A-raok an arabeg e veze komzet « berbereg » pe « tamazight » e Maroko. Koulskoude eo bet laosket a-gostez ar yezh komzet gant 30 % eus poblañs ar vro gant ar Rouantelezh goude an dizalc’hiezh. A-drugarez da stourmoù ar bobl amazigh ha da zalc’hoù geopolitikel e vez anavezet tamm-ha-tamm gant ar galloud bremañ. E 2011, bonreizh nevez Maroko he deus graet eus an tamazight eil yezh ar Stad, hag er bloaz-mañ eo bet lakaet deiz kentañ ar bloaz an deiziataer amazight da zeiz berz. Koulskoude e chomfe ar yezh en arvar hag evit stourmerien zo e chom arouezel an araokadennoù-se.
Pa vezer o pourmen e straedoù Rabat, kêrbenn Bro-Maroko, e weler sinoù ispisial war ar savadurioù publik e-kichen an arabeg hag ar galleg . An tifinagh, lizherennaoueg ar yezh amazigh an hini eo. Yezh Berbered Maroko, evel ma’z int bet anvet gant an drevadennourien roman, met int a gav gwelloc’h ober « Amazigh » (Imazighen el liester) anezho o-unan, ar pezh a dalvez « tud dieub ». En o yezh, ar « gh » a vez distaget « r » .
Yezh an “dud dieub”
E Maroko n’eo ket e Rabat eo ma vez kavet ar muiañ a dud o komz tamazight. E kêriadennoù an Atlas Uhel ha Krenn, er Rif en Norzh, pe er Souss er Su, e vev an darn vrasañ eus an dud a implij an tamazight er vuhez foran. Rannyezhoù disheñvel zo, hervez ar rannvroioù : an tarifit er Rif, an tamazight e menezioù an Atlas hag an tachelhit er Su. Met implijet e vez ar ger « tamazight » evit ober anv eus an holl rannyezhoù-se. Imazighen a vez kavet e Aljeria, Tunizia, Libia, Egipt pe Mali ivez, gant o rannyezhoù dezho o-unan. Hervez ar sifroù ofisiel e komzfe ouzhpenn 10 million a dud atamazight e Maroko, met dizemglev zo war ar sifr-se rak rebechet e vez d’an niveradeg ziwezhañ bezañ bet diresis.
En ur glask un tammig bihan, n’eo ket gwall ziaes kavout tud gouest d’ober gant an tamazight e kêrbenn ar rouantelezh. Er stalioù e komz ur bern kenwerzhourien tamazight. « P’eo aet kuit ar Yuzevien, un toullad anezho o deus gwerzhet o stalioù da imazighen hag a laboure ganto », a zispleg din Marouan, ur rapour yaouank a orin eus Su ar vro hag o labourat e Rabat. Ganet eo bet e-kichen Agadir ma vez komzet tachelhit er straedoù. Pa oa erruet er skol da c’hwec’h vloaz ne gomze nemet tachelhit. « Bez’ em boa kentelioù arabeg klasel ha galleg gant ur c’helenner o kelenn din e darija. Ur spont e oa dizoleiñ teir yezh war un dro ! », a gont din Marouan. Arabeg Maroko eo an darija. Komzet e vez gant ar pep brasañ eus tud ar vro ha disheñvel-mat eo eus an arabeg klasel. Evit sevel frazennoù en em harp an dud war framm an tamazight ha kavet e vez meur a c’her galleg, saozneg, spagnoleg pe tamazight ennañ.
“Ret e oa en em guzhat evit skrivañ e tamazight, stourmerien a zo bet en toullbac’h”
Moha Moukhlis, stourmer a-gozh
An tamazigh a veze komzet war dachenn Varoko kantadoù a vloavezhioù a-raok ma errufe an Arabed en VIIvet kantved. War-lerc’h an dizalc’hiezh e 1956 eo bet goveliet an identelezh varokan war ar relijion vuzulman hag an orinoù arabek. Er bloavezhioù 1980 e voe krouet kevredigezhioù bihan evit difenn an amazigh, dreist-holl gant studierien skol-veur. « Ret e oa en em guzhaat evit skrivañ e tamazight avat , stourmerien a zo bet kaset d’an toullbac’h », a zispleg din Moha Moukhlis, e karg eus ar c’hehentiñ en IRCAM (Institut Royal de la Culture Amazigh).
Araokadennoù bresk evit gwareziñ ar yezh
An ensavadur-mañ, bet krouet e 2001, a zo staliet e Rabat en ur savadur bras ha nevez-flamm. Eno em eus kejet gant ar stourmer kozh deuet da vezañ paotr ar c’hehentiñ. « Gounezet hon eus gwirioù tamm-ha-tamm, a-drugarez d’ar stourmoù diabarzh ha diavaez ; an diaspora amazigh a zo bras e Europa. Ar cheñchamant roue e 1999, eus Hasan II da Mohammed VI en deus sikouret da cheñch penn d’ar vazh ivez. Hag evel-just, arabat disoñjal ar cheñchamantoù geopolitikel : plas nevez an imazighen zo erruet da-heul diskar ar Stadoù arabek en Iraq, Libia pe c’hoazh Egipt. Hiziv an deiz he deus c’hoant Maroko da vezañ ur skouer er Maghreb evit ar pezh a sell ouzh difenn an tamazight ».
Er bloavezhioù 2000, ez eus kroget ur c’houlzad nevez evit an tamazight er vuhez foran. Krouet ez eus bet ur chadenn dele e tamazight penn-da-benn, hag un toullad filmoù ha heuliadennoù a vez sevenet bep bloaz hiviziken. E bed ar sonerezh, arzourien yaouank anavezet a grou e tamazight, evel ar strollad Jubantouja pe ar rapourien Ahmed Soultan pe Iguidr. Abaoe2003 ez eus kentelioù tamazight er skolioù publik kentañ derez. Hervez ar gouarnamant e 2022 e oa kelennet e 1200 skol publik er vro, ar pezh a ra 15% eus hollad ar skolioù.
“Ar vugale etre seizh hag eizh vloaz o deus teir eurvezh tamazight bep sizhun. Met ar re vras n’o deus kentel ebet !”
Ilham Bouagal, kelennerez
Ne anavezer koulskoude nag an niver a eurvezhioù kelennet, nag an niver a vugale gant kentelioù tamazight. Ilham Bouagal, kelennerez en ur skol e kêr Sale, e-kichen Rabat a zo plaset mat evit testeniañ war gement-se : « Da skouer, me eo skolaerez tamazight nemeti ma skol el lec’h ma’z eus 250 skoliad. Kelenn a ran da c’hwec’h klasad disheñvel eus ar remziadoù 1 ha 2, bugale etre seizh hag eizh vloaz. Bez’ o deus teir eurvezh tamazight bep sizhun. Met ar re vras n’o deus kentel ebet ! N’eus ket trawalc’h a eurvezhioù er skol gentañ derez evit deskiñ ur yezh… » emezi.
Ul lizherenneg arouezel a chom dianav evit c’hoazh
An tamazight a vez treuzkaset dre gomz er familhoù. E penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 e oa bet divizet kelenn ha skrivañ ar yezh gant al lizherenneg tifinagh, padal n’eus ket nemeur a dud a oar ober gant ar sinoù-se. Da neuze ne oa nemet Touareged ar Sahara e Mali, Aljeria pe Nigeria a implije an arouezennoù-se. Un dibab souezhus, neketa ? « Tabut bras zo bet e-touez enklaskerien an IRCAM evit gouzout hag implijet e vefe al lizherenneg latin, arabek pe an tifinagh. Me a oa ‘vit implij an hini latin dre ma vez komprenet gant an darn vuiañ eus an dud, hag evit ma vefe aesoc’h da dreuzkas d’an estrenvro. Met dibabet eo bet an tifinagh evit e berzhioù simbolek hag istorel», a zispleg din Moha Moukhlis.
An darn vrasañ eus an imazighen am eus bet digarez da gejañ ganto a oa chalet gant an diviz-se. War-bouez Ilham, ar gelennerez, a zo-hi laouen-tre gant al lizherennaoueg nevez : « Dedennus-tre eo an tifinagh evit labourat gant ar vugale rak aes-tre eo da zeskiñ evit ar re vihan. Evel ur prantad tresañ eo ha dre ma’z eus ur son evit pep arouez n’hallec’h ket ober fazioù reizhskrivañ. Evit an dud deuet eo trawalc’h div pe teir eurvezh prantad labour evit bezañ gouest da skrivañ ha da lenn an tifinagh ! »
Diwan e skeud an arabeg
Pouezus-tre eo bet ar bloaz 2011 evit an tamazight, gounezet he deus ar statud a yezh Stad er vonreizh nevez embannet gant ar roue Mohammed VI. Ur respont e oa d’an « Nevezamzer arab ». « Nevezamzer ar pobloù ! An Arabed ne oant ket o-unan er manifestadegoù ! », eme Mounir Keji, anezhañ ur stourmer amazigh, din, pa gomzomp eus kement-se tro-dro d’ur banne kafe e kreiz-kêr Rabat.
« Abaoe an dizalc’hiezh eo aet war-raok fonnus-tre an arabeg er gevredigezh, gant ar fiñvadegoù diabarzh er c’hêrioù bras, ur bern amazighed a goll o yezh-vamm »
Mounir Keji, stourmer amazigh
Hervezañ eo aet kalz war-raok statud ar yezh hag an identelezh er vro, padal n’eo bet kement en arvar biskoazh : « Abaoe an dizalc’hiezh eo aet war-raok fonnus-tre an arabeg er gevredigezh, gant ar fiñvadegoù diabarzh er c’hêrioù bras, ur bern amazighed a goll o yezh-vamm, hag ar rouedadoù sokial a laka an traoù da washaat. Mankout a ra ur bern arc’hant evit diorren ar yezh ha ne vez ket kelennet tamazight er skolajoù nag el liseoù, ar pezh a vefe pouezus ken-ha-ken ! ».
An diorren ekonomikel kentoc’h eget hini ar yezh
Dreist-holl e chom pell an takadoù amazigh eus an diorradur ekonomikel. War ar maez, e Norzh ar vro, eo ar sujed pennañ pa vez kaoz eus ar c’hudennoù pemdeziek, pell a-raok an tamazight. E traoñienn Azilla, an holl a gomz tarifit, padal n’eus kentel tamazight ebet er skol hag an dud ne seblantont ket bezañ chalet gant kement-se. « Ar re vihan a zesk ar yezh er gêr, ar pezh o deus ezhomm eo deskiñ arabeg, galleg ha saozneg evit gellout labourat », a gont din Tarik, labourer-douar ha tad da dri bugel.
« Ar re vihan a zesk ar yezh er gêr, ‘pezh o deus ezhomm eo deskiñ arabeg, galleg ha saozneg ‘vit gellout labourat »
Tarik, labourer-douar
Laouen-tre eo gant statud nevez e identelezh hag e yezh er vro, met ar pezh a chal anezhañ eo an diouer a zour evit dourañ e blant butun-drol. Amañ eo pinvidik a-walc’h ar maezioù a-drugarez d’ar c’hannab produet e-leizh ha gwerzhet « dre guzh » en Europa. « Met en Atlas Uhel, pe e gevred ar vro, ez eus rannvroioù paour-razh, kollet penn-da-benn, gant un diouer a hentoù, a ospitalioù, pa a skolioù evit gellout bevañ en un doare reizh», a gloz Mounir Keji.