Abaoe kantvedoù o deus bet hon anvioù-lec’h brezhonek da c’houzañv diwar ur politikerezh gallekaat. War fonnusaat ez a diskar an hêrezh dibriz-mañ er mare-mañ gant savidigezh ar c’humunioù nevez, astenn ar c’hêrioù, politikerezh ar Post, lezober ha diouiziegezh ar Vretoned hag o dilennidi.
Kantmiliadoù a anvioù-lec’h zo bet ijinet gant ar Vretoned a-hed ar c’hantvedoù evit deskrivañ o bro pe c’hoazh resisaat perc’henniezh hini pe hini war un dachenn bennak. Kement park, kement tachenn, kement roc’h zo war an aod en deus e anv e brezhoneg. Ul liamm gant hon amzer dremenet eo an anvioù-lec’h. Ul lodenn brizius eus hor glad yezhel hag eus hon identelezh ez eont d’ober. Perzh heverkañ Breizh int, an dra gentañ a vez merzet gant an dud a zeu eus an diavaez ivez, merk anat ar yezh keltiek komzet a-gozh er vro-mañ.
Savet hag implijet dre gomz gant an dud da gentañ, lakaet int bet dre skrid gant ar galloudoù melestradurel o deus renet ar vro abaoe 1 500 vloaz. Treuzskrivet e skridoù latin da gentañ, e skridoù galleg goude-se, int bet gwallgaset dreist-holl abaoe ar XVIIvet kantved d’ar mare ma krogas da vat kargidi divrezhonek da dreuzskrivañ anvioù na oant ket komprenet ganto ken.
Anvioù gwallgaset
Ma lakaer a-gostez kudenn ar skritur, anterin a-walc’h eo chomet hol lec’hanvadurezh betek kreiz an XXvet kantved koulskoude. Nebeut a anvioù gallek a zo bet savet. Menegomp hepken kêr an Oriant (Lorient, savet diwar urzh roue Bro-C’hall) hag anvioù evel Bellevue savet alies gant bourc’hizien en XIXvet kantved. Unanik bennak evel-se zo e pep kumun eus Breizh-Izel.
Abaoe un nebeud degadoù a vloavezhioù eo deuet splann emañ ar glad yezhel-se en arvar bras avat. Da heul an divrezhonekaat bet kaset da benn gant ar galloud er vro hag ar fiñvadennoù poblañs, ne oar ket mui an dud penaos distagañ an anvioù evel m’eo dleet (soñjomp e Krec’h Gwenn e Kemper, distaget bremañ Krech gwenn, pe Troyalac’h distaget Troyala gant tud zo).
Gant an divrezhoneg pe an diouizieg m’eo hon dilennidi e vez bremañ dibabet alies ganto sevel anvioù nevez e galleg. Evit ar wech kentañ en hon istor ne saver ket mui anvioù brezhonek pe dost. Roet e vez anvioù tud pe anvioù galleg d’an holl straedoù ha lodennaouegoù nevez savet er c’hêrioù pe er bourc’hioù, e-skoaz a-raok e veze anvioù brezhonek atav. Bremañ e klever an dilennidi oc’h embann “e klemm an dud peogwir n’int ket evit distagañ an anvioù, ret eo kaout traoù aes”. E berr gomzoù, ret eo ober plas d’ar galleg ha diverkañ an istor.
Gourdrouz war ar maez …
Betek nevez zo o doa dalc’het mat hon anvioù war ar maez memes tra. Brezhonek e chome anvioù ar c’hêriadennoù. Siwazh, ar Post a vount bremañ ar c’humunioù da ziverkañ an anvioù kêriadennoù war ar maez ha reiñ dezho anvioù straedoù en o flas. An dilennidi n’int ket kizidikaet ouzh ar brezhoneg ha dre vras ne verzont ket emaint o tistruj ur glad istorel dibar. Ne gredfent ket touch ouzh mein ur chapel pe diblasañ ur peulvan met un anv-lec’h avat, peseurt talvoudegezh gant an dra-se ? Miliadoù a anvioù eo a vez diverket didrouz evel-se bep bloaz en holl gumunioù ar vro koulskoude pa zeu Kerlagad da vezañ rue des primevères. Tagañ ar glad, diverkañ an istor ha diwriziennañ an dud un tammig muioc’h ivez eo a vez graet o troc’hañ evel-se al liamm a zo etrezo hag al lec’h m’emaint o chom.
… hag e kêr
Ar c’hêrioù bras dreist-holl a zrast ar muiañ anvioù-lec’h. Straedoù nevez, lodennaouegoù, anvioù an arsavioù bus, chanterioù reneveziñ karterioù… Sant-Nazer he deus strivet evit diverkañ kement roud breizhek a oa en anvioù-lec’h ar gumun. Kêr Vrest zo bet tost diverket he glad yezhel ivez. Da skouer, dibabet eo bet gant an dilennidi diverkañ an anv istorel Pontanezen, anezhañ ur c’harter diaes, hag a zo bet advadezet Quartier de l’Europe, un tamm cheuc’hoc’h moarvat.
Labour ar bromotourien
Kemend-all a c’hoarvez gant ar bromotourien a sav tiez annez pe lodennaouegoù e kement kumun zo. Dre ziouiziegezh ha diouer a ijin e tegasont er vro anvioù stank e lec’hanvadurezh bro-C’hall met na vezent ket implijet e Breizh. Krouiñ a reont ul lec’hanvadurzeh bastart evel “Les Hauts de Kerlagatu” pe “Le Clos du Parc” a welomp o tifoupañ un tamm e pep lec’h tro-dro deomp. “Le Clos” ha “Les Hauts de” zo anvioù estren d’hol lec’hanvadurezh hag a weler stank en anvioù lodennaouegoù ar c’hêrioù hag ar bourc’hioù bremañ.
Lusk kendeuziñ ar c’humunioù, ar gourdrouz nevez
M’eo taget an anvioù “bihan”, anvioù straedoù, anvioù kêriadennoù abaoe pell, anvioù ar c’humunioù, anezho anvioù ofisiel, a chome gwarezet betek-henn. Siwazh lusk ar c’hendeuziñ kumunioù en deus pennboellet an dra-se. Pa vez kendeuzet kumunioù e c’hall an dilennidi dibab un anv nevez, ken aes ha tra. Setu penaos eo deuet kumun Plezeved (Plémet) en Aodoù-an-Arvor da vezañ Les Moulins eus an eil devezh d’egile. Kemend-all zo c’hoarvezet gant Plouvalae ha Tregon, deuet da vezañ bremañ Beaussais-sur-Mer. Er Mor-Bihan ivez eo bet diverket anvioù Neizhin, ar Vouster-Remengol ha Remengol anvet bremañ Evellys abaoe 2016.
Stourm a-enep d’an distruj ha d’ar sotoni
Tra gentañ d’ober evit stourm a-enep d’an distruj-se hag a dag hon identelezh vreton eo bezañ emskiantek eus ar gudenn. Ne vo ket posupl kizidikaat hon dilennidi ma n’omp ket ni brezhonegerien emskiantek eus ar pezh a c’hoarvez da gentañ-penn ha ma n’emaomp ket muioc’h war evezh evit ma ne c’hoarvezfe ket ken. Ret eo d’an dilennidi santout ne sav ket a-du ar boblañs gant ar gallekaat. Goude-se, ret eo deomp kemer un tamm muioc’h a breder gant hol lec’hanvioù.
Da gentañ, goulenn ma vint skrivet mat, da lavaret gant kod skrivañ ar brezhoneg ha neket gant hini ar galleg. Un afer a zoujañs eo, evel m’en deus diskouezet afer ñ an anv-bihan Fañch. Un dra eeun ha reizh eo : e brezhoneg e tle bezañ skrivet an anvioù brezhonek. Skrivañ mat a dalvez kaout ur stumm nemetken evit an anvioù hag argas koubladoù diezhomm un divyezhegezh fallgomprenet evel pa vez skrivet Kergoat/Kergoad war ar panelloù.
Ur c’hammed a bouez war-zu an ofisielaat hag an emskiantekaat eo en em zizober eus ar stummoù gallekaet. Talvezout a ra ivez klask stourm a-enep ar gallekaat dre gomz ivez, o tistagañ mat anvioù evel Penmarc’h pe Rosporden pa gomzer galleg ivez ha neket kenderc’hel d’ober gant stummoù evel “Painmar” pe “Rospordain” forzh pegen ledet e vefent hiziv.
Skeudenn : anvioù-lec’h reizhet e Plougastell-Daoulaz © Ofis Publik ar Brezhoneg