hervezon, a zo ur sorc’henn evit an dud a gemer divizoù a-enep d’hor yezhoù. Displeget em eus em levr perak e oa faltazi, ha perak e oa ur sorc’henn c’hall.
Ne vagfe ket ar stourm evit ar yezhoù minorelaet ur c’hoant emrenerezh pe dizalc’houriezh ?
Frañs a zo ur vro gant ul liested sevenadurel vras. Brasoc’h evit ar broioù tro-dro. Diforc’hioù a zo etre Italia ar C’hreisteiz hag an Hanternoz, anat eo, met ur vro latin eo memes tra. Diforc’hioù a zo etre Reter ha Kornôg Alamagn, etre Berlin ha Hambourg, ken anat all eo, met ur vro c’herman eo. Ne oa abeg sevenadurel ebet evit ma vefe hevelebekaet ur Breizhad ouzh un Alzasian, ur Bearnad ouzh ur Flamank, ur C’horsad ouzh unan eus Arwern… ha c’hoazh ne gomzan ket eus an tiriadoù tramor. Dizunvaniezh ar metropol a zo bras-kenañ ! Evit lakaat a-unan ur vro, ken disheñvel, eo ez eus bet divizet lazhañ ar yezhoù all, ar sevenadurioù all, ankeniet ma oa uhelidi ar vro da welet ur rannvro, peogwir e vefe ur santimant lec’hel enni, o c’houlenn mont kuit eus Frañs. Evidon-me, ar riskl-se a zo dreistpriziet.
Dreistpriziet eo, a-galz, met n’eo ket null kenebeut, peogwir ez eo ar yezhoù traoù sokial ha drezo e c’hell ur bagad tud en em zidermeniñ evel izili eus ur strollad. Ma kompren ar strollad-se e klask ar Stad lazhañ o yezh hag o sevenadur e c’hell divizout mont kuit evit o saveteiñ. Anavezout a ran Korsiz o deus displeget din : “deuet on da vezañ dizalc’hour peogwir mod-all e vo drailhet va yezh”. ‘M eus aon emañ ar wirionez ganto ! Ar Stad-C’hall eo he deus kaset ur politikerezh distruj yezhoù. D’am soñj eo ar Stad-C’hall a vag ar santimant dizalc’hour pa stourm a-enep ar yezhoù minorel. Poent e vefe e tistanfemp war sujed an dizalc’houriezh memes tra. Difennerien ar pikardeg a zo hep na vefe eus Talbenn dieubiñ Pikardi. En em santout a ran Bearnad ha Frañsez. Pa lavar Emmanuel Macron eo European ne’z eus den o c’houlenn digantañ paouez da vezañ Gall. Gallout a reer kaout un identelezh lies.
“Sevel a ran atav evit ar yezhoù gwan a-enep d’ar yezhoù kreñv. E Frañs e stourman evit ar yezhoù, a anver rannvroel, hag en estrenvro e stourman evit ar galleg a-enep ar saozneg”
Difenn a rit ar yezhoù minorelaet e Frañs, ha war ar memes tro e stourmit evit ar galleg. Skrivet ho peus levrioù evel “Le français, une si fabuleuse histoire”. Drol e c’hell bezañ, neketa ?
Me zo a-enep an unyezhegezh peogwir e kas ar standardekaat yezhel da baouraat Mab-den. Sevel a ran atav a-du gant ar yezhoù gwan a-enep d’ar yezhoù kreñv. E Frañs e stourman evit ar yezhoù, a anver rannvroel, hag en estrenvro e stourman evit ar galleg a-enep d’ar saozneg. Ar memes stourm eo rik-ha-rik. Ur stourm evit al liested sevenadurel.
E fin ho levr e savit ul listenn kinnigoù evit difenn, ha saveteiñ neuze, hor yezhoù. Cheñch ar Vonreizh, kaout kotaioù sonerezh e yezhoù rannvro er mediaoù Stad, kaout mediaoù e yezhoù minorel e pep rannvro, kreskiñ an arc’hant postet er c’hevredigezhioù a zifenn anezho, sevel magourioù divyezhek, diorren ar skolioù dre soubidigezh e pep lec’h… Ur sapre programm a zo ganeoc’h !
Ne’m eus ijinet netra. Sellet em eus ouzh ar pezh a vez graet e broioù damheñvel d’ar Frañs, pe e vefe Italia, Alamagn, Spagn pe Suis… Pa geñverier Bro-Gembre ha Breizh, da skouer, anezho div vro gant un douaroniezh, ur vent, ur boblañs damheñvel, div yezh keltiek o talañ ouzh ur yezh vras. Daou-ugent vloaz zo e oa kement-ha-kement a dud o kaozeal brezhoneg ha kembraeg. Ha hiziv-an-deiz, omp tremenet eus 500 000 da 200 000 brezhoneger, hag eus 500 000 da 650 000 kembraeger ! An diforc’h eo ar politikerezh yezh. Da skouer, e tost pep skol e tesker kembraeg, e Breizh, n’eo ket ret deskiñ ar brezhoneg betek 16 vloaz c’hoazh. Stad ar yezhoù minorel e Frañs a zo falloc’h kalz eget e broioù all. Siwazh, Frañs a denn hec’h emzalc’h da hini Sina pe Turkia. Brogarour on met ne c’heller ket fougasiñ gant se, divarrek-tre omp war ar sujed mañ.
Heuliañ labour Michel Feltin-Palas a c’hellit ober war Facebook amañ, war Twitter dre amañ pe dre goumantiñ d’e lizher-kelaouiñ Sur le bout des langues. Kavet e vo e levr Sauvons les langues régionales dre amañ.
Dont a raio Michel Feltin-Palas e Kemper d’an 10 a viz C’hwevrer 2023 e kreizenn Skol-veur Per-Jakez Helias, Añfi A001 da 6e30 GK diwar pedadenn Lig gwirioù Mab-den, Kevre Breizh ha Ti ar Vro Kemper. Titour da gaout amañ.
1. Displegañ a ra en e levr perak e ra gant “yezhoù rannvroel” : “Après mûre réflexion, j’ai gardé la formule “langues régionales”. Celle-ci est parfois contestée parce-qu’elle semble les places en dessous des “langues nationales”, ce qui n’est évidemment pas mon analyse. Si je me suis résolu à l’employer néanmoins, c’est qu’il s’agit de l’expression la plus utilisée et que j’ai pour objectif de toucher le public le plus large possible afin de faire évoluer les mentalités. Aussi m’a-t-il paru plus efficace de recourir à la locution la plus courante plutôt qu’à d’autres, sans doute plus justes, mais qui n’auraient parlé qu’aux personnes déjà convaincues” (p. 10)