Setu rekipe diwezhañ ar c’henfinañ : gwastilli chokolad ha karamel !
Penaos fardañ gwastilli chokolad ha karamel ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.
Aozennoù :
(evit 12 gwastell)
- 200 gr chokolad
- 125 gr amann
- 150 gr sukr
- 70 gr bleud
- 3 vi
- 1 podad karamel
Prientiñ :
Torrit ar chokolad en ur gastelodenn hag ouzhpennit an amann troc’het a-dammoù.
Teuzit ar chokolad hag an amann war un tan bihan.
Ouzhpennit ar sukr ha meskit.
E-maez an tan ouzhpennit ar bleud ha meskit.
Ouzhpennit ar vioù unan hag unan ha meskit etre pep vi.
Lakait un tamm prientad chokolad e-barzh moulloù-gwastell.
Goude lakait ar c’haramel.
Hag evit echuiñ, ouzhpennit ar prientad chokolad war-c’horre ar c’haramel.
Lakait er forn tommet da 160 derez e-pad 30 munutenn.
Kalon vat deoc’h !
Rekipeoù Klervi all dre amañ.