Evit ar 16vet rekipe eus ar chadenn e kinnigan deoc’h kouignoù loa !
Penaos fardañ kouignoù loa ? Displeget eo pep tra deoc’h er video amañ dindan.
Aozennoù :
(evit 12 kouign)
- 3 vi
- 1 meudad holen
- 80 gr sukr
- 80 gr bleud
- sukr lindr
Prientiñ :
Kemerit ar vioù ha dispartiit ar gwenn eus ar melen.
Ouzhpennit ur meudad holen er gwennoù ha basit anezhe en erc’h.
Ouzhpennit tamm-ha-tamm ar sukr betek kaout un toaz mereng.
Ouzhpennit ar melenoù ha meskit betek ma vo unvan an toaz.
Ouzhpennit tamm-ha-tamm ar bleud ha meskit gant ur spanell.
Lakait an toaz en ur sac’h envez gant un envez dantek pe unvan.
Ha grit stummoù war ur plad gant paper parch warnañ.
Lakait sukr lindr war ar c’houignoù ; ur wech teuzet ar sukr lakait un eil gwiskad.
Lakait ar forn e gor da 200 derez ha poazhit e-pad 6 munutenn d’an nebeutañ.
Kalon vat deoc’h !
Rekipeoù Klervi all dre amañ.