Ar Chokokoz a zo ur rekipe gant kraoñ-kokoz ha chokolad, nag a draoù mat ! Me lâr deoc’h, ar rekipe-mañ a blijo d’ar vugale met ivez d’an holl begoù lipous.
Penaos ober ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.
Aozennoù :
- 2 gwenn vi
- 140 gr kraoñ-kokoz rasklet (+ un tammig evit ar c’hinkladur)
- 120 gr sukr
- 200 gr chokolad
- Kinkladurioù a bep liv
Prientiñ :
Goriñ ar forn da 180°C.
Lakaat an daou gwenn vi, ar c’hraoñ-kokoz hag ar sukr en ur plad.
Meskañ gant an daouarn betek kaout un toaz bennak.
Ober boulloù bihan gant an daouarn ha lakaat anezhe war ur plad gant paper parch warne.
Lakaat er forn e-pad 10 munutenn.
Leuskel anezhe da yenaat a-raok ober war-dro ar c’hinklañ.
Da c’hortoz, lakaat ar chokolad da deuziñ en dourgib.
Soubañ ar boulloù kokoz er chokolad war-bouez ur fourchetez.
Lakaat ar c’hinkladurioù a bep liv pe ar c’hraoñ-kokoz rasklet war ar boulloù kokoz.
Evit echuiñ, lakaat anezhe er yenerezh evit ma sonnfe ar chokolad.
Kalon vat deoc’h !