Perak ne rafemp ket hor mad eus ar prantad kenfinañ evit splujañ en un teulfilm en tu all d’ar bed ? E kêr Aleppo e Siria, setu un istor kenfinañ ivez, e-pad ur brezel gwir ar wech-mañ. For Sama a zo istor ur stourm pemdeziek a-enep d’ar feulster, d’ar marv, d’an dizesper, bet kaset a-benn e unan eus ospitalioù diwezhañ Aleppo.
Pemp bloaz rezistañs dindan ar bombezennoù, kontet deomp dre zaoulagad Waad al-Kateab, kazetennerez-keodedourez yaouank o vevañ en Aleppo. Heuliañ a reomp hec’h istor, adalek penn-kentañ dispac’h Siria, ar spi, ar c’hoant frankiz, betek he buhez pemdez e-pad ar brezel sivil kroget e 2011. He gwaz, Hamza, medisin, a zo chomet er vro ivez, evit saveteiñ en e ospital buhezioù flastret gant bombezennoù renad Assad ha kirri-nij Rusia. E-kreiz trouzioù kriz ha kreñv seziz Aleppo, e kresk Sama, merc’h Waad hag Hamza, ur babig gant ar marv tro-dro dezhañ abaoe e c’hanedigezh.
Kêr Aleppo distrujet gant ar brezel
Ul lizher karantez
For Sama a zo ul lizher karantez kaset gant ur vamm d’he merc’h. “E peseurt buhez em eus degaset ac’hanout ?” a c’houlenn diganti hec’h-unan. Setu un testeni skrijus, don, kreñv, hag ivez ur preder war ar fed da reiñ ar vuhez pa vez bugale o vervel. Penaos gwareziñ ur familh ha difenn, war un dro, frankiz ur vro ? Klask a ra Waad displegañ d’he merc’h perak int chomet betek ar fin en Aleppo. Ar galon o deus ranket kaout, a-benn chom war-sav ha tizañ an harpusted. A-benn saveteiñ ar re c’hloazet, a-benn degas buhez en-dro en ur babig hep anal. A-benn reiñ aer d’ar re wanañ pa vez taget an ospital a-ratozh-kaer gant armoù kimiek. A-benn chom.
Istor ur brezel gwelet dre zaoulagad ur vaouez ivez, Waad, sevenourez, test, kazetennerez ha mamm. Un istor gwir, siwazh. Dic’houzañvus. Unan e-touesk kantmiliadoù heñvel all. Marv, c’hoarzh, dreistbevañ. Kenliammet eo an istor personel, nes, gant an Istor politikel.
Son hor c’hanoù a oa kreñvoc’h eget ar bombezennoù o kouezhañ er-maez – Waad-al-Kateab
Bugale sirian
Skeudennoù poanius
Badaouet eur en ur zont er-maez eus ar film-mañ, eus ar wirionez-mañ. Gwelloc’h chom hep bezañ en h.e-unan. Gwelloc’h gellet kaozeal goude, diwar-benn ar skeudennoù poanius, dibosupl da zisoñjal, bet diskouezet deomp hep termal.
Daoust pe zaoust, mat eo gwelet ar film-mañ koulskoude, ken pouezus hag hollret eo e skeudennoù. Gwelloc’h en em rentañ kont eus petra a vez kaoz, pa vez kaoz eus feulster, eus brezel sivil, eus tud o vervel. Tud, ha n’int ket nemet stadegoù flastret etre daou bennad-skrid kazetenn. Penaos e c’hell ur film ober kement a zroug-kalon ha reiñ, war un dro, kement a galon ?
Kamp repuidi Moria, e Bro-C’hres
Repuidi sirian stanket en harzoù
Hiziv an deiz c’hoazh, tud ivez, a zo en arvar da vervel e proviñs Idleb, kêr disent diwezhañ ar vro, tost d’an harzoù gant Turkia. Tud ivez, kenstrollet en harzoù etre Turkia ha bro C’hres, difiñv dirak mogerioù kloz. Stanket etre feulster boud ar renad ha lazhadeg diwel ar c’horonaviruz o vont war-raok. Setu, gwirion, trumm, fetis, disoc’h an divizoù geopolitikel bet kemeret gant gouarnamantoù ar bed : ul lazhadeg. E For Sama emañ ar prouennoù. N’hon eus ket ar gwir da dreiñ hor selloù.
Ar c’hengred n’hall ket paouez en harzoù. Ha dre ar sinema, dre internet hag ar rouedadoù sokial, e c’hell d’an nebeutañ treuziñ ar mogerioù savet evit hon dispartiañ. Perak e vefe ket graet eus mare ar c’henfinañ ur mare evit digeriñ hor prenestr war ar bed ? Evit tresañ liammoù nevez, evit splujañ en ur bed nevez da zont. Evit Sama.
For Sama – Film breizhveuriat, sevenet gant Waad-al-Kateab hag Edward Watts e 2019 – 1e44mn
Evit mont pelloc’h ganti :
- Ur filmig bet savet gant annezidi Kafranbel, Siria, evit diverrañ istor ar brezel er vro, gant ur fent dibar
- Testeni kazetennerien sirian en Idleb
- Diwar-benn an harz greko-turkian e Esros ha Lesbos
- M’hoc’h eus c’hoant e c’hallit kas da dud Idleb pe da lec’h all ur foto gant ur gemenadenn skoazell. Gallout a ra bezañ skignet dre ar bajenn facebook “Gens de Syrie, nous vous entendons”