Setu an eil rekipe sall eus ar chadenn : Un takos vegan !
Penaos fardañ takos vegan ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !
Aozennoù :
(evit 4 takos)
- 80 gr bleud gwinizh
- 30 gr bleud ed-du
- 2 yaourt soja / 1 pod = 100 g (da lavaret eo unan evit an toaz hag un all evit an hilienn)
- 1 meudad sukr
- 200 gr Tofou
- 4 loaiad vras hilienn soja sukret
- 1 penn-ognon
- 2 dog-touseg
- kokombrezenn
- saladenn (gallout a rit implijout n’eus forzh pehini, aze implijet em eus letuz.)
- eoul olivez
- holen
- pebr
- louzaouennoù Provañs
Prientiñ :
Troc’hit an tofou a-dammoù bihan.
Dibluskit ha skejennit an togoù-touseg hag an ognon.
Lakait pep tra en ur voest hermetek, an tofou, an togoù-touseg hag ognon.
Ouzhpennit an hilienn soja, serrit ar voest ha meskit.
Laoskit a-gostez e-pad un tregont munutenn bennak.
Da c’hortoz e vo fardet toaz an takos.
Meskit an daou seurt bleud gant ur meudad holen hag ur meudad sukr.
Ouzhpennit ar yaourt soja ha meskit betek kaout un toaz.
Lakait an toaz a-gostez.
Kemerit ar meskaj ha meskit ur wech diwezhañ a-raok poazhañ.
Poazhit ar meskaj gant ur banne eoul olivez er baelon. Meskit anezhañ ur wech an amzer.
Ur wech poazhet lakait a-gostez ar meskaj en ur plad.
Troc’hit an toaz e pevar zamm ha ledanit pep tamm e stumm ur rond.
Ret eo e vefe fin an toaz.
Poazhit an toaz er baelon domm hep danvez druz.
Troit an toaz meur a-wech betek ma vo poazh.
Ur wech poazh lakait a-gostez en ur plad.
Meskit an eil yaourt soja gant holen, pebr ha louzaouennoù Provañs.
Troc’hit ar gokombrezenn a-rondigennoù ha laoskit a-gostez.
Evit echuiñ, kemerit an tortilla, lakait an hilienn warnañ, ar meskaj, ar rondigennoù kokombrez un tamm saladenn hag un tamm hilienn.
Prest eo ! Kalon d’ho poued !
Adkavit an holl rekipeoù Klervi all o kllikañ amañ !
Piv on-me ?
Klervi Diridollou
Plijet gant ar c’heginerezh hag ar pastezerezh abaoe on bihan, neuze em eus tapet ur bak micherel pastezerezh-baraerezh e 2016. Bet on er skol hag er skolaj Diwan. Bremañ e ran ur stummadur evit bezañ skoazellerez er skolioù prevez.