8 levr nevez embannet e brezhoneg

Evit gouelioù Nedeleg e kinnig skipailh Dispak deoc’h 8 levr brezhonek embannet er bloaz-mañ hag o deus sachet hon evezh.

Gwez ar vro, Padrig an Habask & Anna Duval-Guennoc

Berzh en deus graet levr natur ti-embann al Lanv, lañset gant un taol strollarc’hantaouiñ brav. “Gwez ar vro” a ziskouez, dre skrid Padrig an Habask ha livadurioù Anna Duval-Guennoc, diforc’hioù 36 spesad gwez boutin e Breizh. Tresadennoù-kaer an arzourez a laka war wel stumm ar wezenn (en he bleuñv pe get) ha munudoù e-giz ar frouezh, an delioù pe bleuniadur ar par hag ar barez. An destenn a ro titouroù war ar wezenn dre vras, an implij graet gant ar c’hoad ha troioù-lavar pe implij e anvioù-lec’h ha familh hor bro.

Ur benveg talvoudus evit anavezout hag envel ar ramzed a zo a-us d’hor pennoù neuze…

Gwez ar vro, Al Lanv, 15 €, da brenañ gant Kuzul ar brezhoneg (liamm)

 

Anjela, Christelle ar Guen

Ur romant treset divyezhek eo. Un tu eus al levr a zo e brezhoneg, egile zo skrivet e galleg. Brav ha simpl eo an tresadennoù. Dre al levr-mañ e c’haller ijinañ gwelloc’h penaos a oa bet buhez ar varzhez. Chabistroù disheñvel, aozet dre demoù, a ziskouez lod eus prantadoù heverkañ he buhez, pe eus he mennozhioù. Aes ha plijus-kenañ eo da lenn. Furchet he deus an dresourez e lizheroù ar varzhez, enrolladennoù anezhi ha barzhonegoù savet ganti, ha dibabet he deus tammoù anezho. Kement tra  skrivet el levr zo bet lavaret pe skrivet gant Anjela Duval neuze. Un testeni tost d’an dudenn vrudet eo. Buhez ur stourmerez a-ziwar ar maez.

Anjela, Embannadurioù Mignoned Anjela, 15€, Gwengolo 2018. (liamm)

 

Martial Ménard, ur breur er stourm, Charlie Grall

Piv e oa Martial Menard ? Un tamm eus ar respont a vo kavet e-barzh levr Charlie Grall. Ur sell diwar-benn buhez un den zo bet breur dezhañ er stourm. Ul levr dedennus e gwirionez ha fromus meur a wech. Desachet e vo neb a zo dedennet gant Breizh ar bloazioù poultr. Bloavezhioù fonnus war dachenn ar stourm evit ar yezh. Ha start lakaat ar gaoz warne hep komz eus « paotr Lanrelaz ». Martial e Skol an Emsav, en FLB, er prizon, e Stourm ar Brezhoneg (SAB), er gazetenn Breizh Info, e penn embannadurioù an Here. Ha Martial marc’h-labour ar brezhoneg betek fin e vuhez.

Martial Menard, Ur breur er stourm, Embannadurioù Al Lanv, 10,50 €. (liamm)

 

Istor ar vatezh ruz, Margaret Atwood, troet gant Alan Martel

Setu troet e brezhoneg ar best-seller a awenas an heuliad skinwel a-anv gantañ : The handmaid’s tale. Heuliañ a reer June, harozez al levr a zezrevell hec’h istor e maner ar gourc’hemenner Waterford. Diskaret eo bet Stadoù-Unanet Amerika gant puritaned strizh savet ganto Republik Gilead ha lakaet ar merc’hed frouezhus da vezañ sklavezed an tiez pinvidik heuilhet divezegezh ar Stad nevez ganto.

Ul levr faltazi plijus da lenn eo, gant geriaoueg e-leizh hag arbennik, betek re a-wechoù. Gant ma ne vevimp ket er bed-se biken.

Istor ar vatezh ruz, Embannadurioù An Alarc’h, 15 €. (liamm)

 

Peurzorn, Petros Markaris, troet gant Alan Botrel

Petros Markaris a zo ur skrivagner gresian, bet ganet e 1937 e Turkia. Skrivet en deus un toullad romantoù polis, a heuilh un dudenn bennañ, ar C’homiser Kostas Charitos. Peurzorn a zo levrenn ziwezhañ « Trilogiezh an enkadenn », e-lec’h ma enklask Charitos war pemp muntr zo bet sinet gant ur strollad lesanvet « Gresianed ar bloavezhioù 50 ».

Dizoleiñ a reer en heuliad-mañ ur vro disrannet gant an enkadenn ekonomikel a ra reuz abaoe 2008. Ar velestradurezh breinet, an tu-dehoù pellañ o kreskiñ, ar repuidi gwallgaset : setu an endro a vez livet deomp, gant ur sell realour, a c’hellfe bezañ dedennusoc’h eget an enklask polis en e-unan. Al live yezh, kinniget gant troidigezh Alan Botrel, a zo uhel a-walc’h ha diaes a-wechoù, zoken gant ur c’heriaoueg e fin al levr.

Peurzorn, Embannadurioù An Alarc’h, 14 €. (liamm)

 

Seizh tra da ober Jean Le Clerc de la Herverie.

Aet e oa priz brezhoneg 2017 kêr Gemper gant ar romant-mañ. Rannet eo ar romant berr-se etre 34 fennad. Aes e vez lennet eta.

Istor un den war e leve hag a rank kuitaat e gêriadenn e Kreiz-Breizh, Kerantoull, evit mont da vevañ er gêr vras, Lannvriog. Istor an dilojañ, ar vuhez nevez, an dud nevez en em gav ganto, ha dreist-holl pouez an dud bet en e vuhez hag aet diouzh ar bed-mañ hag a gendalc’h da chom war e dro.

Ma n’eo ket un emvuhezskrid ec’h adkaver kalzik traoù eus buhez an aozer, gant un toullad « private jokes » zoken. Betek re e klask an aozer plantañ krennlavarioù pe arroudennoù barzhonegoù, ken e teu da vezañ hegasus. Un nebeud fazioù yezhadur zo chomet ivez ouzhpenn ur vi-koukoug a adkaver hed-ha-hed al levr : lasterezh e-lec’h lastezerezh.

Ul levr da vezañ lennet er bus pe en tren.

Seizh tra da ober, Embannadurioù Al Liamm, 12 €. (liamm)

 

Toutouig, kelaouenn nevez Keit Vimp Bev evit ar re vihan-tout

Santout a rae ti-embann Keit Vimp Bev e oa ezhomm ur gelaouenn evit ar vugale yaouankoc’h eget lennerien ha lennerezed Rouzig, dre ma’z a war ziorren tachenn an embann evit ar vugaligoù e brezhoneg. Peogwir int bugaligoù e vez lennet ar gelaouenn gant o zud ha n’eo ket ganto o-unan. Lañset en deus Keit Vimp Bev neuze ur gelaouenn ken aes da lenn evit ar vugale hag o zud, istitlet e galleg. Frazennoù berr, senennoù buhez pemdez ar re vihan, un tresañ simpl ha tener e-liamm gant ar mareoù… Peadra d’ar re vihanañ da gavout o lod. Ijinet ha treset eo bet an niverenn gentañ gant Géraldine Hary.

Toutouig, Keit Vimp Bev, Distaol war ar c’houmanant 6 miz evit al lañsañ: 20€, eus miz Genver betek miz Even 2018 (betek an 10/01/2019).

 

Istor bihan Karl Marx, Joan R. Riera ha Liliana Fortnuny, troet gant Gael Roblin hag Anna Le Grumelec

N’eo ket al levr-mañ un droidigezh klok eus oberennoù an Alaman barvek ganet 200 vloaz zo ! Al levr-mañ a zo bet savet evit ma vefe tu da brederiañ diwar-benn « bed al labour » dre un istor simpl ha berr (32 bajennad liv) kontet gant Tad-kozh Karl. Kontañ a ra buhez Frederik, ur peizant o vevañ e Bro-Saoz e dibenn an 19vet kantved. Rankout a ra mont betek ar gêr vras da gavout labour, hag en un embregerezh e kavo ur post evit gwriat loeroù. Un devezh e vo merzet gantañ e vez gwerzhet al loeroù-se kalz keroc’h eget ar priz ma vez paeet-eñ ! Goulenn a raio sikour digant ur gamaladez, Roza, evit kompren perak hag evit kavout un diskoulm evit ma vefe reishoc’h an traoù, evitañ hag evit al labourerezed ha labourerien all.

Embannet eo bet evit ar wech kentañ e katalaneg, a-drugarez da dresadennoù Liliana Fortuny (brudet e Barcelona evit he labour) hag an istor a zo bet skrivet gant Joan R. Riera. Azasaet ez eus bet un nebeud mennozhioù diwar-benn ar gevredigezh : penaos lodennañ gwelloc’h ar pinvidigezhioù pe doareoù goulennoù a-vremañ dalc’hmat, evit ma vefe tu da lenn adalek 8-10 vloaz lakaomp. Met gallout a raio bezañ lennet gant tud koshoc’h ivez !

Istor bihan Karl Marx, Embannadurioù Stourmomp, 14€ (liamm)

 

Levrioù brezhonek all zo bet embannet ar bloaz-mañ. Kavet e vezont war lec’hiennoù kuzul ar brezhoneg, klask, pe lenn.electre. Gouelioù laouen deoc’h holl ! 🎄

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like