Rekipeoù Klervi #21 : pancake bananez

Ha c’hoant ho peus da cheñch ho lein ? Setu ur rekipe aes, simpl ha buan da fardañ enni teir aozenn bennañ hepken !

Penaos fardañ pancake bananez ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

Aozennoù :

(evit 10 pancakes)

  • 1 vananezenn (100g hep plusk)
  • 15 kl laezh
  • 100 g. bleud
  • 1/2 loaiad vihan bikarbonat boued (diret)
  • 1/2 loaiad vihan kanell (diret)

 

Prientiñ :

Dibluskit ar vananezenn ha torrit anezhi a-dammoù.

Flastrit ar vananezenn gant ur fourchetez.

Ouzhpennit al laezh hag ar bleud tamm-ha-tamm en ur veskañ bepred.

Hag evit echuiñ, ouzhpennit ar bikarbonat boued hag ar c’hanell.

Lakait amann da deuziñ er baelon.

Skuilhit teir loaiad vras toaz er baelon, ha laoskit da boazhañ ur vunutenn dre-vras eus an daou du.

Prest eo ! Kalon digor !

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like