D’an 23 a viz Du, e oa deuet skipailh Sekred Kegin evit filmañ rekipe ar c’hrok-tilly.
Petra eo ? Penaos ober ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.
Aozennoù :
Evit ar yod-avaloù :
- 9 aval
- Kanell
- 3 loaiad vras sukr
- 30 gr amann
Evit ar gwispid krampouezh :
- 125 gr krampouezh dantelezet (lakaat un tamm krampouezhenn bennak a-gostez evit ar c’hinklañ)
- 30 gr amann
Evit ar chantilly :
- 125 gr maskarpon
- 25 cl dienn liñvek gant 30% danvezenn druz
- 50 gr sukr lindr
Prientiñ :
Evit ar yod-avaloù :
Dibluskañ an avaloù ha troc’hañ anezho e diñsoù.
Lakaat an amann da deuziñ en ur baelon, hag ouzhpennañ an avaloù, ar sukr hag ar c’hanell.
Laoskel da boazhañ betek ma trofe an avaloù da yod.
Gortoz e yenafe ar yod-avaloù a-raok implijout anezhañ.
Evit ar gwispid :
En ur plad, pilat ar c’hrampouezh.
Ouzhpennañ un tamm amann teuzet.
Meskañ.
Evit fardañ chantilly :
Lakaat an dienn yen-mat, ar maskarpon hag ar sukr lindr en ur plad.
Basañ anezho gant ur baser tredan (pe gant an dorn evit ar re galonekañ) betek ma trofe d’un dienn eonennek.
/!\ Arabat basañ betek re, mod-all e troio ar chantilly da amann /!\
Goude bezañ fardet ar yod-avaloù, ar gwispid krampouezh hag ar chantilly, kemerit ramikinoù.
Lakaat ar gwispid krampouezh da gentañ, da eil ar yod-avaloù.
Lakaat ar chantilly en ur sac’h envez, ha krogit d’ober ur c’helc’h eus an diavaez betek an diabarzh.
Hag evit echuiñ lakaat un tamm krampouezh dantelez evit kinklañ ar c’hrok-tilly.
Kalon vat deoc’h !