Rekipeoù Klervi #11 : Kouign-amann

Bloaz zo e oa deuet skipailh Tuto Breizh da filmañ ur meuz anavezet-mat gant an holl Vretoned : ar C’houign-amann !

Penaos fardañ Kouign-amann ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan ! Gallout a rit adkavout ar rekipe war chadenn Brezhoweb ivez.

Aozennoù :

(evit an toaz)

  • 275 gr bleud
  • 140 gr dour
  • 8 gr holen
  • 5 gr goell baraerezh
  • 10 gr amann

(evit an treiñ (tourage*))

  • 250 gr amann
  •  150 gr sukr gwenn
  •  75 gr sukr rous

Prientiñ :

En ur volenn skuilhit an dour, ar bleud, an holen, an amann hag ar goell baraerezh (hemañ a vo bet lezet da repoz en ur bannig dour klouar a-raok).

/!\ Arabat lakaat an holen hag ar goell kichen-ha-kichen, mod-all ne raio ket ar goell e labour.

Mezit an holl aozennoù gant ur c’hrog-mezer en ur baserez, betek kaout toaz.

Lakait an toaz e stumm ur c’harrez war ur blakenn ha lakait anezhañ er yenerez e-pad 20 munutenn.

Goude-se e vo graet an treiñ (tourage).

Kemerit an toaz, ha ledanit anezhañ betek ma vo a-vent gant ar vazh.

Ouzhpennit an amann, war hanter an toaz, ha plegit an hanter all war an amann.

Bremañ e vo graet div dro simpl**.

Ledit c’hoazh an toaz, betek ma vo a-vent gant ar vazh. Plegit anezhañ dre dri. Grit kemend-all ur wech all.

Lakait er yenerez e-pad 20 munutenn.

Graet e vo c’hoazh div dro simpl.

Ar wech-mañ, e vo lakaet an daou sukr.

Flourit an daol gant ar sukr, ha ledanit an toaz betek ma vo a-vent gant ar vazh.

Lakait sukr war an toaz ha plegit anezhañ dre dri.

Grit ar kemend-all ur wech all en ur echuiñ ar sukr.

Lakait en ur moull ha grit tresadennoù war an toaz. Pe mod-all, gallout a rit ivez ledanaat an toaz, rollañ anezhañ ha troc’hañ a-lavnedigoù (evel ma vez gwelet war ar skeudenn).

Lakait er forn da 200°C e-pad 45 munutenn.

Un nebeud gerioù :

* an treiñ (tourage) : fed da blegañ an toaz meur a wech evit kaout toaz feilhennet.

** tro simpl : doare da blegañ an toaz dre dri.

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like