Rekipeoù Klervi #14 : Toaz da ledañ vanilhet

Kinnig a ran deoc’h ur rekipe a zo bet ijinet gant ar mestr-pastezer Christophe Adam : an toaz da ledañ vanilhet !

Penaos fardañ un toaz da ledañ vanilha ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !

Aozennoù :

  • 35 gr dienn liñvek
  • 2 biz vanilha
  • 10 gr mel
  • 35 gr laezh koazhet disukr
  • 100 gr chokolad gwenn
  • 15 gr amann
  • 5 gr frond vanilha

Prientiñ :

Digorit e daou ar bizied vanilha ha tennit ar greun a-gostez.

Lakait an dienn liñvek en ur gastelodenn hag ouzhpennit an daou viz vanilha gant ar greun.

Lakait an dienn da virviñ. Goloit ha laoskit da ziazezañ.

Da c’hortoz, lakait ar chokolad gwenn da deuziñ en dourgib.

E-maez an tan ouzhpennit an amann teuz war ar chokolad gwenn, ha meskit.

Da c’houde, kemerit ar gastelodenn gant an dienn liñvek ha tennit an daou viz vanilha.

Ouzhpennit al laezh koazhet disukr hag ar mel. Lakait pep tra da virviñ .

Lakait an dienn dre deir gwech war ar chokolad gwenn, ha meskit bewech.

Hag evit echuiñ, ouzhpennit ar frond vanilha ha meskit ur wech ziwezhañ.

Lakait ar prientad en ur pod, ha gortozit e vefe yen a-raok implijout an toaz.

Gallout a rit debriñ an toaz da ledañ gant un tamm bara, un tamm briochenn, pe krampouezh. Gallout a rit mont dezhi gant al loa zoken !

Mirit an toaz da ledañ er-maez eus ar yenerez.


Rekipeoù Klervi all dre amañ.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like