Síbín : distro an tavarnioù kuzh en Iwerzhon

Diskoachet e oa bet ar síbín-mañ gant ar polis e Kildare (31/12/2020 / Garda Info twitter)

E-giz ma vez lavaret : « Kant parrez kant giz ». Kaoz a zo kalzik e Bro-C’hall eus pretioù ha gouelioù kuzh, hag e Breizh diwar-benn festoù-noz aozet en desped d’al lezenn. E Bro-Iwerzhon e vez graet anv ur wech an amzer er c’helaouennoù eus ur síbín bennak bet diskoachet gant ar polis.

Begoù fustoù, yenerezed evit derc’hel ar bier fresk, gourvezvankoù, c’hoarioù biroù, taolioù bilhard, gouloù brav, skinwelioù, privezioù, skritelloù ha banielloù kleuboù ar vro. Tres gwir davarnioù a zo ganto. Abaoe penn-kentañ enkadenn ar c’hovid-19 ez eus diwanet tavarnioù kuzh en Iwerzhon. E kostez Killybegs em eus klevet anv eus div anezho. Daoust ha tu a vefe d’ober un droiad betek eno ? Tamm ebet. Aonik eo an dud, gant gwir abegoù. « Riskl a zo da vezañ kaset d’an toull-bac’h memes tra » a zispleger din.

Diskoachet e vezont ur wech an amzer gant ar Gardaí, ar polis a ra ton eus e gavadennoù er mediaoù. E Swords, e-kichen Dulenn e oa bet dizoloet un davarn digredus gant « alkool, bier fustoù & begoù, arc’hant, kadorioù & binviji tavarnioù all ». E Kildare e oa bet tapet 15 den o riboulat gant ar polis, ha nevez zo c’hoazh e oa bet kavet tud all o chopinata trankilik en ur c’harrdi kinklet brav. Bep taol e vez diskred warno bezañ  “dreisttremenet al lezenn war an aotreoù alkool” hag  “ar reolennoù yec’hed publik ». Graet e vez síbín e gouezeleg, pe shebeen e saozneg, eus al lec’hioù-se.

Ar síbín : un istor a-gozh

E fin an 18vet kantved eo e kaver ar meneg kentañ eus lec’hioù anvet « síbín ». Ur síbín a oa ul lec’h ma veze fardet ha gwerzhet wiski dre guzh enni. Strewet e vo ar ger er bed a-bezh gant divroidi Iwerzhon ha deuet eo da vezañ implijet evit envel ne vern pe davarn guzh.

Un nebeud tavarnioù pe pretioù « ofisiel » síbín en Iwerzhon c’hoazh met aet e oa da get implij ar ger-mañ. E 2019 e skrive Franck Mc Nally en Irish Times e oa ar ger o vont da vervel en e vro orin tra ma oa deuet Afrika ar Su da vezañ gwir vro ar síbín hervezañ. Du-hont, e veze graet síbín eus al lec’hioù da reiñ bod d’ar stourmerien a-enep d’an apartheid evit en em aozañ, eskemm, kaozeal… ur wech echuet gant lezennoù an apartheid o doa kendalc’het an dud da envel evel-se an tavarnioù « underground ».

Aet e oa ar ger diwar ar speredoù en Iwerzhon met distro diouz ar c’hiz en un doare prim gant enkadenn ar c’hleñved-red ha serridigezh 7000 pub er vro. Implijet e vez bremañ gant an dud, ar polis pe c’hoazh gant ar gouarnamant.

Ur marc’had kuzh

Hervez Padraig Cribenn, rener ar Vintners Federation of Ireland, kevre an tavarnioù iwerzhonat, er gelaouenn The Journal, e vefe kantadoù anezho bremañ e pep lec’h er vro. N’eo ket evit plijout tamm ebet d’ar VFI. Direizh penn-da-benn eo leuskel digor seurt lec’hioù hervez Padraig Cribenn pa vez kloz an holl davarnioù ha goulenn a ra ingal digant ar gouarnamant stourm gwelloc’h a-enep ar  síbíned. Siwazh, “c’hoari kazh ha logod eo, eme ur poliser d’ar gazetenn The Journal. Pa glozer unan ez eus unan pe ziv all o tiwanañ“.

Kompren a reomp e vank ar pezh a vez kavet en tavarnioù d’an dud met ne aotre ket anezho da vont hebioù d’al lezenn, eme Padraig Cribenn. El lec’hioù-se ne’z eus resped ebet ouzh ar reolennoù yec’hed. Ma vez bouetet ar c’hleñved e vo daleet addigoradur an tavarnioù. Drouk a ra an dud dezho o-unan.”

Ouzhpenn klask diskoachañ an tavarnioù kuzh en deus goulennet ar VFI strishaat ar reolennoù evit prenañ begoù-fustoù ha fustoù – un doare da herzel ouzh an dud da bourvezañ o síbín-. Koulskoude, n’eo ket chomet ar strolladoù torfedourien hep gwelet un digarez brav da c’hounit gwenneien hervez The Journal. N’eus ket pell zo, da skouer, ez eus bet harzet ur c’harr-samm o tont eus Kembre gant 17000 litrad bier ennañ ha kirri-samm all a en em gavfe ingal e mod-se er vro.

Addigoradur an tavarnioù

Abaoe bloaz e klask neuze ar gouarnamant hag ar polis diskuilhañ an holl síbíned etrezek ar vro. D’ar 6 a viz Ebrel e c’heller lenn en Irish independant eo ur gudenn vras evit kompren strewadur ar c’hleñved-red hervez an HSE, Skourr ar Yec’hed.

Aes eo da gompren perak. Ur wech ma ouezer eo klañv unan bennak e saver un toullad goulennoù outañ pe outi da gompren piv all c’hellfe bezañ bet kontammet. Hogen, an dud n’int ket troet da embann fraezh int bet en un darvoud pe en ul lec’h difennet. Al lec’hioù evel ar síbíned a zo kaoz eus ul lodenn eus ar « missing-links », al liammoù dianav hervez an HSE.

“Divroañ al lonkerien”

Addigoradur an tavarnioù a lakay marteze un termen d’ar síbíned avat. Er Republik ne vo ket aotret evañ banneoù bier en tavarnioù (ha c’hoazh, nemet en diavaez hag en tavarnioù a werzh boued) a-raok miz Mezheven pe deroù miz Gouere. Resisadurioù war an deiziad hirc’hortozet-mañ a vo roet gant Leo Varadkar, an Tanaiste (eil kentañ ministr), e fin ar miz. Da neuze 80 % eus ar boblañs a dlefe bezañ vaksinet emezañ.

Met n’eo ket tre ar memes jeu en Iwerzhon an Norzh. A-benn nebeut-tre e vo tu da c’hoari boc’h du-hont ha pennoù bras an HSE a zo ankeniet-bras gant se. War bajenn gentañ an Irish Daily Star (16/04/2021) e weler e c’hortozont gant ankrez « divroadeg al lonkerien d’an norzh » (« exodus of drinkers »)  a yay hep mank da heul addigoradur an tavarnioù e Bro-Iwerzhon adalek  an 30 a viz Ebrel. « Na dreuzit ket an harzoù, chomit en ho kontelezh hag er Stad » a c’houlenn groñs an HSE. Ha selaouet e vint ?

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like