N’eus nemet ur skol-veur e Korsika, en ur gêr 7000 a dud anvet Corte. E-tro 4000 studier zo enni. Tri sindikad zo evit ar studierien, an holl krouet ha diazezet war an enezenn. Ouzhpenn stourm evit gwirioù diazez ar studierien hag ar studierezed e stourmont ivez evit o enez hag he gwirioù.
Tri sindikad a gaver e skol-veur Corte : an Ghjunventu Paolina (GP), diwar anv dizalc’hour ar vro Pasquale Paoli, ar c’h/Consulta di a Ghjuventu Corsa (CGC) – Bodadeg Yaouankizoù Korsika – hag an Ghjuventu Independentista (GI) – ar Yaouankizoù Dizalc’hour. Alies e vez a-du an tri sindikad war an doare da verañ ar skol-veur pe ar pezh a sell ouzh ar c’h/CROUS da vare an dilennadegoù met selloù disheñvel o deus war ar gevredigezh.
Sindikadoù dibar
Emrenerien eo kentoc’h ar GP, pa gaver dizalc’hourien er CGC ha dizalc’hourien «strishoc’h» er GI. En ur mod eo ar sindikadoù-mañ, rakkambr* ar strolladoù politikel a zo en enez. Kizidik hag emskiantek-tre eus ar politikerezh eo an darn vrasañ eus ar studierien ha studierezed war an enez.
Distag int diouzh ar sindikadoù divlas a gaver er c’hevandir, evel ma vez lavaret eno gant annezidi an enezenn, ha ne heuliont ket o stourmoù. Ne oa bet aozet tra ebet ganto da vare Lezenn al Labour e Korsika e 2016 pe evit Parcoursup er bloavezh-skol tremenet da skouer.
Skritell e korseg evit dilennadegoù kannaded ar C’hROUS
Obererezhioù
Dreist pep tra e implijont o yezh, ar c’horseg, en o c’hemennadennoù foran o lakaat anezhi da vezañ dibunet pe skrivet a-raok ar galleg atav. Kemennadennoù unyezhek korseg a embannont ivez evit diskouez birvidigezh ar yezh.
Estreget war-dro gwirioù ar studierien a reont rak stag int ouzh stourmoù politikel ar vro. Goulennet groñs e vez gant an tri sindikad e vefe graet eus an 8 a viz Kerzu un devezh gouel evit ar studierien hag er gevredigezh peogwir eo o devezh broadel.
Un devezh gouel e oa er skol-veur met e 2016 e oa bet nullet kemend-all gant ar c’huzul-merañ. Stanket e oa bet-hi neuze gant an Ghjunventu Paolina d’an 8, betek na vefe asantet e 2017 gant kuzul-merañ adlakaat an devezh gouel e plas.
Skoazellañ a reont ar skolveuridi a harp ar brizonidi bolitikel da zistreiñ d’an enezenn evit tremen o amzer toull-bac’h eno. Ul labour memor a zo graet ganto, o terc’hel soñj eus ar stourmoù kent hag eus an dud o deus stourmet evito, pe e vefent liammet ouzh ar skol-veur pe get.
Buhezañ ar skol-veur
Nebeut a gevredigezhioù studierien a zo e skol-veur Corte ha dister eo o fouez e gwirionez. Aozet e vez neuze buhez ar studierien hag ar studierezed gant ar sindikadoù pa ne vez ket graet gant ar skol-veur hec’h-unan. Bep bloaz e aoz an tri sindikad ur gouel degemer da vare an distro-skol, pep hini d’e dro, gant strolladoù sonerezh brudet pe vrudetoc’h eus ar vro a gan kanaouennoù stourm pe brogarour anavezet gant an holl, e korseg, anat deoc’h.
E miz Here pe Du ec’h aoz ar CGC devezhioù ar Mossa, e Corte pa aoz ar GI e miz C’hwevrer ar Scondri Internazionale – Emgavioù Etrebroadel – gant yaouankizoù dispac’hour Europa hag ar bed. E-kerzh an devezhioù-se e aozer divizoù war dazont an enezenn, kudennadurioù* ar vro, ar yezh, ar politikerezh da grouiñ evit mont war-raok o kemer harp ha skiant war ar broioù hag ar broadoù all.
Ar scondri internazionale, a vez aozet gant ar GI bep bloaz e miz C’hwevrer.
Berzh a ra seurt darvoudoù ken e reont o tiskouez d’ar studierien ha d’ar studierezed kaout ur sell lemm war an traoù a c’hoarvez en-dro dezho. Dre-se e lakaont tud nevez da emezelañ en o sindikad ivez.
Bev-mat eo ar sindikadoù e skol-veur Corte ha kenderc’hel a raint da vezañ e-keit ha ma vo tomm an dud ouzh o bro.
Hag e vo ul lañs sindikadel breton nevez er skolioù-meur par ouzh hini Korsika a-drugarez da Unvaniezh Studierien Breizh ? Ur sin mat eo e vefe outañ evit dazont yaouankiz Breizh atav.
© Skeudennoù (en urzh) : LJV, Consulta di a Ghjuventú Corsa ha Ghjuventú Independentista
Kudennadurioù : problèmatiques
Rakkambreier : antichambres
Piv on-me ?
Liza Jakez-Vargas
Kernevadez staliet e Bro-Naoned. Sod on gant ar yezhoù, stourmoù liesseurt, ha teulfilmoù.